Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Un eil buhez d’ar boteier

Abaoe 198 vloaz e vez graet boteier gant ar familh Durrmann, arbennikaet ma veze evit ober botoù ispisial evit an dud diaes dezho bale, botoù ker peurvuiañ, sikouret o frenañ gant ar Surentez Sokial. Met er bloaz-mañ zo un nevezenti ganto. Dastum a reont ar boteier kozh. Ar re a zo e stad mat a-walc’h a vez roet goude da amezeg, Abi 29, evit ma talvezfent d’o dud diaes dezho prenañ botoù. Ar re a zo re fall a vo distrujet, devet d’ober energiezh da dommañ tiez.

Kereerezh Villeneuve e Brest.

Abaoe 1822 e vez arbennikaet ar familh er fardañ botoù. E 1985 e kroge Pierre Durrmann ganti, e plas e dud, e Plerin da gentañ, hag e Brest adalek 2009. « 5-6 kere a zo e Brest met n’eo ket bras o stal, peurvuiañ. Ni hon eus plas evit degemer, evit stokiñ » eme Pierre Durmann evit displegañ eo kroget da reiñ un eil buhez d’ar botoù pa ne c’hell ket, dre ret, ar stalioù all ober heñvel.

Un eil buhez

Plijet bras eo bet an dud gant ar mennozh. « Dindan 3-4 sizhunvezh hon eus dastumet 80 re votoù. Cheñchet eo an aergelc’h. Ne blij ket an dud stlepel ken. Ne oa nemet un 10 % bennak a oa prop a-walc’h da vezañ roet da Abi 29, dezho da reiñ d’ar re o doa ezhomm. Ul lodenn vihan – 20 % – a oa dav deomp ober un tamm labour warno. » emezañ. Ar peurrest a oa da vezañ bruzunet ha devet, e norzh Bro-C’hall, ur wech tremenet dre Montroulez pe Ploufragan. « E kêr Stockolm e vez tommet 98 % eus savadurioù kêr gant dilerc’hajoù a bep seurt. » a zispleg Pierre Durmann a-raok astenn «  Kalz luziuetoc’h eget ut bragez jean eo ar votez. Ur bern danvezioù a ya d’ober anezhi, 6 pe 7 d’an nebeutañ, koad, lêr, houarn, kouevr, kaoutchouk… Ur wech bruzunet ar botoù e c’heller adpakañ danvezioù zo. »

E Plerin e 2021

E-kerzh trimiziad kentañ 2021 e vo graet heñvel e Plerin rak tro o deus bet da welet e klot gant ur preder. «Pa ne c’hell ket ur bugel gwiskañ ken e votoù mell-droad, da skouer, eo laouen ar familh da soñjal e c’hellont talvezout c’hoazh.

Emskiant eo ivez Pierre Durmann eus ar chañs en deus. Bras eo ar stal e Brest – 5 den o labourat – hag aes da verniañ ar boteier didalvoudekaet-se. Aesoc’h e vo c’hoazh e Plerin – 16 implijiad – pa vo kroget ganti.

O fajenn Facebook : https://www.facebook.com/cordonnerievilleneuve/

Ur pennad embannet en niverenn 814 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez