Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ur film faltazi diwar-benn stourm Plougoñ

E trimiziad kentañ 2024 e teuio er-maez film nevez Nikolaz Gwilhoù, “Nous serons toujours là !”, diwar-benn stourm Plougoñ, e 1980, e su Penn-ar-Bed. E studioioù Dizale eo bet advouezhiet e brezhoneg ha d’ar 16 a viz Du 2023 e vo ar c’hentañ rakskignadenn e brezhoneg, asambles gant skipailh ar film, er sinema Katorza e Kemper.

An aktorien·ezed e-kerzh ar filmañ : Brice Ormain, Alexandra Robert, Sophie Neveu hag Antoine Michel. © Marjorie Fréville


“Aet omp skuizh gant istor Plougoñ !” Setu ar pezh zo bet respontet da skipailh ar film pa‘z eus bet emvodoù gant tud ar C’hab. E 1980 e oa bet ar stourm gant miliadoù a dud o vanifestiñ a-enep ar greizenn nukleel da vezañ savet. Krennard e oa Nikolaz Gwilhoù pa oa c’hoarvezet an darvoudoù-se ha fellout a rae dezhañ kontañ an istor-se gant ur sell faltaziek.
“P’o deus komprenet an dud ne vije ket bet diskouezet un istor gwir eo bet aesoc’h”, eme ar c’homedian Eric Simonin. Heuliet e vez Jeanne, ur intañvez, gant he merc’h na gomz ket. Stourm a ra ar vamm evit Plougoñ hag evit “buhez ha dazont he flac’hig”. “Ar verc’h ne gomz ket er mare ma oa ar brezhoneg o vervel…”


Film kentañ e brezhoneg
“Nikolaz Gwilhoù ne gomprene ket perak n’eus film ebet e brezhoneg diwarbenn stourm Plougoñ”, eme Eric Simonin. Gantañ ha gant komedianed ha komedianezed all — 21 en holl — eo bet advouezhiet e brezhoneg e studioioù ar gevredigezh Dizale e Kemper. D’ar 16 a viz Du e vo aozet ar c’hentañ rakskignadenn e brezhoneg gant Ti ar Vro Kemper. Da 8e15 noz e vo, asambles gant skipailh ar film, er sinema Katorza e Kemper. D’an 18 e vo unan e galleg er C’hlub e Douarnenez, a-ratozh kaer evit ar skipailh hag ar gevelerien. E trimiziad kentañ 2024 e teuio er-maez.


Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 962, d’ar 14 viz Du 2023.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez