Div sizhunvezh en doa tremenet skipailh Heklev Podkast en Enez Eusa e miz Ebrel 2025 evit krouiñ hag enrollañ Tourmant, un heuliad faltazi radio juke-box produet gant Anna Lincoln1.

D’an 18 a viz Du e oa bet embannet ar rann gentañ enlinenn2, « Felix, e pelec’h emaout » an titl anezhi. Gant Mai Lincoln ha Thomas Kloareg eo bet ijinet ha sevenet an heuliad.
An istor
« Petra zo c’hoarvezet pa oa ar gorventenn o skeiñ an nozvezh-se ? » Setu steuñvenn an heuliad a gont istor Metig, ur gomedianez yaouank hag a ya da labourat evit ar wech kentañ gant ar strollad teatr Serr-noz. C’hoariet e vo Ar Roue Lear, ar pezh-c’hoari skrivet gant William Shakespeare. « Met petra eo deuet Metig da glask er strollad Serr-noz a-benn ar fin ? »
« Dedennus eo kontañ istor ur gompagnunezh c’hoariva peogwir e vez c’hoariet enni reuzioù ha mareoù-levenez ar vuhez », eme ar sevenerien. « C’hoant hon eus bet da grouiñ un istor gwiridik ha soutil, o c’hoari etre ar fent hag an drajedienn, etre ar gwirvoud, an huñvre hag an absurd.«
En Enez Eusa
16 arzour hag arzourez a oa en em vodet en Enez Eusa e miz Ebrel 2025 evit krouiñ hag enrollañ c’hwezek rann 20 munut. En em gavet e oa komedianed, sevenerien, ijinourien war ar son, muzisianed hag ur c’heginer. « Skrivet e veze an divizoù diouzh ar mintin, enrollet e vezent e-pad an abardaevezh hag an devezh war-lerc’h, pa veze an darn vrasañ eus ar skipailh o skrivañ, e veze an ijinourien war ar son o frammañ. »
Estreget an doare ober en deus krouet un aergelc’h ispisial : un efed o deus bet an teknikoù hag an dafar implijet ivez.
Hag ar sonerezh !
En a-raok e oa bet krouet ar jenerik gant Yann ar C’horr ha Krismenn. Met an holl ganaouennoù all zo bet enrollet war an enezenn, en Eskal, studio Emilie Kenkiz ha Yann Tiersen. « E-korf pep rann e tispak un dudenn he soñjoù diabarzh en ur ganaouenn. Bemdez neuze e veze krouet gant Yann, Kristof hag ar gomedianed ur ganaouenn pe ziv, gant ur stil disheñvel bepred. (…) Ur c’hrouiñ ken frouezhus zo bet posupl a-drugarez d’ul labour a-stroll. Bemdez e tifoupe mennozhioù nevez er studio » eme ar sevenerien.
D’an 20 a viz Du e oa bet embannet an eil rann. Div rann a vo embannet bep sizhun, unan d’ar Meurzh hag eben d’ar Yaou.
N. Gourvenneg
1Kenbroduet gant Kalanna, Heklev Podkast ha radioioù kevredigezhel Breizh. Gant skoazell Rannvro Breizh.
2Da selaou e lec’hienn Heklev (www.heklevpodkast.bzh, en arloadoù-podkast hag er radioioù kevredigezhel.
Ur pennad embannet en niverenn 1065, d’ar 25 a viz Du 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg



