Ur skipailh 12 den eus Mignoned ar Brezhoneg a oa bet e Kembre e penn-kentañ miz Eost evit gweladenniñ an Eisteddfod Genedlaethol, pe Eisteddfod vroadel, evit kejañ gant aozerien ar gouel.
Ur gouel evit lidañ yezh ha sevenadur Kembre eo an Eisteddfod. Ouzhpenn 1000 abadenn hag obererezh evit an holl oadoù e pep doare arzel a vez aozet, eus ar sonerezh a-vremañ d’ar sonerezh hengounel, ar varzhoniezh hag al lennegezh, an arzoù kaer, an dañs, ar c’hoariva, ar sinema. Obererezhioù evit ar vugale e-leizh a vez ivez ha zoken ur gêriadenn skiantoù ha teknologiezhioù gant kendivizoù. C’hoant he deus an Eisteddfod bezañ un abadenn “enklozañ” hag a zegemer an holl, n’eus forzh peseurt barregezh o deus an dud war ar c’hembraeg, ur gouel evit pep hini.
Padout a ra ur sizhun, ar sizhun gentañ a viz Eost peurliesañ, d’ar memes prantad ha Gouel etrekeltiek an Oriant. Aozet e oa er bloaz-mañ e kreisteiz Kembre e Pontypridd (“Pont an ti pri”) nepell diouzh Kerdiz. Tost da 150 000 den zo bet er gouel er bloaz-mañ.
Istor an Eisteddfod
Lavaret e vez e oa bet aozet an Eisteddfod kentañ e 1176 gant un Aotrou Rhys en e gastell e Kerdigan lec’h ma pede barzhed ha sonerien eus Kembre a-bezh. Ar re wellañ o doa gwir da gaout ur gador ouzh taol an aotrounez. Emañ ar ger Eisteddfod o tont eus Eistedd (azez) + bod (bezañ). Da c’houde e voe dalc’het meur a eisteddfod e Kembre dindan paeroniezh an noblañs.
E penn-kentañ an XIXvet kantved e oa bet dalc’het un eisteddfod istorel e 1867 e Gaerfyrddin, ha liammet e oa bet Gorsedd ar varzhed kembreat outi.
E 1880 e voe krouet ar gevredigezh Eisteddfod Genedlaethol gant ar pal aozañ ur gouel bloaziek hag a vefe dalc’het a bep eil e norzh hag e su ar vro. Sevenet e voe ar gefridi da vat, ha n’eus nemet er bloavezhioù 1914, 1940 (brezelioù), 2020 ha 2021 (kleñved-red Covid) n’eus bet Eisteddfod Genedlaethol ebet (kenstrivadegoù a-bell a oa bet dalc’het dre ar radio e 1940 hag ivez war internet hag en tele e 2021).
Hiziv an deiz eo Eisteddfod Broadel Kembre an hini vrasañ eus meur a eisteddfod a vez dalc’het bep bloaz e Kembre. An eizh devezh kenstrivadegoù hag arvestoù a vez sellet outo evel ar brasañ festival sevenadurel en Europa.
Tost da 200 abadenn genstrivadeg gant 5000 strollad ha tud hiniennel. Ar prizioù brudetañ eus an Eisteddfod eo ar re evit ar varzhoniezh. Roet e vez ar gador varzhek evit un “Awdl”, ur varzhoneg hir e metr strizh anvet “Cynghanedd” (ur reizhiad rimoù diabarzh heñvel ouzh pezh a veze kavet er varzhoniezh e krennvrezhoneg ha chomet bev e Kembre). Roet e vez ivez ur gurunenn varzhek savet a-ratozh evit ur “Pryddest”, ur varzhoneg e gwerzennoù frank.
E 2014 e oa krog an Eisteddfod da briziañ pladenn ar bloaz evit ar sonerezh a-vremañ e-kerzh sonadegoù modern dalc’het e “MAES B”. Adalek ar bloavezhioù kentañ a oa rannet lec’h an Eisteddfod gant tachennoù disheñvel anvet “Maes”. Krouet e oa bet “MAES B” evel un dachenn all gouestlet d’ar re yaouank hepken (etre 16 ha 25 bloaz).
Deuet eo “MAES B” da vezañ breur bihan ofisiel d’an Eisteddfod Genedlaethol hag a ginnig sonadegoù sonerezh a-vremañ (rock, pop, rap…) diwezhat, gant ouzhpenn tregont eus ar strolladoù, arzourien ha DJoù kembraek pennañ. Krouet e oa bet an darvoud evit desachañ rummad ar re yaouank d’an Eisteddfod e 1997.
Ul lec’hienn ispisial gant ul logo dibar en deus “MAES B” bremañ. Implijet e vez ivez rouedadoù sokial distag evit kehentiñ. Ur c’hamplec’h evitañ zo ivez ha tikedennoù mont-tre zo disheñvel diouzh an Eisteddfod. Gant bilhedoù “MAES” B e c’haller mont e-barzh an Eisteddfod, ar pezh n’eo ket gwir en tu all.
Gouel Broadel ar Brezhoneg, bep bloaz
Divizet en doa Mignoned ar Brezhoneg mont da Gembre evit kaout mennozhioù nevez e-keñver stumm nevez GBB a vo lakaet e plas adalek 2025 gant ar pal sevel ur gouel bloaziek ha n’eo ket mui bep daou vloaz.
Klasket o deus gouzout penaos e veze “enklozet” da vat an holl dachennoù diskouezet en Eisteddfod Genedaetholl (sonerezh, lennegezh, c’hoariva, sinema, obererezhioù evit ar re vihan, kendivizoù, arzoù kaer, skiantoù…), ar c’henstrivadegoù liesseurt, hag al labour kaset war-raok (betek 2 vloaz) gant poblañs ar vro e Rhondda Cynon Taf (unan eus 22 isrann pe kontelezh Kembre, seurt gouarnamantoù lec’hel gant galloudoù war meur a dachenn). Dizoloet o deus ivez penaos e veze labouret gant ar skolioù kembraek hag ar c’hevredigezhioù lec’hel evit aozañ ar gouel.
Goulennet o deus izili Mignoned ar Brezhoneg digant aozerien an Eisteddfod penaos e veze arc’hantaouet ar gouel etre ar skoazelloù publik hag ar prizioù mont-tre evit an arvesterien. Koustus a-walc’h eo ar mont e-barzh neuze. Betek 180 € evit ar sizhunvezh a-bezh, 28 € evit un deiz memes ma oa prizioù ispisial evit ar familhoù (digoust e oa evit ar vugale dindan 5 bloaz hepken).
Degemeret eo bet a-feson izili Mignoned ar Brezhoneg gant holl dud ar skipailh kreiz, ar renerez arzel Elen Elis, ha gellet o deus bet ivez divizout war-eeun gant renerez veur ar gouel Betsam Moses. Enoret e oant bet ivez da vout pedet gant
prezidant an Eisteddfod da zont d’al lid da reiñ priz ar varzhoniezh gant ar gador varzhek dirak Aneirin Karadog a oa e penn al lid. Ar blijadur o deus bet da gaozeal gantañ e brezhoneg goude al lid.
Distroet eo skipailh Mignoned ar Brezhoneg leun a startijenn evit aozañ abadenn gentañ GBB, a vo lidet ar wech-mañ e Su Penn-ar-Bed, eus ar Gwener 4 a viz Gouere (digoradur gant an Taol-Lañs) betek ar 6 viz Gouere, lec’hiet e maner Kernod nepell diouzh Kemperle.
Mignoned ar Brezhoneg
Ur pennad embannet en niverenn 1015, d’an 19 a viz Du 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg