Yes Breizh, an devolusion war patrom Kembre

Lañset eo al luskad Yes Breizh evit ma vefe roet galloudoù en-dro d’hor bro gant Stad Frañs. Ur pennad-kaoz gant Izold Gwegan, mouezh aotreet ar gevredigezh.

Alan ar C’hloareg hag Izold Gwegan, mouezhioù aotreet al luskad Yes Breizh. © Yes Breizh

Gant piv eo deuet ar soñj da sevel Yes Breizh ?

Da gentañ e oamp ur strolladig pemp den. Abaoe daou vloaz e oamp e soñj sevel un dra bennak hag a zo anezhañ dija er broioù keltiek tramor. Fellout a ra deomp kaout ul lezenn devolusion, e-giz ar pezh a oa bet lakaet da dalvezout e 1998 e Kembre.
Ur statud emrenerezh a garfemp kaout. Da lâret eo kaout an hevelep tra hag e Kembre. Kement-mañ a sinifi, da skouer : bezañ mestr war an ekonomiezh, ar sevenadur hag ar yec’hed.
Met petra eo an devolusion a-benn ar fin ? Ul lezenn eo hag a rofe galloudoù en-dro da Vreizh. Al lezenn-mañ a vefe un doare da vont war-raok. D’ar Vretoned da zivizout o-unan. Bloaz zo e oan bet e Kembre evit labourat war an dra-se. Eno ez eus c’hoant gant kalz tud da vezañ emren.
Gouzout mat a reomp eo disheñvel-mik an traoù etre ensavadurioù Breizh ha re Kembre. Heuliañ a reomp pizh ar pezh a zo bet graet gant Yes Cymru.
Pouezus-bras eo ivez kompren n’eo ket Yes Breizh ur strollad politikel, ur gevredigezh eo. Ne vo ket klasket tud da zilennañ dindan banniel Yes Breizh.
Er mare-mañ e studiomp hon doare da vont en-dro, da soñjal reiñ muioc’h a c’halloud d’an izili. Dre m’hon eus kresket e rankomp kaout un doare efedusoc’h da vont en-dro. Dres e-giz e Kembre.

Petra a sinifi bezañ kevelet gant Yes Cymru ha Yes Scotland pa ouezer eo disheñvel-mik ar jeu etre Frañs hag ar Rouantelezh Unanet ?

Aze emañ an dalc’h. Ar pal eo kaout ur statud nevez. C’hoant hon eus da gaout galloudoù en-dro. Tud zo o deus c’hoant da vezañ emren, lod all da vezañ dizalc’h. Kement-se zo statudoù resis ha disheñvel. Pep hini en deus e soñj war an dra-se. N’eo ket hon afer gouzout mennozhioù politikel an holl keit ha ma vez doujet da statudoù ar gevredigezh.

Penaos dont a-benn eus an taol, pa ouezer ez eus bet na pet tro wenn war ar sujedoù-se ?

Evit ar mare ez eus tud e Breizh hag a glask un diskoulm d’an enkadenn bolitikel vroadel. Anat deoc’h, framm politikel Stad Frañs n’eo ket graet evit reiñ muioc’h a c’halloud d’ar rannvroioù. D’hor soñj, da gaout al lezenn hon eus c’hoant e vo dav poursuiñ betek ma vo asantet gant Pariz. Evit seveniñ kement-mañ e rankomp bezañ niverus. D’ar Stad, goude-se, da asantiñ d’an devolusion. Se zo kaoz eo dav digeriñ hor strollad, mennozhioù disheñvel ennañ.
Ul levrig* zo bet embannet ganeomp : n’emaomp ket a-unan war bep tra. Met, da vihanañ, emaomp a-unan war ar prosesus. Evit c’hoazh e chomomp dindan 1000 a izili. Derc’hel a reomp da greskiñ. E penn-kentañ Yes Cymru ne oa nemet pemp den. Bremañ, dek vloaz war-lerc’h, int 6000. Kaout izili zo pouezus, met pouezusoc’h eo c’hoazh silañ ar mennozh e pennoù an dud. A-benn ar fin, ar pal eo lakaat ar brasañ niver da vezañ a-du gant ar raktres.

Kavout a ra deoc’h ez eus ur gwir c’hoant da cheñch an traoù e-touez ar Vretoned ?

War boentoù evel ar yec’hed e c’heller bodañ tud. Pa zisplegomp d’an dud eus petra ez eus kaoz n’eus den ebet a-enep. Merzhout a reomp ez eus un ezhomm da cheñch statud Breizh.
Ouzhpenn, emaer o vevañ en ur mare ankenius : gwall luziet eo ar politikerezh e Frañs, stanket eo an traoù. Bremañ e kav deomp eo d’ar Vretoned da choaz. Pe, en em strollañ da gaout an devolusion an abretañ ar gwellañ, pe bezañ lonket gant an tu dehoù pellañ a zo tost da gaout ar galloud. Me a gav din ez eo ar poent gwellañ evit-se.

E miz Ebrel 2025 e oa bet klasket gant Bretagne notre avenir bodañ linennoù politikel a bep tu, daoust ha n’eo ket dañjerus ?

Sklaer evel lagad an naer eo hor statudoù : dibosupl eo mont e-barzh d’an neb a vefe gantañ soñjezonoù an tu dehoù pellañ. Er gevredigezh e kaver tud dezho relijionoù a bep seurt. Degemer a reomp tud hag a zo izili eus strolladoù politikel e-giz an UDB, Strollad Breizh pe ar PS zoken.
Gouzout a ouzomp e klasko tud eus an tu dehoù pellañ mont e-barzh ar gevredigezh met graet e vo pep tra evit herzel outo da vont e-barzh. Dav eo deomp kaout ur strategiezh evit enebiñ ouzh an tu dehoù pellañ a glask en em silañ e pep lec’h er mareoù-mañ. Emaomp war un patrom inkluzivel en hor statudoù.
Klask a reomp sevel strolladoù lec’hel e pep lec’h. A-wechoù ez eus er penn anezho tud metis peotramant heñvelreizh.
Klask a reomp kaout darempred gant politikerien ar vro : emgavioù frouezhus hon eus bet gant tud an UDB pe tud Strollad Breizh.
Met ar pal kentañ eo lakaat ar boblañs, ar gevredigezh, da gompren petra eo an devolusion.
Pouezañ a ran : n’omp ket ur strollad politikel met gellet a rafemp reiñ ur seurt label d’ar re a zo a-du gant linenn-stur Yes Breizh.
Er bloaz-mañ omp kroget da aozañ emvodoù foran e pep lec’h. E Banaleg e vo an hini a zeu d’ar 14 a viz Meurzh. C’hoant hon eus ivez da embann un eil levrig war an hevelep framm hag an hini kentañ.

Komzoù dastumet gant Julien Meffre

Levrig Yes Breizh, embannet gant Yoran Embanner, 72 pajenn, 5 €


Ur pennad embannet en niverenn 1079, d’an 3 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez