8 a viz meurzh : benelour e vo an amzer dazont !

An Devezh etrebroadel evit gwirioù ar merc’hed eo an 8 a viz Meurzh. Bep bloaz e c’halv ar strolladoù benelour da vanifestiñ ha d’ober harz-labour.

Ar stignad « Goulennit Angela » a oa bet lakaet e plas e 2023 gant Ti-kêr Kemper. Al lec’hioù ma kaver ar pegsun-se ouzh ar werenn-stal zo lec’hioù repu evit ar re a vefe heskinet pe taget er straed. © Ti-kêr Kemper

Un « Devezh broadel ar merc’hed » a oa bet aozet gant Strollad Sokialour ar Stadoù-Unanet d’an 28 a viz C’hwevrer 1909. Bloaz war-lerc’h, da vare eil kendalc’h etrebroadel ar sokialourezed e Kopenhagen, ha diwar kinnig ar sokialourezed milvrudet Clara Zetkin hag Alexandra Kollontai, e oa bet galvet « ar sokialourezed en holl vroioù ar bed da grouiñ un ‘Devezh etrebroadel ar merc’hed’ bep bloaz ». E 1911 e oa bet aozet an hini kentañ eta « evit arc’hañ evit ar merc’hed ar gwir da votiñ ha fin an dizingalderioù el labour ».
Abaoe 1917 e vez dalc’het d’an 8 viz Meurzh, e koun an devezh ma krogas an dispac’h rusian gant harz-labour micherourezed Sankt-Peterbourg.


Er bloaz-mañ
Ar C’henurzhierezh benelour — Coordination féministe — a c’halv da vanifestiñ a-enep an tu dehoù pellañ hag « evit ur bed benelour, reizh, kengred ha laouen ». « Politikel eo hor stourm. Dispakañ a ra ur sell eus ar gevredigezh hag a zo a-enep-krenn raktres an tu dehoù pellañ, ar renkadoù pennañ, ar gapitalourien. »
Manifestadegoù a vo e Breizh : emgav a vo e Roazhon da 11e er Mailh Mitterrand, e Brest da 3e e plasenn Strasbourg, e Montroulez da 6e e plasenn an Ostajoù, e Redon da 10e dirak ar C’hoc’hui, e Douarnenez e vo da 6e30 e plasenn ar C’hoc’hu d’ar 7 hag e Porzh Ru an devezh a-bezh d’an 8, e Sant-Brieg da 2e e plasenn ar Gwesklin, e Gwened da greisteiz e reper Simone Veil, en
Oriant da 2e e plasenn Paul Bert.
Ti-kêr Kemper hag ar c’hevredigezhioù lec’hel o deus lakaet meur a dra e plas ivez : skritelloù ha kartennoù, kejadennoù, prezegennoù, diskouezadegoù… Emgav a vo da 3e e plasenn ar Rezistañs evit ar vanifestadeg.

N. Gourvenneg


Ur pennad embannet en niverenn 1030, d’ar 4 a viz Meurzh 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez