Kouviad a enor Festival Etrekeltiek an Oriant e oa Kerne-Veur er bloaz-mañ. Un digarez eo bet evit an div vro da sinañ un emglev nevez a genlabour. E 2021 e oa bet sinet an hini kentañ.

Ne oa ket Loïg Chesnais-Girard eno ha setu perak ez eo Stéphane Perrin-Sarzier, besprezidant karget eus Europa hag an Etrebroadelezh er c’huzul-rannvro a zo deuet da sinañ an emglev gant Leigh Frost, prezidantez ar Cornwall Council. Astennet eo bet an emglev kentañ sinet e 2021 eus 5 bloaz, gant ar « c’hoant da ziorren raktresoù heñvel o falioù evit mad an dud, an embregerezhioù, ar strollegezhioù, ar c’hevredigezhioù, ar re yaouank en div vro. »
Traoù boutin d’an div vro
Pa’z eer da Gerne-Veur e weler pegen heñvel eo an div vro a-fet gweledvaoù alies. Muioc’h zo avat, rak ur glad sevenadurel ha yezhel boutin zo ivez. « War dachenn an ekonomiezh hag an diorren e soñjomp memes mod », a c’heller lenn e kemennadenn Rannvro Breizh. Abaoe 2021 ez eus bet ur c’henlabour hag eskemmoù diwar-benn an energiezhoù-mor nevezadus, met ivez diwar-benn an treuzdougen dre vras hag an doareoù da liammañ an douar-bras hag an inizi. War an dachenn sevenadurel o deus kendivizet obererien ar sinema, ha lakaet ar gaoz war an doare ma vez labouret ganto en div vro. A-hend-all ez eus ur raktres war ar stern diwar-benn ar luc’hskeudenniñ war ar maez.
Teir zachenn da bleustriñ warno
Evit ar bloavezhioù da zont e vo teir zachenn genlabour. Ar sevenadur e vo an hini gentañ, gant eskemmoù ha kendivizoù diwar-benn ar glad, arzoù an arvestoù, arzoù ar gweled, hag ar yezhoù rannvro. An diorren ekonomikel ha padus e vo an eil, a denn d’an energiezhoù-mor nevezadus, ar sibersurentez, an treuzdougen hag an touristerezh. Ar c’hejadennoù keodedel e vo an trede hini, en ur skoazellañ ar re yaouank da vont eus ur vro d’eben, en ur harpañ ar c’hrogadoù sport etre an div vro, en ur vroudañ ar fiñvusted dre vras hag en ur lakaat annezidi Breizh ha re Gerne-Veur da eskemm e forzh peseurt doare.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1104, d’ar 15 a viz Gwengolo 2026.
Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


