Diaes eo c’hoazh evit an euskareg ober e dreuz e bed ar c’hleweled. Er sinemaoù kenwerzhel eo ur ral gwelet filmoù en euskareg da skouer ha gwashoc’h c’hoazh àr ar savennoù streaming evel Netflix. Pantailak Euskaraz, ur gevredigezh euskarat, a son ar vatailh rak skrivet eo sklaer er lezenn e tlehe bout ingal ar c’hinnig ken e spagnoleg ken en euskareg.
Kit war ho kont Netflix ha skrivit « Catalan » e-barzh ar sil enklask. Petra ‘vez gwelet ganeoc’h ? Filmoù ha stiradoù e katalaneg ha dreist-holl filmoù ha stiradoù m’eo katalaneg o yezh orin. N’eo ket stiradoù eilet, stiradoù produet e katalaneg, argantet gant embregerezhioù kleweled ha strollegezhioù katalan ne lavaran ket. Da c’houde, skrivit « Basque » pe « Euskara » hag e vo kinniget deoc’h… « Mission Pays Basque », ur film evit ar Barizianed hag a ya ur wech dre vare da rouzañ war traezhenn Biarritz. Traken.
2,5% a filmoù en euskareg hepken
N’eo ket ur souezh kar hervez ar raktres Zinema Euskaraz (« Sinema en Euskareg »), n’eus ket ‘met 2,48 % ag ar sinemaoù ma oa moaien da welet filmoù en euskareg en Hegoalde e 2023. Ur rann a bPantailak Euskaraz eo Zinema Euskaraz hag ar gevredigezh-se a bleustr àr ar c’hleweled en euskareg. Hervez he mouezh-aotreet Alex Aginagalde a c’hell bout gwelet e spagnoleg 100 % ag ar filmoù tra ma n’eus ket ‘met 2,5 % anezhe a c’heller gwelet en euskareg. Ha c’hoazh, lod anezhe zo istitlet ha n’eo ket eilet, hag al lodenn vrasañ anezhe zo filmoù evit ar vugale ! 564 sinema zo bet gweladennet gant ar gevredigezh en Hegoalde ha ral a wech eo bet klevet an tudennoù o komz euskareg enne. N’eo ket bet pleustret war sinemaoù an Ipparalde gant ar gevredigezh met hervez Alex Aginagalde eo « gwashoc’h c’hoazh an traoù en Norzh » !
Ur raktres stur anvet ZinUEMA zo bet lañset gant kumuniezhoù ar c’humunioù euskarek evit ma vehe gwelet filmoù en euskareg ur wech dre sizhun d’an nebeutañ betek er parrezioù bihan met, hervez Zinema Euskaraz e ya kentoc’h an dud d’ar sinemaoù kenwerzhel ha n’eo ket d’ar c’hreizennoù sevenadurel peotramant d’ar re renet gant tier-kêr.
Klasket en deus Pantailak Euskaraz studial ar filmoù ha tresadennoù bev evit ar re yaouank ivez. Amañ ec’h eus muioc’h a draoù en euskareg met seul vuioc’h e ya ar vugale àr-goshaat seul nebeutoc’h a broduioù kleweled en o yezh a vez.
An ingalded skrivet er lezenn dibaoe… 42 vloaz !
Ha koulskoude, hervez al lezenn a 1982 pa voe adsavet an demokratelezh ha roet ur statud a emrenerezh da gumuniezh Euskadi e voe skrivet sklaer e ranke « ar Gouarnamant euskarat kemer diarbennoù evit ma vehe ingal an div yezh en enrolladennoù sinema ha kleweled » (mennad 25). 42 vloaz àr-lerc’h emañ pell Yann diouzh e gazeg ! Memes tra mui pe vui e Naffaroa m’emañ skrivet sklaer er lezenn 18/1986 e tle ar gouarnamant « gwareziñ ha kas àr-raok ar produiñ kleweled en euskareg ». Pezh n’eo ket graet evel-just.
Gervel a ra Alex Aginagalde he c’henvroidi da sevel klemm àr euskararentelefonoa.com seul gwech ma vez merzhet gante n’hallont ket gwelet film-mañ-film en euskareg.
Ha koulskoude pa vez produet ur film en euskareg evel « Irati » da skouer e ra berzh en Euskadi. Er bloaz-mañ, ar film Irati, produet penn-da-benn en euskareg ha m’eo euskareg e yezh orin zo bet gwelet gant muioc’h a dud evit Oppenheimer pe Barbie en Euskadi. Gant sikour ar gumuniezh emren, EITB ha kuzul-rannvro an Alava eo bet produet Irati.
Fabien Lecuyer
Ur pennad embannet en niverenn 973, d’an 30 viz Genver 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg