Glac’haret omp bet o klevet e oa aet Ronan al Louarn diouzhimp d’ar 15 a viz Mae, falc’het trumm gant ur c’hleñved diremed E-pad ouzhpenn 12 vloaz e oa bet Ronan e penn servij Yezhoù Breizh. Gant Lena Louarn evel dilennadez karget eus ar brezhoneg e oa un daouad eus ar re efedusañ ha mennetañ e penn an traoù. Nag a draoù zo aet war-raok e-kerzh an daouzek vloaz-se ! Anavezet e oa gant an holl re a labour war an dachenn da gas hor yezh war-raok eta. Hag aze e oa bepred Ronan evit kuzuliañ, heñchañ ha degas mennozhioù da sikour. Pell muioc’h evit ur gwazour mat e oa Ronan : ur weledigezh splann ha sklaer en devoa eus ar mod da lakaat ar Rannvro d’ober he lodenn el labour gounit gwirioù d’ar vrezhonegerien ha d’an holl dud c’hoant ganto adperc’hennañ ar yezh.
Gant e ouiziegezh ledan hag e spered lemm-kenañ (re evit lod marteze…) e ouie dielfennañ pizh ha resis kement degouezh zo.
Ur gwir stourmer e oa ivez Ronan ha se kerkent ha mare ar skol-veur. Unan eus diazezerien ar sindikad Dazont e voe gant Christian Demeuré-Vallée ha Jean-Marie Goater. Ha berzh bras a reas ar sindikad-se betek bezañ ar sindikad studierien kentañ e Roazhon 2 e 1994 ha 1996, pe c’hoazh ar sindikad kentañ e kampusoù al lizhiri Naoned ha Brest e 1994-1995, da skouer… N’eo ket dre zegouezh e oa bet eus an disoc’hoù-se.
Tomm e oa Ronan ouzh stourm ar Gurded ivez. Un ezel oberiant eus ar gevredigezh « keneildedoù kurd Breizh » e oa. Meur a wech e oa aet da Gurdistan war an dachenn hag heuliañ a rae a-dost ar spi bet ganet er Rojava.
Ur c’holl bras-bras eo marv Ronan al Louarn evit Breizh hag ar brezhoneg. D’an holl dud o deus gallet priziañ e garadegezh hag e efedusted da gendelc’her gant an erv. Ar gwellañ doare da zougen bri dezhañ e vo.
Hor gourc’hemennoù a gengañv a gasomp d’e familh ha d’an holl dud tost outañ.
Burev ha skipailh Keit Vimp Bev