Anna-Vari Treger, ur skiantourez war evezh

D’ar 24 a viz Ebrel he doa implijet Frañs he feadra naturel hag a c’hell ar blanedenn produiñ e-korf ur bloavezh. Ur pennad-kaoz gant Anna-Vari Treger, oseanografourez ezel eus ar GIEC (Groupe d’experts intergouvernemental sur l’évolution du climat) hag eus Kuzul uhel Breizh evit an hin (HCBC, Haut Conseil Breton pour le Climat).

Oseanografourez ezel eus ar GIEC hag eus Kuzul uhel Breizh evit an hin (HCBC) eo Anna-Varie Treger. © Julien Meffre

War vuanaat e ya an traoù, petra eo ho santimant ?

N’hon eus ket c’hoazh kemeret an hent mat. Va barregezh zo kentoc’h war an hin ha pas kement-se war lodennoù all eus ar gudenn. Met e-keñver an hin e rank an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer diskenn. Evit poent n’o deus ket kroget da ziskenn c’hoazh. Sklaer eo e yelo war washaat keit ha ma kendalc’himp da zilaoskel CO2 ha gazioù all efed ti-gwer en aer.

Evit ar mare ez eus tabut etre skiantourien zo : daoust hag-eñ e talv ar boan mirout ar pal chom hep dibaseal 1,5 derez ?

Arabat goulenn an dra-se e-giz-se. Hor pal e-keñver an niver a zerezioù zo un diviz politikel bet kemeret gant ar gumuniezh etrebroadel. Ar sifr divizet goude Emglev Pariz a oa daou zerez ha gant ma vo posupl 1,5 derez. Setu, ar skiantourien ne lavaront netra e-keñver ar pal e-unan. Gallout a reont lavaret daoust hag-eñ hon eus chañsoù da dizhout ar pal gant ar pezh a vez graet. Da’m soñj, evit ar pal 1,5 derez n’eus chañs ebet da chom dindan. Neuze, ar gudenn bremañ zo klask mont an nebeutañ posupl a-us ha marteze mont war-gil war-lerc’h. Gant ar bolitikourien ez eus bet lavaret eo ret klask ne dommfe ket betek ma vefe dañjerus evit ar blanedenn hag evit an dud.

Da betra e servij Kuzul uhel Breizh evit an hin (HCBC) ?

Krouet eo bet gant ar Rannvro. Daou bal zo bet lakaet : da gentañ, reiñ un ali war bolitikerezh ar Rannvro diwar-benn ar cheñchamant hin ha penaos ober gantañ. Da eil, dav e oa deomp degas ar gouiziegezhioù d’an dud a labour er Rannvro pe lec’h all. Disheñvel eo eus ar pezh a zo bet graet er rannvroioù all, lec’h ez eus bet strolladoù skiantourien oc’h ober traoù o-unan evel e Akitania.
Er penn-kentañ hon eus soñjet : daoust hag-eñ e vimp dieub d’ober ar pezh hon eus c’hoant. Betek-henn ar Rannvro a laosk ac’hanomp d’ober ar pezh a fell deomp. Arc’hantaouet omp evit ar mont en-dro. Un den a labour leunamzer evit ar C’huzul. Gallout a reomp choaz ar sujedoù a blij deomp hep kontrollerezh ebet !

Ma kendalc’her er mod-se, peseurt efedoù pennañ a vo da gaout er vro ?


E Breizh ne gresk ket an tommder kement hag er peurrest eus Frañs. Met, dre m’emañ ar mor tro-dro da Vreizh ez eus moaien da soñjal e teuio kudennoù ar cheñchamant hin gant ar mor. Sed aze an div gudenn gentañ : live ar mor o kreskiñ ha tommder ar mor a yelo da vezañ trenk muioc’h-mui.
Kreskiñ a ra live ar mor abalamour eo tommoc’h hag an dour tomm a gemer muioc’h a blas. Ouzhpenn-se emañ ar skorn o teuziñ eus an douaroù evel Greunland pe Antarktika. Tommoc’h eo ar mor abalamour d’an hin hag ar mor a zeu da vezañ trenkoc’h abalamour ez eus muioc’h-mui a CO2. Ar CO2-se, da lâret eo ur c’hard pe un drederenn eus ar pezh a vez dilaosket en aer, a vez paket gant ar mor. Se zo kaoz e teu ar mor da vezañ trenkoc’h. Ar pezh a zo fall evit ar meskl, an istr, ar c’hregin dre vras. Dreist-holl pa vezont o kreskiñ : breskoc’h e vezont da neuze.

Temperadurioù an hañv e Roazhon : keidennoù ha rummoù stankterioù. © HCBC (troet gant Ya!)

Pa weler an temperadurioù o kreskiñ buan, n’ho peus ket aon e teufe Breizh da vezañ ul lec’h goudor evit repuidi klimatek eus Su Frañs ?

Marteze a-walc’h. Kreskiñ a ra buanoc’h an tommder war-dro ar mor Kreizdouar ha Kreisteiz Frañs eget Norzh Frañs. Met moaien zo da vezañ chalet gant ar mod e kresk an temperadur en Il-ha-Gwilen ivez. Ouzhpenn-se, gant ar mor o kreskiñ ha kudennoù an dour n’eo ket sur e c’hellimp degemer kement a boblañs nevez. Din-me, ar pouezusañ eo merañ an touristerezh ha dreist-holl an niver a diez-hañv. Ar re-se a c’houlenn kalz a infrastruktur evit puraat an dour da skouer.

Gant ar mare politikel emeur o vevañ, ne glever ket kalz anv ken eus ar cheñchamant hin er mediaoù, petra ober ?

Da’m soñj e vefe pouezus kaozeal muioc’h diwar-benn politikerezh an hin a vez kaset da benn gant ar Rannvro pe gant ar gouarnamant. Da skouer, ar Rannvro he deus votet ur steuñv war an energiezh, penaos digreskiñ ar gaz efed ti-gwer ha penaos produiñ energiezh padus. Ur bern traoù interesant a gaver ennañ. Din-me e vefe mat reiñ da c’houzout d’ar boblañs ar pezh a zo e-barzh ar steuñv-se. Brav eo kaout palioù bras. Met ma ne vezont ket degemeret gant ar c’hêrioù, an departamantoù pe gant an dud ne servijont da netra rak diaes e vo lakaat anezho da dalvezout. Al labour a vez graet war-dro politikerezh an hin a rankfe bezañ muioc’h anavezet gant an dud. Da skouer, gant an HCBC hon eus embannet ur pennad diwar-benn politikerezh al labour-douar. Ezhomm zo da lakaat traoù pleustrek war al leurenn bublik.

N’ho peus ket aon e yafe Frañs war-gil m’en em gavfe an tu-dehoù pellañ e penn ar gouarnamant ?

Me ‘gav din e chomo Frañs en Europa forzh penaos. Ar palioù bras evit an hin a vez savet gant Unvaniezh Europa. Moaien e vije d’an UE da bouezañ war Frañs ma ne vez ket doujet ouzh ar reolennoù ha Frañs a c’hellfe bezañ lakaet diaes a-fet arc’hant. Emañ ar skiant en arvar er Stadoù-Unanet, da’m soñj ne c’hello ket an traoù bezañ ken fall hag er Stadoù-Unanet. Memes an tu-dehoù pellañ ne gaoze ket ken eus Frexit. Evit ar pezh a sell eus ar Stadoù-Unanet ez eus ur goulenn : daoust hag-eñ e teuio en-dro ar vro da Emglev Pariz ? N’ouzer ket gwall vat evit poent…

Komzoù dastumet gant Julien Meffre

E lec’hienn an HCBC e c’heller pellgargañ kannadig 2026 diwar-benn « Cheñchamant an hin e Breizh », 44 fajenn ennañ : https://www.hcbc.bzh/


Ur pennad embannet en niverenn 1088, d’ar 5 a viz Mae 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez