Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Al label Geopark UNESCO roet da Bark an Arvorig

Abaoe 2017 e klaske Park an Arvorig tapout al label-se a laka war wel pinvidigezh un tiriad e-keñver e zouarouriezh. Betek-henn e oa perzhioù dibar ar vro evit a sell ouzh he zud, he savadurioù, he maezioù, a veze lakaet en a-raok. Hiviziken e vo ar reier hag ar c’hondon ivez.

E Menez Are emañ Roc’h Trevezel, trede beg uhelañ Breizh. © Cousteau86

“Peadra zo da vamañ dirak douarouriezh an tiriad-se, a gas ac’hanomp 500 milion a vloavezhioù war-gil”, eme Gristof Vanderberghe eus an UNESCO (Aozadur Desavadurel, Skiantel ha Sevenadurel ar Broadoù Unanet). Setu penaos e tispleg-eñ perak eo deuet a-benn Park an Arvorig da dapout al label. Evit gwir n’eo ket tre tachenn Park an Arvorig rak talvezout a raio ivez evit un nebeud kumunioù er-maez eus ar Park evel Sant-Vig, Ploudiern, pe c’hoazh Dirinonn. “Lorc’h zo ennomp. Hir eo bet, ha kalz birvilh a oa ennomp gant ar raktres-se. Ul labour a-stroll eo bet. Diskouez a ra pegen pinvidik eo ar maezioù hag ar glad du-mañ. Mennet omp da genderc’hel, o poaniañ kement atav”, eme Amélie Caro, prezidantez Park an Arvorig.


Petra eo ar Geopark ?
Pa‘z eer da deurel ur sell e lec’hienn Park an Arvorig e c’heller lenn petra a vo klasket diskouez d’an douristed a zeuio da weladenniñ ar Park ma vezont dedennet gant an douarouriezh :
“160 000 hektar eo gorread ar Park. 320 milion a vloavezhioù zo e oa an Arvorig ken uhel hag an Alpoù hiziv. 200 milion a vloavezhioù zo e voe digoret ar mor Atlantel. 14 500 bloaz eo roudoù kentañ an arz e Breizh (plaketennoù skilt engravet gant skeudennoù loened, diskoachet e Roc’h an Impalaerez e Plougastell). Ur mirva naturel douarouriel zo e ledenez Kraozon, lec’h ma’z eus 400 kev a-hed an aod. Ur reustl greunit zo en Uhelgoad. Beg Menez-Are a sav da 385 metr. Brasañ morlenn Europa eo hini Brest gant 180 km2.”


Cheñchamantoù hag abadennoù evit an douristed
Un nebeud traoù nevez a vo savet azalek an hañv a zeu. Staliet e vo panelloù displegañ ha renevezet e vo salioù kreizennoù Menez-Meur e Hañveg, Ti ar Vein hag ar C’hailh e Kraozon, ha Mirdi ar Sivi hag ar Glad e Plougastell-Daoulaz evit lakaat muioc’h war wel perzhioù dibar ar vro evit a sell ouzh ar vein hag an douar. Ur sturlevr zo bet embannet ivez, ma kaver ennañ titouroù a-hed 192 pajenn. Ennañ e kinniger 30 baleadenn gant un deskrivadur eus al lec’hioù ha gant luc’hskeudennoù.
Dalc’het e vo ur gouel bihan d’an 18 ha d’an 19 a viz Mae e Kraozon da-geñver 6vet abadenn ar festival Kreiz an Douar. Pelloc’h e-kerzh an hañv e vo abadennoù c’hoazh diwar-benn an tem-se.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 984, d’ar 16 viz Ebrel 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez