Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kenavo Dom Jo

Tri-ugent vloaz zo e oa ganet Dom Jo (Dominig Jolived) er Gelveneg. Bet eo bet ur stourmer aketus evit hor yezh hag evit Breizh. Fellout a rae dezhañ gwelet hor bro bev, yac’h, troet war-zu an dazont, emren, dizalc’h zoken.

Graet em boa anaoudegezh gantañ pa oa deuet da zanvez-skolaer evit Diwan gant Mich Beyer e Kommanna e-kreiz ar bloavezhioù 1980. Yaouank-tre e oa ha mennet-tre ivez, kement hag a souezhas ac’hanon, startijenn ha mennozhioù gantañ. Ezel e oa eus Emgann, tremenet hon doa un nozvezh paseet buan o tabutal hag oc’h eskemm, evitañ ne oa netra da goñsediñ d’ar Stad C’hall, un eil Martial Menard a oa dirazon…

Taget eo bet e penn-kentañ miz Kerzu gant ur gwallzarvoud gwazhienn empenn. Er bloaz-mañ en doa lakaet en e soñj mont war e leve. Start eo bet an dervezhioù diwezhañ evit e familh hag e vignoned.

Gantañ e oa bepred ar c’hoant eskemm kement hag ar blijadur da dreuzkas e ouiziegezh. Un den aes ober gantañ e oa Dom, plijout a rae dezhañ mont e darempred gant an dud, hep ardoù, en e aez e c’helle bezañ dirak ur sal leun a dud kement hag ur pesketaer kozh war porzh ar Gelveneg o sellet ouzh ar bagoù Bara. Gouzout a ouie mat eus pelec’h e teue.

E 2015 em boa adkavet anezhañ e-koulz ar bloavezh diwezhañ dezhañ o vezañ kelenner war ar brezhoneg e Lise Karaez. Plijout a rae deomp eskemm war al lennegezh ha barzhoniezh Breizh, hini Añjela da gentañ p’edon me kentoc’h war Paol Keineg hag ar vreudeur Tangi. Youl a oa gantañ o lakaat al liseidi da dañva blaz ar vuhez, hini Hervelina Geraouell da skouer pa oa romant Abeozen tomm d’e galon. Diaes e tlee bezañ ar vicher, ’m eus aon, o welet al lodenn vras eus al liseidi o chom diseblant. Daoust hag-eñ e oa dipitet pe c’hwerv ? Ne gav ket din, ar c’hoant kendrec’hiñ a gonte muioc’h evitañ.

P’edo kelenner e Skolaj Plijidi e oa kustum da ganañ er festoù-noz. Distroet d’e vro c’henidik e kendalc’he gant Laz-kanañ ar Gelveneg pe Kanerien Sant Meryn.

Disadorn e vo lidet obidoù Dom da 2 eur er Gelveneg. Bez’ e c’hello an holl re o deus anavezet anezhañ lavaret pe skrivañ un dra bennak peotramant kanañ pe seniñ.

Partiet out kalz re vuan, kalz re abred, kenavo Dom.

Gege Gwenn

Da lenn

Da lenn ivez