Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ambroise Rouzig

Ganet e oa bet Ambroise Rouzig d’an 10 a viz C’hwevrer 1903, e parrez Landeda, etre tevenn Santez-Varc’harid ha chapel Brouennoù. Marvet eo bet d’ar 24 a viz Here 1992, en ospital Lezneven. Dizimez oa. Kaner ha danser mat (round Landeda) e oa.

Pitiod (Ambroise Rouzig) er film Finis Terrae sevenet gant Jean Epstein e 1929. © GM

Pennad-kaoz gant Ambroise Rouzig bet kaset da benn gant Goulc’han Kervella.

Da be oad poa kroget da droc’hañ bezhin, Ambroise ?

A-raok va zrizek vloaz.

Penaos e vezent troc’het d’ar poent-se ?

Ar bezhin du gant ar falz, hag an tali gant ar c’hilhotin. Ar bezhin-torr gant an dic’haster.

Bep bloaz ez aec’h d’an enezeier ?

Er penn kentañ e vezemp amañ, e Landeda. Da c’houde omp bet aet d’an enezeier. Ni az ae da v-Banneg, etre Eusa ha Molenez.

E-pad pegeit e chomec’h eno ?

Diouzh a viz Meurzh betek miz Here.

Penaos e raec’h evit ar boued ?

Boued a zeue ganeomp. Da c’houde ez aemp bep pemzek dervezh d’ar gêr da gerc’hat ar bara, ar c’hig, an amann hag an traoù all.

Petra oa an diaesañ, troc’hañ bezhin pe deviñ anezho ?

An deviñ zo pounner a-walc’h ivez. Tennañ ar soud da c’houde, tommañ ar fourn. An dour o tont eus da zivesker. Kalet e ranker bezañ evit ober ar vicher-se !

E-pad pegeit peus bet graet ar vicher ?

Betek ar bloavezhioù 1967-1968 em eus bet graet ar vicher bezhinaer.

Gant ar c’hilhotin atav ?

Ket ! Da c’houde pa ‘m eus kuitaet an enezeier e raen ar vicher amañ gant va c’harr, gant ar vag… D’ar poent-se e veze pouezet ar bezhin, ne veze ket devet ken. Del, pak ur banne ! (Lakaat a ra Pitiod pep a vanne gwin ruz deomp)

Yec’hed deomp, Ambroise !

Ha yec’hed da Finis Terrae !

Peur poa graet ar film-se ?

Er bloavezh 1927 e oa. Eizh vloaz hag hanterkant zo.

Pe oad poa ?

En hon femp bloaz warn-ugent nemet daou viz.

E-pad pegeit e oac’h bet oc’h ober ar film ?

Tri miz ha dek dervezh.

Diskouezet e oa bet deoc’h diouzhtu ?

Ni ‘wele bemdez peseurt hon doa c’hoariet en hon dervezh, diouzh an noz.

Ne veze ket ranket ober en-dro a-wechoù ?

Ur wech nemetken hag e oa abalamour da baotred Eusa o roeñvat, hag ar mor oa gouez. Setu me ‘m eus lavaret dezhañ, e galleg, peogwir ne ouie ket ‘vrezhoneg : “Attention la troisième lame ! La troisième lame c’est la plus méchante !” Hag e oa lâret din rekomañs ivez.

Penaos poa graet anaoudegezh gant Jean Epstein ?

En enez Vanneg e oa e-lec’h ma vezemp o talia bep bloaz. Edon o tont a sevel va c’hevell hag ar re all a oa o teviñ bezhin. Deuet Morin, pilot Eusa, da zegas anezho d’an enez, kwa. Setu em boa kaset anezho d’an douar gant va c’hanod. Setu ‘m boa graet peder pe bemp beaj, abalamour d’an “apareilhoù” a oa ganto.

Diouzhtu en doa goulennet ganit dont da c’hoari ?

N’en doa ket goulennet diouzhtu. En dervezhioù war-lerc’h en doa graet. Kant lur bemdez em boa goulennet outañ. Hag edo re ger. Pemp kant lur warn-ugent ar miz en doa lâret din, ‘barzh ar fin. E-pad daou viz. Ha ma rankent chom hiroc’h, emezañ, em befe kant lur bemdez. Hag oamp kouezhet akord !

Poa ket ezhomm da labourat ken da c’houde ?

Tra ! Chomet oan da c’hoari gantañ en enez, hag en enezennoù all, Molenez, Balaneg… Partout e vezemp gantañ.

Peseurt doare den oa Jean Epstein ?

“Polonais” oa. E galleg ez ae atav ganeomp.

Poa ket desket un tammig brezhoneg dezhañ ?

Me ne gaozeen ket alies gantañ, nemet pa veze poent evañ.

E vanne a gave mat ?

O, ya ! Mont a rae gantañ.

Penaos e oa evit labourat gantañ ?

Ne oa ket diaes. Un tad a familh oa evidomp.

Lavaret a rae deoc’h penaos ober ?

O ya, lâret a rae deomp atav pe ‘n hent ober. Evit an apareilhoù, pet tro da dreiñ warnomp. “Allez, Rouzic, t’as qu’à t’allonger là. 125 tours sur Rouzic !”, hag e troe. Ni ranke sentiñ outañ.

Poa ket bet aon ober ar film, er penn kentañ ?

Nann ! Eñ lare din em boa betur “c’horveig” oc’h ober ar film. “N’em eus ket bet,” emeve !

Hag an arc’hant ?

Diouzhtu e paee ac’hanomp, bep miz. Nemet p’am boa sinet ar “c’hontrad” em boa bet ur bilhed a vil lur gantañ.

Petra poa graet gant ar bilhed- se?

Degaset ganin d’ar gêr, evel-just !

Petra o doa lavaret da dud ?

Em boa gwerzhet hor c’hroc’hen !

N’o doa ket klasket derc’hel ac’hanout er gêr ?

Eo ! Me avat am boa c’hoant da vont gantañ. Hag e oan aet !

Aesoc’h e oa ar vuhez e-giz-se ?

O ya ! N’az poa netra d’ober nemet “plañioù” hag evañ, debriñ ha kousket… Jean Epstein a gave dezhañ e oamp-ni, ar vezhinaerien, tud “puniset”, o welet ac’hanomp o labourat kement ma’z edomp. ”Des forçats”, a lavare. Setu ma oa graet ar c’hontrad da vont gantañ.

Un istor gwir eo Finis Terrae ?

Ket ! Me oa bet dic’hastet din va dorn gant ur voutailh dorr. En Eusa, en tourioù-tan hag er “semaphore”, ne welent ket ken ar moged en enez, hag e lârent e oa en emgavet un dra bennak. Tardet oa ar fourn da zeviñ bezhin. Neuze e oant deuet gant ar vag savetaj betek an enez.

War ar bagoù e vezent o filmañ ivez ?

Ne droent ket kalz war ar bagoù, met apareilhoù a oa ganto da vont ‘barzh ar vag ivez.

Diskouez a rae dit penaos ober gant da zaouarn, gant da zaoulagad ?

N’en doa ket ezhomm da ziskouez deomp. Ni a ouie pe ‘n hent ober hol labour. Aze em eus poltriji, bet o lakaat bezhin en tan. “Allez, Rouzic, faites encore de la fumée !” Pa veze bezhin sec’h da lakaat war an toull bras, neuze e veze moged tev !

Penaos e rae evit ober ar vogidell war ar mor ?

Lakaat a rae moged e-barzh ar c’hamera. Ar mor oa gouez eno, hag e lakae anezhañ plaen memestra. N’ouzon ket penaos e raent o jeu.

N’oas ket bet er sinema a-raok ?

Tra ! Hag eo a lâret din “Te peus troet c’hoazh.” “‘M eus ket,” emeve ! N’oan ket bet jamez er sinema. Ne ouien ket peseurt oa ar sinema.

Pa poa gwelet ar film evit ar wech kentañ, penaos poa kavet anezhañ ?

Pase brav. Ni wele bemdez peseurt e c’hoariemp en deiz. Ne oan ket bet e Brest pa oa bet diskouezet ar film er “Conti”. E Landeda ‘m boa gwelet anezhañ da c’houde. Poa ket bet c’hoant kenderc’hel d’ober filmoù da c’houde ? Goulennet en doa ouzhin mont adarre, met, sur on, n’en doa ket c’hoant. Plijout a rae din ober sinema. Hon zud ne felle ket dezho. Ar re-se a gave dezho e oan-me o c’hoari gant “bohemianed”. Da Hollywood e vijen bet aet, gant va gwellañ bolontez !


Un nebeud gerioù ha doareoù eus brezhoneg Landeda ha war-dro :

-Peseurt : petra.

-Pe ‘n hent : penaos.

-Hon zud (distaget “o zud”) : va zud. Implijet e vez ar stumm liester Hor, Hon, O, evit “va” . O zud din-me !

– Tra : nann.

– Dic’haster : krog bras gant un troad hir evit silañ ar bezhin torr.


Jean Epstein (1897-1953)
Ganet e oa bet ar filmaozour Jean Epstein e Polonia, er bloavezh 1897. Deuet e oa da chom e Lyon. E Bro-C’hall e tommas ouzh ar fiñvskeudennerezh (sinema) gant labour ar vreudeur Lumiere. Etre 1928 ha 1948 e teuas da Vreizh, en inizi dreist-holl, da sevel nav film. Filmoù “en araok”, o lakaat tud ar vro, ha na oant ket aktourien a-vicher, da c’hoari o buhez pe buhezioù all, dirak lagad ar fiñvskeudenner. Finis Terrae, Mor Vran, L’or des mers, Le Tempestaire, eo ar filmoù brudetañ en deus sevenet en hor bro.

Finis Terrae (Film – 1929)
En enez v-Banneg hag en enez Eusa eo bet troet Finis Terrae. Daou vezhinaer yaouank eus Landeda, Ambroise Rouzig, lesanvet Pitiod, ha Bi Laot (Jean-Marie Laot) a c’hoari er film-se. Unan
anezho, Pitiod, a zo bet gwall-aozet gant ur voutailh dorr. Ret eo kas anezhañ da Eusa da gaout ar medisin. Gwall-amzer a zo, garv ar mor… Ur film leun a varzhoniezh ma weler ar vezhinaerien oc’h ober o labour, da vat, deviñ an tali d’ober soud, na pa ve ken. “Forzh pegen amparfal eo ar film e meur a geñver”, eme Henri Langlois, istorour meur ar sinema, “e chomer bamet dirak an daou vezhinaer o c’hoari. Biskoazh c’hoazh, ken ha neuze, ne oa bet gwelet tud ha ne oant ket a-vicher o c’hoari ken brav o ferzh !” Anaout mat em eus bet graet an daou vezhinaer-se. Alies pa veze diskouezet ar film er vro, e teuent da zisplegañ d’ar sellerien penaos o doa graet anezhañ, ha komz war-eeun war ar skeudennoù mut. Diskouezet e oa bet Finis Terrae, e 1996, dirak ar mor, ar C’horejou, e Plougerne, gant Kristen Nogues, Jacques Pellen, Padrig ha Jacky Molard o seniñ war-eeun war ar skeudennoù, ar vag vezhina Karreg Hir war ar mor, a-dreñv ar skramm.

Goulc’han Kervella


Ur pennad embannet en niverenn 443, d’ar 6 a viz Kerzu 2013.

Koumanantiñ : amañ

Da lenn

Da lenn ivez