Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Ar brezhoneg e Kanada

Tost ur bloavezh he deus tremenet Aziliz Peaudecerf e Kebek hag o paouez dont en-dro da Benn-ar-Bed emañ. E Kanada he deus graet anaoudegezh gant ar familh Konan, Bretoned hag a oa bet divroet eus er bloavezhioù 1950. “Breizhiz er C’hanada” eo anv he fodkast nevez, e brezhoneg penn-da-benn, embannet e lec’hienn ar gazetenn Ouest-France.

Kontañ a ra Ewen Konan istor e familh, a oa aet da Gebek ouzhpenn 50 vloaz zo, ouzh mikro Aziliz Peaudecerf en he fodkast nevez, “Breizhiz er C’hanada” : “Ma ziegezh a-bezh a oa deuet e 1952.” Eus Bro-Dreger eo ar familh Konan. Ret eo bet dezhi divroañ abalamour ma oa paour-razh ar vro, ha ne veze ket kavet labour ken. Aet int d’an harlu evel ouzhpenn 10 000 Breton d’an ampoent, a-orin eus Bro-Gerne hag eus ar Mor-Bihan dreist-holl, aet kuit da Ganada ha d’ar Stadoù-Unanet da c’hounit o zamm bara. E miz Gwengolo hag e miz Here 2023 e oa bet embannet podkast ar studierez war ar c’hazetenniñ e IUT Lannuon. 5 rann a c’heller selaou e lec’hienn ar gazetenn Ouest-France, etre 10 ha 15 munut pep hini.

E miz Gwengolo hag e miz Here 2023 e oa bet embannet podkast ar studierez war ar c’hazetenniñ e IUT Lannuon. 5 rann a c’heller selaou e lec’hienn ar gazetenn Ouest-France, etre 10 ha 15 munut pep hini.


Eil stirad podkastoù
Etre miz Genver ha miz Kerzu 2023 e oa an danvez-kazetennerez o chom en tu all eus ar Meurvor Atlantel hag e div fest-noz e oa bet. Merzhet he doa e vez aozet festoù-noz c’hoazh e Kebek gant nerzh ar c’hevredigezhioù, met n’eus kazi brezhoneger pe brezhonegerez ebet eno : “Dre zegouezh ‘oa un tamm. Gouzout a ouien ‘oa lod eus ar Vretoned e Kanada met ne ouien ket pelec’h na penaos. Dre forzh furchal ‘m eus adkavet lod hag a gomz brezhoneg c’hoazh.”
Piv a gomz brezhoneg e 2023 ha peseurt mod e vez treuzkaset ar yezh ? Setu ar goulenn bras a vez savet e-barzh ar 5 rann.


Mirout an identelezh vreton
Heuliet e vez istor Ewen Konan, e vreur Herve hag o zad Jakez, Gwen Konan hag he merc’h Lena o toullañ kaoz war o istor dezho e Kebek. A rummad da rummad eo bet treuzkaset ar yezh ganto. Ar Gonaned eo ar familh nemeti he deus kavet Aziliz Peaudecerf hag a gendalc’h da dreuzkas ar yezh bihanniver-se d’ar vugale, memes ma ne vez ket desket er skol. Digalonekaet ez eus bet lod rak start eo memes tra.
O selaou podkastoù “Breizhiz er C’hanada” e vez komprenet, dre istor ur familh, istor an dud divroet o deus youl ha startijenn da zerc’hel o identelezh vreton : “Amañ zo bet krouet un dra nevez, ur stumm disheñvel da soñjal ivez diouzh ar Vretoned en Breizh”, eme Gwen Konan. “Ret eo poaniañ evit mirout ar yezh, mod-all e kollez ul lodenn vras eus piv out.”

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 970, d’an 9 viz Genver 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez