spot_img

Ar Rannvro prederiet gant an tachennoù fraost

Diaes eo en em lojañ e Breizh. Eus o zu o devez ezhomm an embregerezhioù kreskiñ ivez. Seul bouezusoc’h eo kaout tachennoù da sevel tiez pe ranndioù pe c’hoazh da staliañ embregerezhioù. Setu perak emañ ar Rannvro o paouez krouiñ ur c’hevredad, Bretagne foncier, evit prenañ tachennoù.

Ur c’hevredad dre gevrannoù eeunaet (SAS) eo Bretagne Foncier. © Wikimedia Commons

E-kichen Roazhon, e Liverieg, a oa bet Loïg Chesnais-Girard maer anezhi un nebeud bloavezhioù zo, e oa deuet prezidant ar rannvro da zisplegañ petra e oa ar c’hevredad nevez-krouet. Ar wech kentañ eo e Frañs e vefe savet unan e-giz-se. N’eo ket souezhus. Diouzh un tu e vez dedennet an dud muioc’h-mui da zont da vevañ e Breizh. Diouzh an tu all eo Breizh an eil rannvro e Frañs ma vez tennet douaroù digant al labour-douar evit sevel tiez pe evit staliañ embregerezhioù. Mestroniañ ar font zo unan eus prederioù pennañ ar Rannvro. Tremen gant nebeutoc’h a zouaroù evit en em ziorren a ranker ober, da-heul ar steuñv evit an hin, ar riskloù hag an dalc’husted bet divizet gant ar Stad.


Tri c’hevranneg
Tri c’hevranneg1 zo er c’hevredad nevez-savet : Diazezadur publik font Breizh, Bank an tiriadoù, ha SemBreizh, un aozadur ma kaver ennañ ar Rannvro dreist-holl gant 71 % eus ar c’hevala2 asambles gant strollegezhioù lec’hel all. Pep hini eus an tri c’hevranneg a zegas 10 milion a euroioù.


Labourat war hir dermen
20 pe 30 vloaz e chomo perc’henn ar c’hevredad nevez, mar bez ret. Prenañ a raio fraostoù industriel, savadurioù kozh bet da embregerezhioù, takadoù armerzherezh laosket diimplij. A-wechoù e vo graet labourioù a-raok gwerzhañ en-dro, da sevel tiez pe ranndioù pe da staliañ embregerezhioù nevez. Gwerzhet e vo an tachennoù da gumunioù pe da stalioù prevez a vo fiziet enno an diorren anezho. Int a zivizo petra a vo graet warno.
Un doare eo evit ar Rannvro da wareziñ douaroù diouzh ar vrokerezh3 war ar font, da lavarout eo diouzh lontegezh stalioù bras hag estren zoken hag a glaskfe gounit arc’hant gant tachennoù zo hep na vefe evit mad an holl.

Y. Y. ar Gov

1kevranneg : actionnaire
2kevala : capital
3brokerezh : spéculation


Ur pennad embannet en niverenn 1071, d’ar 6 a viz Genver 2025.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez