Ar c’hilometroù a vo da brenañ adalek an 28 a viz Here.
Digoret e vo ar stal evit prenañ kilometroù Redadeg disadorn (28/10) da vare Gouel al Levrioù Karaez. Roet e vo lañs d’ar gwerzh asambles gant Alan Stivell.
Loc’hañ a raio ar Redadeg d’ar Gwener 17 a viz Mae eus Beg Ar Raz evit degouezhout e Montroulez d’ar Sadorn 25 goude 2222 km a-hed hentoù 5 departamant Breizh.
Un dra nevez er bloaz-mañ, ar « c’hilometroù-nij », posupl e vo eta da brenañ ur c’hilometr ha da laoskel an aozerien da lakaat anezhañ lec’h m’o deus c’hoant hervez an ezhommoù. Evel-just e c’hellor atav dibab ur c’hilometr resis, pa blijo an niverenn d’an dud pe c’hoazh an hini a dremen dirak an ti pe e forzh pe lec’h arouezel evit den-mañ-den.
Evel boaz, abaoe 15 vloaz bremañ, e vo gouestlet ar gounidoù evit un hanter da zDiwan hag evit un hanter all da raktresoù bet dibabet evit o ferzh da gas war-raok ar brezhoneg. Gant abadenn 2024 e vo tizhet ar milion a euroioù roet en dro gant Ar Redadeg a-drugarez d’an holl brenerien ha rederien.
Darempredoù :
Fulup Kere : 06 51 86 98 59 – fulup@ar-redadeg.bzh
Cyril Lelong 06 13 30 19 49 – cyril@ar-redadeg.bzh
Lec’hienn ar Redadeg : www.ar-redadeg.bzh