Bhopal, 40 vloaz zo : ar gwallreuz greantel brasañ en istor

Ar gwashañ gwallreuz greantel c’hoarvezet a-viskoazh a oa bet e Bhopal, ur gêr 2,5 vilion a annezidi e hanternoz India, abalamour d’ur fuadenn gaz pistrius. E-kreiz an noz, etre an 2 hag an 3 a viz Kerzu 1984, e oa bet taolet 45 tonennad izosikat metil gant un uzin diastuzerioù korvoet gant an embregerezh liesvroadel Union Carbide, a oa e sez er Stadoù-Unanet. Ar gaz-se, 500 gwech pistriusoc’h eget ar sianur, en em ledas er c’harterioù tro-war-dro.

Kounlec’h gwallreuz Bhopal savet gant an arzour nederlandat Ruth Kupferschmidt. © Luca Frediani

Miliadoù a dud a oa bet dihunet e-kerzh an noz-se, o vougañ gant ar gaz, devet o daoulagad hag o gouzoug. « Pediñ a raemp Doue evit mervel buan », he deus soñj Rashida Bee, ur stourmerez hag a oa 25 bloaz d’ar mare-se. Pa darzhas an deiz e oa marvet e-tro 3800 den dija, abalamour d’ar moug ha d’an edemoù. Ha siwazh ne oa ket echu…


Un drama difin
Abaoe ar gwallreuz ez eus aet 20 000 a dud da Anaon, buan pe buanoc’h, goude bezañ bet analet gaz en noz-se. Hiziv an deiz ez eus c’hoazh tost da 150 000 a dud tapet gant kleñvedoù kronek : kudennoù analañ, neurologel, krignoù-bev ha poanioù psikiatrek. Ar remziadoù war-lerc’h n’int ket tremenet hebiou an droug kennebeut. E-touez ar vugale bet ganet gant merc’hed hag o doa analet ar gaz ez eus ur feur uhel-uhel a nammderioù1 hag a grignoù-bev.
Dilezet e oa bet al labouradeg e 1984 met kenderc’hel a ra da saotrañ an endro. Ampoezonet e vez ar gweleadoù freatek gant an dilerc’hioù pistrius, ar pezh a washa an enkadenn yec’hedel, rak morse n’eo bet naetaet al lec’h en un doare sirius. Tud Bhopal o deus miret droug ouzh ar pennadurezhioù indian ha derc’hel a reont da c’houlenn gant Dow Chemical — en deus prenet Union Carbide — sammañ e giriegezh, ar pezh a nac’h ober betek-henn.


Justis ebet
Un digoll 450 milion a euroioù a oa bet roet gant Union Carbide e 1989. Ur sammad a gav dister ha goapaus ar reuzidi : 93 % anezho o deus resevet nebeutoc’h eget 300 € pep hini. N’eus bet kondaonet den ebet abalamour d’ar gwallreuz-se. Nac’het o deus ar Stadoù-Unanet dazbroañ2 ar renerien e karg e 1984. Evit ar stourmerien hag ar stourmerezed eo Bhopal un arouez : diskouez a ra penaos, er bed a vremañ, e chom digastiz an embregerezhioù liesvroadel ha dilezet ar reuzidi. Abaoe 40 vloaz e stourm an aozadurioù e-maez gouarnamant evel Bhopal Group for Information and Action abalamour da gaout digolloù reizh ha da lakaat naetaat al lec’h.
Reolennoù e-keñver an endro a oa bet lakaet e plas en India goude ar gwallreuz. Met gwanaet kalz int bet er bloavezhioù diwezhañ, war zigarez diorren an armerzh. Hervez Satinath Sarangi, ur stourmer hag a zifenn ar reuzidi, ez eus « meur a Vhopal bihan un tamm pep lec’h » en India.
Miliadoù a lizheroù a oa bet kaset d’ar C’hentañ ministr Narendra Modi d’an 2 a viz Kerzu 2024 evit goulenn diarbennoù fetis.
Gwallreuz Bhopal a zegas da soñj pegen dañjerus e c’hall bezañ ar greanterezhioù pa vezont meret dievezh. « An drama-se a sell ouzh ar bed a-bezh », hervez Satinath Sarangi. Stourm ar re chomet bev a gendalc’h, ha n’eo ket evit Bhopal hepken, met evit mirout ouzh gwalleurioù damheñvel all.

N. Gourvenneg

1nammder : malformation
2dazbroañ : extrader


Ur pennad embannet en niverenn 1018, d’an 10 a viz Kerzu 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez