Bleuenn, un diforc’h a zo etre bezañ penngasourez evel ma oac’h e skolaj Sant-Ervlan ha bezañ kasourez e skolaj Kemper ?
Evel-just ! Muioc’h a gargoù am boa evel penngasourez. Ha muioc’h a emvodoù ivez… Ar pezh a dalvez nebeutoc’h a vuheziñ neuze… Plijet bras on bet gant va labour e Sant-Ervlan. Ur skipailh bihan a zo eno, aes ha bourrabl e oa an eskemmoù kenetrezomp. Kenskoazell a oa, kalzig. Ar c’hudennoù a veze renket buan. Un daouad a-feson e oamp, ar rener ha me. Desket ‘m eus kalz o labourat gantañ, roet en deus fiziañs ennon hag aes e oa an darempredoù gantañ. Ar pezh a zo pouezus-tre evit krouiñ ur spered skipailh hag evit mont war-raok gant al labour. Plijet-bras e oan ivez gant an darempredoù gant ar skolajidi hag etre ar skolajidi, dre ma ne oant ket niverus. Ur spered kengred a veze peurliesañ. Darempredoù aes neuze ! Klask diskoulmañ kudennoù, krouiñ un darempred a fiziañs etrezomp ha krouiñ raktresoù asambles a blije din kalz. Tud ‘zo a gav diaes kompren e vefen tremenet a benngasourez da gasourez. Kasourez e oan bet a-raok dija e Kemper hag e Gwened, anavezout a raen al labour neuze. Aet on da gasourez en-dro rak evit poent e kavan gwelloc’h reiñ energiezh evit ar skolajidi eget evit ober ar bazhvalan etre ar skolajidi, ar skipailh hag ar gerent. Laouen-bras on o kas ur c’hlub c’hoariva e skolaj Jakez Riou. Plac’h ar c’hoariva on-me ivez, ha poent bras e oa din treuzkas an dra-se d’ar skolajidi ha kemer plijadur o welet anezho o c’hoari. Deskiñ ganto ivez. Evel kasourez e c’hellan ober an dra-se ! Ur skiant-prenet brav-tre ‘m eus dastumet pa oan penngasourez ! Desket em eus kalz traoù war dachenn ar c’hehentiñ hag ar melestradurezh. Hag ober a rin al labour-se en-dro sur a-walc’h.
Hag un diforc’h all etre Bro-Naoned ha Bro-Gerne ? An dud, an endro ?
E Naoned em boa krouet ur bedig-bed e brezhoneg, ar pezh am eus hunvreet ennañ a-viskoazh ha me Naonedadez. Ur youl vras a zo eno a-fed yezh. D’am soñj eo kreñvaet ar stourm gant ar fed e vefe bet distaget Liger-Atlantel diouzh Breizh… E Naoned eo ret stourm c’hoazh a-fed identelezh, sevenadur ha yezh… Tro-dro d’ar greizenn Yezhoù ha sevenadur e kejer gant ur bern brezhonegerien mennet-tre gant ar yezh : tud Diwan, Skol an Emsav, Radio Naoned, Kentelioù an Noz… Kalz traoù a vez aozet ganto ! Hag evel-se e vez kejet ouzh ur bern tud. Da geñver degouezhioù evel Tro ha bistro da skouer, aozet gant Kentelioù an noz, ez aemp e brezhoneg penn-da-benn gant tud a bep seurt oad. Emgav a roer da vrezhonegerien en un davarn disheñvel bep taol. Bep gwech e veze gwelet pennoù nevez, pedet gant an den-mañ-den.
A-benn ar fin hon eus krouet ur sapre rouedad ha goude, dre zegouezh, e tavarnioù ‘zo, en em gavemp o komz brezhoneg ez-naturel ! Siwazh, n’ez an ket kement e brezhoneg gant va mignoned eus Diwan. Gant lod anezho eo anat ar stourm evit ar vro war a seblant, met neuze e vez santet nebeutoc’h ar stourm evit ar yezh. N’o deus ket ezhomm kement-se da brouiñ o identelezh. Kalzig a zegouezhioù sevenadurel (c’hoariva, festivalioù…) evit ar re yaouank a zo er pevar departamant all. E Liger-Atlantel eo startoc’h krouiñ darvoudoù hag a zesacho yaouankiz Breizh a-bezh d’am soñj. Marteze peogwir n’eus ket kement a yalc’hadoù roet pe neuze peogwir emañ pelloc’h Naoned eus Brest evit Brest eus Naoned ! Piv oar ?!
C’hwi o tont eus Naoned da Zouarnenez, Radio Kerne o vont eus Ploneiz da Naoned… Eskemmoù stank a zo etre an daou benn ?
Un identelezh kreñv a zo en div gêr. Etre an daou em eus bevet. Naoned a zo ur gêr a stourmerien gant manifestadegoù e-leizh, ha Douarnenez a fiñv kalz ivez gant he holl c’houelioù ha gant he c’hevredigezhioù engouestlet. Tud mennet evit kas traoù war-raok ha cheñch ar bed a zo en daou benn. Ha bremañ ez eus ivez Radio Naoned e kêr vrasañ Breizh, un adradio eus Radio Kerne. Ar yezh a red eus ur penn d’egile !
Petra ‘vefe, hervezoc’h, ar skolaj “ideal” ?
Ur skolaj hollvrezhonek evel-just ! Ur skipailh pedagogel ha melestradurel engouestlet evit ar vro, ar yezh, an endro, an ingalded, evit difenn ar minorelezhioù… Kerent mennet da blantañ brezhoneg er gêr dre ar mediaoù, al levrioù, an darvoudoù sevenadurel… ha neuze skolajidi plijadur e-leizh ganto o kaozeal yezh o bro kenetrezo ! Ar baradoz war an douar ! Fellout a rafe din en em santfe laouen ar skolajidi o vont d’ar skolaj evit kaout darempredoù a fiziañs etrezo ha gant an dud gour. Hag e vefe skañvoc’h an devezhioù kentelioù evit lezel muioc’h a blas d’ar c’hrouiñ (sevel strolladoù sonerezh…), d’ar sevel raktresoù (reiñ skoazell d’ar repuidi,…), evit kaout muioc’h a amzer evit c’hoari asambles (skipailh ha skolajidi)… Ur skolaj gant ur spered kevredigezhel ennañ. Ar pezh a dalv prest da gavout mennozhioù evit krouiñ raktresoù pedagogel, rastellat arc’hant… Muioc’h a arc’hant, hag e vefe kevrataet buanoc’h ar skolioù, skolajoù ha liseoù.
Va skoliata am eus graet e Diwan penn-da-benn. D’ar mare-se e veze kentelioù d’ar Merc’her vintin. Me ‘oa e skolaj Gwened neuze e ranken chom eus al Lun betek ar Gwener er skolaj. Skolajidi Naoned ha re Sant-Nazer a oa ar re nemeto o chom e-pad tout ar sizhun, ar re all a yae d’ar gêr d’ar Merc’her greisteiz evit distreiñ d’ar Yaou vintin. Me ‘gav din e oa pouezus-tre d’ar skolajidi chom teir pe c’hoazh peder nozvezh er c’houskva. A-fed soubidigezh met ivez evit an emrenerezh hag an deskiñ asambles. Ar brezhoneg e diavaez ar c’hentelioù a zegas ul liamm disheñvel gant ar yezh. Mareoù plijus-tre am eus bevet evel diabarzhiadez. Diaes em boa kavet chom e-pad tout ar sizhun e 6vet rak n’em boa ket kalz a vignoned er c’hlas. Met e 5vet klas e oa ar c’hontrol-mik, n’em boa ket c’hoant da zistreiñ e ti va zud ! Blaz ar frankiz ! Pa oa ken start din e 6vet o doa kinniget va zud din mont d’ur skolaj gallek e Naoned, ha distreiñ d’ar gêr bep noz. Met nac’het em boa. ‘Ouian ket ma oa evit ar brezhoneg pe rak ar skeudenn am boa eus ar skolajoù gallek… ober “c’hwi” ouzh ar gelennerien, klasoù bras-meurbet, savadurioù divent… tremenet e oa fall evit va c’hoar henañ, setu m’em boa aon rak-se sur a-walc’h.
Ha c’hwi… Petra emaoc’h o c’hortoz ? E pelec’h e vezoc’h er bloavezhioù o tont, oc’h ober petra ?
O labourat evit ar yezh ha gant ar yezh e doare-mañ-doare e vin, evit klotañ gant ar pezh a soñjan hag ar pezh ez on ! Ha moaien a zo ! Gant krennarded pe vugale ivez, rak plijet bras e vezan o kas amzer ganto. Hiziv an deiz e verzan muioc’h eget a-raok ar vad a ra din labourat gant krennarded. Ur blijadur eo gwelout penaos e vevont er mare a-vremañ, hep soñjal re en amzer da zont. Barradoù soñjoù pozitivel a gasont din ! Ha deskiñ a ran kement ganto diwar-benn talvoudegezh an traoù, ar vuhez.
Petra eo an eñvorenn he deus merket ac’hanoc’h ar muiañ ?
An eñvorennoù start a vez dalc’het soñj anezho muioc’h evit ar re vat, allas… Marteze rak an darn vrasañ eus ar pezh a vevomp a zo traoù plijus kentoc’h eget traoù fall… Seurt goulennoù a lak da brederiañ war an tu mat neuze ! Setu ar pezh a zeu din raktal : ganedigezh Maria, va nizez kentañ !
Peseurt lec’h ho pije c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?
Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysilio, ur gêriadenn vihan e Kembre.
Ha peseurt arzour pe arzourez ?
Céline Dion, ken sot on ganti m’em eus troet un nebeud eus he c’hanaouennoù outi, gant ar spi bezañ war al leurennoù a-benn nebeut ! Pe Joseph Pujol, un arzour kabared, dianavezet en un doare direizh penn-da-benn ! Un arzour ampart am eus c’hoant e reiñ da anavezout d’an dud ! Dibar eo !
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit ho-unan ?
“Ar chas doñv ‘yelo da ouez” kanet gant Tangi Merien, Glenn Merien hag al laz-kanañ. Fromet bras e vezan pa glevan anezhi ha skrijadennoù a zeu din e pep lec’h em c’horf !
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Meur a galite a blij din en un den, en o zouesk : an emc’hoapaerezh, ar re a vez gouest da sevel goulennoù gante o-unan atav war ar pezh ez int ha war ar pezh a soñjont, hag an dud a anzav int faziet pe int bet re bell ganti, hag a vez gouest d’en em zigareziñ. Plijout a ra din ivez an dud ne varnont ket ar re all dre ar sell kentañ pe dre o neuz.
Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
Dramaturgie de l’atelier théâtre 2, Au bonheur des petites formes, skrivet gant Chantal Dulibine ha Bernard Grosjean. Al levr-mañ a zo bet prestet din nevez ‘zo gant Emmanuelle Eon, kenurzhierez ar gevredigezh C’hoariva. Ur vaouez dreistordinal eo hag a ra ul labour divent. Kemeret em eus perzh er staj “Ren war stalioù c’hoariva : pezhigoù-c’hoari” kenaozet gant C’hoariva ha La maison du théâtre e Brest, kaset gant Bernard Grosjean. Desket em eus kement a draoù eno m’em eus gellet kas da benn atalier c’hoariva ar skolaj. Met evit donaat va gouiziegezhioù bremañ eo dav din kemer amzer da lenn aketus levr Bernard Grosjean, er sioulder, netra gwelloc’h neuze eget un enezenn didud evit se !
En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?
Diaes eo din respont resis, met dibab a rafen memestra ur mare ma n’en doa ket graet mab-den traoù e anv an araokaat (nukleel, rouedad, kemmoù sokial hag ekologel…) gant konsekañsoù n’heller ket diverkañ.
Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak an dud a chom gant un energiezh pozitivel hag a dreuzkas anezhi en desped d’ar c’henarroud a-vremañ ha d’an degouezhioù dre vras. Ar re o deus energiezh e leizh hag a ya betek penn o mennozhioù hag o emouestladur hep dilezel pe koll spi. Ar re-se hag a ra traoù evit sikour ar re all (ar repuidi, ar re hep goudor, ar minorelezhioù…) : tud brokus ha kengred.
Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Labouret em eus gant bugale evel skoazellerez-vamm ha labourat a ran bremañ gant krennarded. Pa soñjan mat, ne gredan ket kaout kentelioù pouezus da reiñ dezho, deskiñ a ran dreist-holl eus outo ha ganto. Fellout a rafe din bezañ ganto evit ambroug hag heñchañ anezho kentoc’h .
Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya!” ?
Program un nozvezh prestik : pakañ ur banne en un davarn, debriñ e ti mignoned ha zao da welet ur pezh-c’hoari, ar pep tra-se divaskl evel-just !!! Dont a ri ?
UN ATERSADENN EMBANNET EN NIVERENN 806 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)