Ar strolladoù Startijenn, ‘ndiaz, Dixit ha Plouz&Foen a vo war leurenn 6vet abadenn Deus’ta d’ar 4 ha d’ar 5 a viz Du 2023 er Gabusined e Brest. Abaoe 2018 e ra berzh gouel sevenadurel nemetañ bro Brest gant muioc’h-mui a dud a-youl vat o reiñ dorn ha muioc’h-mui a gevredigezhioù ha skolioù o kemer perzh.
P’he doa soñjet Kristina Jegou aozañ ur gouel evit lidañ deiz-ha-bloaz skol Diwan Brest er Gabusined e oa bet respontet dezhi : « Ne‘z a ket mat er Gabusined, diaes-kenañ e vo da aozañ. » Met graet e oa bet memes tra e 2018 ha berzh a ra dibaoe. Lakaat ar yezh er-maez eus ar skol, setu pal Deus’ta. « Pouezus eo evit an dazont », eme Gristina Jegou, kenbrezidantez ar gevredigezh Deus’ta krouet e 2020. Muioc’h-mui a skolioù ha kevredigezhioù eus ar bed sevenadurel a gemer perzh.
300 den a-youl vat
Digoust eo ar gouel evit an dud met « n’eo ket digoust evidomp ». Gant 300 den a-youl vat e vez sikouret bep bloaz ha d’ar 4 ha d’ar 5 e vint gwelet evel boaz. Muioc’h-mui a dud a lak o anv evit reiñ dorn. « Laouen int o tont en-dro ha tamm-ha-tamm ez eus muioc’h a dud sachet gant Deus ’ta », eme Bierre-Yves ar Menn. « Un aergelc’h plijus zo. »
Lakaet e vo ar c’hevredigezhioù war wel d’ar Sadorn 4 a viz Du gant « standoù ar skolioù, ar vagouri kaset gant Sked« . A-hend-all e vo kinniget kentoc’h d’ar vugale dizoleiñ hag ober arzoù ar sirk, gouren peotramant c’hoarioù kozh Breizh, ar re a veze graet gwechall war porzhioù ar skolioù. Lennadegoù « Bibliambulles » a vo kinniget gant mediaoueg ar Gabusined.
Roll Deus’ta
« Anvioù bras eus al leurennoù festoù-noz ‘vo », eme Bierre-Yves ar Menn. Lañset e vo an traoù d’ar Sadorn goude merenn gant an triad Dixit a ra sonerezh hengounel Breizh. Traoù disheñvel a vo kinniget war al leurenn evel sonerezh hip-hop gant Beat Bouet Trio. « Roet e vo ur plas d’ar re a zo o teskiñ ober sonerezh e kreizenn an arzoù pobl », eme Gristina Jegou. Echuet e vo an nozvezh gant Startijenn ha strollad Pascal Lamour. Ar gavotenn vrasañ eus ar bed a vo klasket ober ivez evel kustum, koulskoude « eo diaes deomp », eme Gristina Jegou en ur c’hoarzhin. D’ar Sul 5 a viz Du e vo roet ur plas d’ar vugale gant Jakez ar Borgn ha Garlonn. 1600 skoliad a gemero perzh ganto. Plouz&Foen, un daouad hip-hop, Kaolila, ur strollad merc’hed, ‘ndiaz ha Loened Fall a vo gwelet ivez.
Manon Deniau
Ur pennad embannet en niverenn 960, d’an 31 viz Here 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg