Keleier e brezhoneg abaoe 2005

E dilhad pailhour ur c’haner pe ur ganerez brudet

Deuit da ganañ tonioù anavezet gant ur strollad muzisianed a-vicher ! D’ar 15 a viz Du 2024 e vo kinniget un nozvezh karaoke gant ar strollad Karaoke Social Club a-geñver gouel ar filmoù-berr e Brest, e sal ar Vauban. Lakaet e vez pep hini a gar war al leurenn, un doare an hini eo da liammañ an holl hep diforc’h ebet.

Abaoe 2021 e vez kinniget un nozvezh gant Karaoke Social Club er Vauban e Brest da vare gouel ar filmoù-berr. © Etienne Rosset

Gwelet e vez tud o tañsal dindan gouleier-spot ruz, ar ganaouenn I Was Made for Lovin’ You zo sonet e sal ar Vauban e Brest. Dirollet eo ar c’haner hag ar publik zo o huchal evit harpañ anezhañ… Met hemañ n’eo ket a-vicher. Pep hini a c’hell kanañ en nozvezhioù karaoke kinniget gant muzisianed ha muzisianezed Karaoke Social Club. E miz Du 2022 e oa bet embannet ar video-mañ e kont Facebook ar strollad da vare gouel ar filmoù-berr. Abaoe 2021 e vez kinniget un abadenn karaoke ganto er gouel-se bep bloaz. E 2024 e vo unan nevez d’ar 15 a viz Du. “Bez’ zo Brestiz o deus mall warno gwelet ac’hanomp en-dro », eme Justine Morvan, sonerez trombon hag e laz-kanañ ar strollad 8 den. « M’ho peus c’hoant da lakaat dilhad lufrus… Pep tra zo posupl, treuzwisket e vimp-ni !”


Kanaouennoù brudet-bras er bed a-bezh
A-raok ar sonadeg e vez laosket amzer d’an dud da lakaat o anv ha da zibab un ton war roll ar c’hanaouennoù. Alies e vez graet div abadenn gant un troc’h evit an enskrivadurioù. Kinniget e vez tonioù “brudet er bed a-bezh” : “graet ‘moa un enklask evit gouzout petra ‘oa an tube bep bloaz etre 1950 hag ar bloavezhioù 2000”, eme ar gitarour Maël Guégo. 50 kanaouenn en deus dastumet evel-se, en o zouez Le Sud gant Nino Ferrer, Wake me up gant George Michael, Pour que tu m’aimes encore gant Céline Dion, La boulette gant Diam’s pe c’hoazh We are the Champions gant Queen. Kanaouennoù brezhonek zo ivez evel Marv eo Jorj Jackson gant ar strollad rock Storlok.
“Atav e vez tud oc’h en em skrivañ rak atav e vez kanaouennoù anavezet gant den-mañ-den”, eme Justine Morvan. Skoazellet e vez ar ganerien atav gant un den eus Karaoke Social Club hag a oar ar ganaouenn.


“Liammañ an holl hep diforc’h ebet”
“Ar c’hoant da seniñ gant an arvesterien zo dija ur preder ispisial : krouiñ hag ober un nozvezh asambles… Tro hon eus da seniñ er c’hreizennoù sokial ha deomp eo a-bouez ivez klask ober traoù mat hag ober se gant tud n’int ket kustum dre ret da welet abadennoù pe un tammig pell eus ar salioù bras”, eme Tangi an Dreo.
Ur mod da vezañ unanet eo ivez hervez Justine Morvan : “Liammañ a ra an holl hep ober diforc’h ebet eus pelec’h e teuez ha se zo ivez politikel a-walc’h.”

Manon Deniau

D’ar Gwener 15/11/2024, adalek 10e noz, Cabaret Vauban 17 bali Georges Clemenceau 29200 Brest. 10 €
https://www.helloasso.com/associations/association-cote-ouest/evenements/karaoke-social-club


Ur pennad embannet en niverenn 1013, d’ar 5 a viz Du 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez