10 000 bloaz zo e oa amzervezh-kreiz ar maen en Europa. Tomm-mat e oa an hin goude ar mare skornañ diwezhañ, 20 000 bloaz zo. Chaseourien-dastumerien e oa annezidi ar c’hevandir. Ne oa ket deuet c’hoazh mare al labour-douar hag an dud a oa stag ouzh meuriadoù a fiñve er c’hoadoù stank ha fonnus a c’holoe Europa. 3000 bloaz war-lerc’h amzervezh-kreiz ar maen e oa deuet amzervezh nevez ar maen, gant doareoù bevañ disheñvel-mat. An dud a oa staliet e kêriadennoù gwarezet ha labourat a raent an douar. Deuet oa eus ar sav-heol tost poblañsoù nevez, barrek war doareoù bevañ nevez. Deuet e oant da Europa oc’h heuliañ ar stêr Danube pe aodoù ar mor kreizdouarel. Lod a lavar e oa yezh an dud-se hendad an Euskarek ! Piv oar ? Penaos e oa c’hoarvezet ar cheñchamant bras-se, an tremen eus ur sevenadur chaseourien-dastumerien d’ur sevenadur labourerien-douar ? Penaos e oa an emgavioù etre poblañsoù tud gant sevenadurioù ha doareoù-bevan ken disheñvel. Sed aze studiadennoù a-feson evit ar skiantourien a-vremañ. Binviji nevez diazezet war studiañ glad genetek ar relegoù a skoazell anezhe. Gouest eo ar skiantourien, paleogenetikourien anezhe, da briziañ hag-eñ e tenn muioc’h ur relegenn bennak eus un hini un den dezhañ gourdadoù chaseourien-dastumerien pe eus un den a oa e gourdadoù labourerien-douar, kentoc’h.
E gwirionez, hervez ar skiantourien, e oa, war a seblant, pep poblañs gant tresoù genetek disheñvel a-walc’h. Al labourerien-douar oa bihanoc’h eget ar chaseourien-dastumerien, gant blev ha daoulagad teñvaloc’h, hag ur c’hroc’hen sklaeroc’h. War a lavar ar skiantourien e padas an dra-se ur prantad mat, tost 2000 bloaz a-raok ma voe mesket tamm-pe-damm an div boblañs. Soñjal a ra dezho e chomas e-pad pell tachennoù bras er c’hoadoù Europa ma veve o-unan chaseourien-dastumerien. War a seblant e voe da gentañ eskemmoù kenwerzhel etre an daou sevenadur. Ur mare bennak koulskoude zo bet cheñchet penn ar vazh ha kavet ez eus bet relegoù tud hendadoù chaseourien-dastumerien mesket gant tud tresoù kreñv labourerien-douar enne. Mesket oa tamm-ha-tamm an div boblañs en hevelep kevredigezhioù. Ar skiantourien a soñje dezho koulskoude e oa diskennidi ar chaseourien-dastumerien e live izelañ ar c’hevredigezhioù a-raok ma vefe hironet da vat ar gevredigezh. Ar c’hevredegezhioù-se oa aozet gant renkadoù liesseurt. Souezhat tra, en Elsas da skouer, e oa kavet kambroù bez gant un den, ul labourer-douar anezhañ, e-kreiz ar bez, ha tro-dro dezhañ tammoù korfoù tud a denne muioc’h eus chaseourien dastumerien. War a seblant oa bet didroc’het ha jahinet ar c’horfoù-se ! An dra a ziskouez ur gevredigezh a oa gant liveoù sokial disheñvel-mat, ha gant feulster ha doareoù gouennelerezh enni !
Jean-Michel Sanner
- Amzervezh kreiz ar maen : Mésolithique
- Amzervezh nevez ar maen : Néolithique
- Hironet : Métissé
UR PENNAD embannet EN NIVERENN 805 (koumanantiñ : amañ)