Miz zo ez eus bet un distruj bras e Skol Akordeoñs Mintin Atao gant ar gorventenn Ciarán. Teir pikol gwezenn zo bet pilet, lod all gwanaet, ha tiez-prenn Skol Boest an Diaoul zo bet freuzet.
Mantrus eo gwelet penaos eo deuet al lec’h da vezañ bremañ, goude ar gorventenn Ciarán : kabannennoù flastret ha drailhet, dindan pikol gwez pilet. Ar stajidi akordeoñs o deus dalc’het soñj mat eus al lochenn pintet er wezenn-bin, e lec’h ma veze ken plijus seniñ… Setu hi ivez, kouezhet war an douar ! Hag an onenn vras, ken brav, a vo ret diskar anezhi ivez, rak gwanaet eo bet ha deuet eo da vezañ dañjerus evit an dud.
Ur c’hlaoustre bras
« Krouet hon doa Skol Boest an Diaoul Mintin Atao pevarzek vloaz zo », eme Florence Pinvidig, a zo o chom war al lec’h. « D’ar poent-se, hon doa plantet kalz gwez ha girzhier, Flo Glorion ha me. Savet hon doa tiez-prenn bihan, evit degemer stajidi-akordeonisted a liveoù disheñvel (eus deraouidi betek tud hag a son abaoe pell… Setu ret eo dispartiañ anezho e lec’hioù disheñvel evit ul labour efedus !) »
Ur c’hlaoustre bras e oa bet, moarvat, sevel ur skol akordeoñs war ar maez, en ur barrez vihan (Kerniliz). E 2023 ez eus deuet da Gerniliz muioc’h eget tri-ugent stajiad (kromatek ha diatonek) da wellaat o doare da seniñ… Ha marteze ez eus deuet c’hwec’h kant, pe seizh kant den abaoe ar staj kentañ e 2010. Bez’ ez eus (evel-just) stajidi vreizhat, met an darn vuiañ eus an akordeonisted a zeu eus rannvroioù all Frañs pe Europa : Belgia, Suis, Bro-Saoz, Spagn, pelloc’h a-wechoù…
Labour zo
An distruj en em gavet er miz diwezhañ a zo ur gwalleur personel evit Flo Pinvidig, sur eo, met diaezamantoù micherel vo ivez evit an daou vikro-embregerezh (Flo G. evit an akordeoñs kromatek ha Flo P. evit an akordeoñs diatonek), rak « ur sapre labour a vo evit adsevel al lec’h » a lavare Flo Glorion disul ouzh mikro Katell Uguen : « ret e vo diac’hubiñ ar gwez pilet, diskar ar gwez lakaet bresk… ha n’int ket gwez bihan, met pikol gwez (ugent metrad bennak a uhelder), ret eo kaout tud a vicher o deus skiant-prenet evit ober al labour-se ! Ur budjed bras eo, ha Flo ha me ne c’hellimp ket paeañ ar pezh ne vo ket restaolet gant an asurañsoù ! »
Gant ar c’hef-arc’hantaouiñ, bet savet nevez zo en internet [e lec’hienn La cagnotte des proches] o deus gellet kregiñ al labourioù diac’hubiñ er sizhun-mañ. Met kalz labour a chomo c’hoazh da ober goude se : ret e vo lemel kuit ar pezhiad gwrizioù, kompezañ an dachenn, sevel tiez-prenn nevez, prenañ ha plantañ adarre gwez bihan ha girzhier evit krouiñ ul lec’h nevez degemerus… Ha pell emañ Yann diouzh e gazeg c’hoazh !
Sikour
Bez’ e c’hellit sikour an Diou Flo [anv an daouad sonerezed] da adsevel al lec’h en ur reiñ an tamm arc’hant dre ar rouedad. Pep gwenneg roet a zo ur goanag evit ar skol « Mintin atao », ur skol sonerezh un tammig disheñvel diouzh ar re all (« atypique » e vefe lavaret e galleg) hag a zo anavezet gant akordeonisted eus pep lec’h er bed, ur skol neuze hag a zo dav dezhi chom bev !
Florence Glorion
Ur pennad embannet en niverenn 965, d’ar 5 viz Kerzu 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg