Ifern Rawa Ruska

Ur bagad prizonidi o tegouezout e kamp Rawa-Ruska. 1942. E. Vanderheyde

«Rawa Ruska», setu ur gêr ’m eus klevet komz anezhi a-hed ma bugaleaj ha ma yaouankiz. Rawa Ruska a veze laret lies gant ma zad, pa veze kaozet diwar-benn ar brezel, pa zeue d’ar feurm un den hag a oa bet er brezel, pe evit un abeg arall. Rawa Ruska ne oa ket ul lec’h brav, ha du-se e oa bet kaset en ur c’hamp evit prizonidi ar brezel e-pad brezel 39-45. Dre vras ar vugale n’int ket dedennet gant istoriou o zud ha ne oan ket kennebeut. Marse e oa Rawa Ruska evel skol Persken, soňjen-me: du-se e oan bet kaset ivez pa oan 6 vloaz; du-se e veze kaozet ur yezh estren ne veze ket klevet ganeomp-ni er gêr, du-se e oa ur mestr-skol a bile ar vugale gant ur vazh pa ne ouient ket respont mat! Ul lec’h fall-tre e oa ar skol. Moarvat e oa Rawa Ruska ul lec’h seurt-se evit an dud deuet!

Ret oa din gortoz diwezhatoc’h evit gouzout muioc’h diwar-benn ar Rawa Ruska-se, met re ziwezhat e oa evit klevet gant ma zad. Aet e oan kuit da studial pell deus ar vro ha pa ’z on deuet en-dro e oa erru ken gwan ma zad ma n’en doa ket ken soňj eus tout pezh oa paset en e vuhez. E 1975 en deus kuitaet ac’hanomp. Tamm-ha-tamm eo deuet ar ger Rawa Ruska da vezañ dispis en ma fenn, ha pa soňjen c’hoazh er gêr-se en em renten kont ne ouien ket pelec’h e oa er bed, met gouzout a raen memestra e oa un tu-bennak e reter Europa, peogwir e komze lies ma zad diwar-benn ar Pologn, an Ukren, Krimea, met a-raok an urzhataerioù e oa ken diaes kavout Rawa Ruska war kartennou paper Europa evel kavout Persken. Merk ebet!

An hent da Stalag 325

Ur maread war-lerc’h m’he doa kuitaet ma mamm he zi evit mont da di ar re gozh em eus kavet ul lizher kaset da ma zad e-pad ar brezel, gant ar chomlec’h: Stalag 325 – Rawa Ruska. Neuze e oa deuet en-dro en ma fenn envoriou Rawa Ruska ma yaouankiz ha doareou klevet gant ma familh diwar-benn ar brezel 39-45. Ma zad a oa o terc’hel ur feurm vihan e Kerihuel, e kumun Berne. N’eo ket pell deus ar Faoued. Daou vugel en doa: ma breur koshaň oa 2 vloaz hag an all a oa babig pa oa kaset ma zad d’ar brezel. Graet oa bet prizonad brezel e 1940 ha kaset d’ur c’hamp e Bro-Alamagn. Achapet en doa deus ar c’hamp en Alamagn gant 2 gamarad ha deuet d’ar gêr. Ur c’hamarad a oa deus Janze hag an all deus Pont-Skorv. Pa oa er gêr e kuzhe e-pad an deiz e koad Pont Kalleg tost d’ar feurm ha dont a rae d’an ti d’an noz. Un amezeg n’en doa ket e zaoulagad en e chakod ha ne oa ket bet pell a-raokma vefe deuet jandarmed ar Faoued gant maer Berne da lâret da ma zad mont da brizoniad en-dro. Lâret e veze an amzer-se e laere an nazied ar vugale ha lâret en doa ar maer e vefe bet kaset ar vugale kuit ma ne yafe ket en-dro d’an Alamagn. Kentoc’h en doa aon an den-se bezaň kaset en e lec’h. Ar jandarmed a rae ar pezh a lârent a oa o labour. Neuze e oa kaset ma zad d’ar prizon e Gwened. Evitaň e oa aze, mare gwashaň ar brezel: lezet e oabet ur sizhunvezh a-bezh hep dour na boued. Kaer en doa skeiñ war an nor den ne zeue. Gant gwall vuhez penn kentaň ar brezel e oa bet marse ankounac’het, met kentoc’h eo e oa choaz gwarded ar prizon.

Ar vuhez e Stalag 325

Stalag 325 oa ur c’hamp evit ar prizonidi brezel Bro-C’hall ha Belgia achapet deus ar c’hampoù an Alamagn. Ne veze ket gwallgaset an dud amaň evel e Auschwitz pe Belzec met ar vuhez ne oa ket gwelloc’h evit ar brizonidi. Un tammig bara pe ur bannig soubenn dour da zebriň ur wech an deiz hag eurveziou gortoz evit kaout ur banneig dour fall. Ne oa met un duellen evit betek 15 000 den bennak er c’hamp. «Camp of a drop of water and a slow death» en doa graet Churchill war al lec’h-se. Du-se e vez tomm ruz d’an haňv ha yen-sklas d’ar goaňv ha ne oa netra da dommaň. Peb tra a zo bet skrivet bremaň war internet diwar-benn ar c’hamp-se. Soñj ’m eus klevout ma zad o lârout ar pezh zo skrivet gant tud all a zo bet er c’hamp. Kleňved, naon ha sec’hed bepred, pilet gant ar warded evit netra ha kaset er-maez da labourat dindan forzh peseurt amzer, da zrailhaň maen pe d’ul labour seurt-se bennak. Ar vuhez bemdez e oa. Evel tud all e lâre ma zad e wele lies war an hent al labour tud lazhet pe o vont da vezaň lazhet gant an nazied, yuzevien ar braz anezho.

An ifern evit tout an dud

A-raok ma vefe implijet ar c’hamp evit prizonidi brezel Bro-Fraňs ha Belgia e oa oa bet 20 000 prizoniad brezel rus bennak er c’hamp. Kriz-tre e oa bet ar vuhez evite ha ne oa ket ken ’met 400 anezhe bev c’hoazh pa oa erru ar Fransizien. Lazhet e veze ar re na oant ket marv gant an naon hag ar c’hleňved. Gant ar 8000 yuzev a oa e Rawa Ruska e oa graet dezhe evel e pep lec’h okupet gant an nazied : lakaet anezho en ur gheto, lamet madoù ha gwirioù dioute ha, ’benn ar fin, lazhet pe kaset da Belzec evit bezaň gazet. Leun a fozioù a zo e kornad Rawa Ruska karget gant eskern ar yuzevien o doa ranket toullañ o bez a-raok bout fuzilhet ha taolet e-barzh. Fin ar brezel ne oa ket ken met un dek bennak anezhe e Rawa Ruska, ar re o doa gellet kuzhat.

Kavet hon eus Rawa Ruska

Gant ma labour, ar vugale, ar vuhez pemdeziek ne oan ket prest c’hoazh da rein kalz a blas da Rawa Ruska en ma buhez, met bremaň e oa deuet internet ken kreňv ma vez kavet Persken war Google maps! Ma vez kavet Persken e vez kavet ivez Rawa Ruska. E Bro-Ukrenia emaň, tost da Bro-Pologn. Ret zo bet din gortoz bezaň war ma leve a-raok gouzout muioc’h. Gwelet ’m boa war kazetennoù Breizh e veze skrivet bremaň diwar-benn Rawa Ruska, hag e oa ur gevredigezh, «Ceux de Rawa Ruska» a rae war-dro al lec’h-se. Goulennet ’m boa titourou gant Vivian Kervinio, prezidantez ar gevredigezh e Breizh evit mont betek du-se.

E Stavanger, e Bro-Norvej emaomp o chom. Amaň ez eus ur c’harr-nij a ya war-eeun da gKrakow e Bro-Bologn. E miz Gwengolo hon eus beajet du-se, ma gwreg ha me. E Krakow hon eus kemeret an tren da Lviv en Ukrenia. Feurmet hon eus ur c’harr-tan du-se evit mont da Rawa Ruska. Un eurvezh bennak a zo bet ezhomm gant ar c’harr-tan. Brav hag eeun-tre eo an hent-se. E Rawa Ruska n’eo ket ar memes mod evit an hentoù. Ar braz eus ar straedou a zo hep asfalt, gant toullou hed-ha-hed. N’eus nemet 8000 a dud er gêriadenn på oa tro 20 000 a-raok ar brezel. Neuze n’eo ket tier an dilezet hag ar straedou lesket da vont da goll a vank.

Penaos kavout lec’h stalag 325? N’eus kartenn ebet o tiskouez al lec’h war internet. Da gentañ hon eus soňjet mont d’ an ti-kêr. Penaos kavout an ti-ker? Penaos e vez lâret ti-kêr e ukrenieg pe e ruseg? N’omp ket bet pell o sellet ouzh ar gartenn vihan ar c’hornad hor boa. Deuet zo ur vaouez da gomz deomp, e ukrenieg moarvat. Pa ne oa ket tu d’en em gompren he deus klasket tud en un ti da zont maez. Ne oa ket gwelloc’h an traoù! ’Benn ar fin hon eus kavet un den yaouankoc’h, ne ouie ket kalz a saozneg kenebeut. Kaer e oa lâret «Town hall» e chome tout an dud sabatuet! Setu deuet soñj da ma greg lâret « town house» ha setu en deus komprenet an den yaouank e oa ul lec’h en doa un dra bennak d’ober gant paperioù. Kaset en deus ac’hanomp d’un ti livet e gwer hag en deus lâret deomp «town house» en ur ziskouez an ti-se. Setu ni e-barzh an «town house» o soňjal ne oamp ket aet pelloc’h en hor c’hlask, peogwir, war a seblant, ne oa den a ouie muioc’h eget ur ger e saozneg amaň. Setu omp erruet e-tal ur vaouez marse tro 50 vloaz ha ni da esaeiň: «Do you speak english?». Hi da respont : «Yes, a little».

Loeiz Moullec

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 734 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Da lenn ivez