Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kalite evit ar priz izelañ

« Drebiñ mat a rank an holl » sed al lugan nevez eta met « produiñ mat » hag « implijout mat an holl» a rankfer ober ivez rak e mod all e c’hellfe buan chom an « drebiñ mat » war hor stomok…

© InfoMigrants

«  Drebiñ mat evit an holl  a zo eta preder pennañ holl aktourien chadenn ar boued e Breizh » a lavare neuze warlene Annie Saulnier, prezidantez – hag hiriv bez-prezidantez – an ABEA hag a stroll un 200 embregerezh bennak eus chadenn ar boued e Breizh, mennet da « ziorren doareoù produiñ padus » ha sikouret eta gant Kuzul Rannvro Breizh ha kambr labour-douar Breizh kendrec’het ma ‘z int eo evel- se e vo kreñvaet ekonomiezh ar Vretoned.

Debriñ mat

Al lugan-se, « drebiñ mat evit an holl », a zo ivez hini kuzulioù Okitania hag an Aquitaine Nevez : Mendare e oar an dud peseurt darempred a zo kenetrezo met neb a glasko a gavo. Hervez Martin Meyrier, hag a oa bez-prezidant Rannvro Breizh e-karg eus an ekonomiezh betek miz Eost diwezhañ, a-raok mont da Vayotte e vag chadenn ar boued e Breizh un 20 million a dud bennak dre ar bed a-bezh. Padal ne gonter enni nemet 3 vilion hanter a annezidi.

Peadra zo eta da genderc’hel gant stalioù divent (100 raktres skoazellet gant Rannvro Breizh) da sevel yer evel e Langoelan e-lec’h ma oa c’hoazh un 200 a dud o vanifestiñ disadorn 16 a viz Genver. Ur skoazell a gemer war e choug Loig Chesnais-Girard, « e zaoulagad digor » emezañ, ha lorc’h en ennañ !

War gein reoù all

Peadra eta ivez da genderc’hel gant an dinac’h e-keñver yec’hed micherourien chadenn ar boued evel ma ra Nutrea-Triskalia, hiriv Eureden gant sikour madelezus ar Rannvro. M’he deus gounezet Edith Le Goffic, 7 vloaz war-lec’h emzistruj he gwaz, dirak lez-varn Roazhon d’ar 6 a viz Genver e ranko c’hoazh Claude Le Guyader gedal ar 27 a viz Genver, dirak lez-varn an Aferioù Sokial e Sant Brieg evit ma vo anzavet evitañ ivez fazi hep digarez e implijer Nutrea.

Heñvel eo ar pezh a zo c’hoarvezet gant repuidi dibaper, « implijet » gant « embregerezhioù » arbennikaet da zastum yer e atantoù greantel broioù Leon ha Kerne. Difennet int gant ar CGT, goude freustal o « embregerezh » Prestavic e kumun An Dre Nevez e miz Kerzu. D’ar meurzh 19 a viz Genver e Montroulez e c’houlenne ar 17 repuad kaout paperioù, paperioù hepken da c’hellet labourat gant an hevelep gwirioù hag ar Vretoned all.

JK

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 815 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez