Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kenasantiñ

« Kissing the War Goodbye » eo anv al luc’hskeudenn tapet e New York d’ar 14 a viz Eost 1945. © Jorgensen

Plijus eo evañ ur banne te gant ur mignon. Met a-wechoù n’en deus ket c’hoant ma mignon da evañ te, ha n’eo ket ur gudenn. Marteze ne gav ket mat te ha setu tout : n’eo ket ret evañ te evit kaout plijadur o vezañ asambles. Gallout a ra kaout c’hoant da evañ te un deiz, ne sinifi ket en do c’hoant da evañ te bemdez. Ma lâr ma mignon n’en deus ket c’hoant da evañ te, ne roan ket te dezhañ. Ha pa vez ma mignon o kousket, ne c’hell ket lavarout din hag-eñ en deus c’hoant da gaout te. Ne roan ket te dezhañ neuze. E berr gomzoù : ma n’en deus ket respontet « ya » pa ‘m eus goulennet gantañ hag-eñ en doa c’hoant da gaout te, ne roan ket te dezhañ. Gallout a ran bezañ dipitet, peogwir eo plijus evañ ur banne te gantañ, met dezhañ ne vo ket plijus ken m’eo rediet.

E 2016 e oa bet embannet ur video hag a zisplege ar c’henasantiñ er mod-se, gant ur banne te. Goulennet e veze cheñch « ar banne te » gant « un darempred revel », ha displeget e oa ne oa ket ar c’henasantiñ ken anat gant darempredoù revel. Anat e oa gant banneoù te koulskoude. Abalamour da betra eo ken diaes gant traoù revel ?

Marteze n’eo ket ken anat peogwir e oa bet displeget deomp abaoe hor bugaleaj e oa reizh evit ur plac’h lavarout « nann » da gentañ, ha kaout c’hoant a-benn ar fin. E kontadenn « An hini goant hag al loen » he deus aon rak al loen an harozez da-gentañ, hag e fin an istor e vevont eürus ha kaout a reont kalz bugale. Levrioù ha filmoù zo leun a istorioù er mod-se. An arz ivez a zo leun a istorioù a seurt-se : sañset eo foto Jorgensen « Kissing the war goodbye » bezañ romantel-kenañ, met evit gwir ne oa ket ar plac’h war ar foto a-du evit bezañ poket gant ar martolod. Sañset eo ar film « Le dernier tango à Paris » bezañ un oberenn arz, met evit gwir ez eus ur walladenn wir e-barzh. Ne oa ket a-du Maria Schneider evit ober an traoù a zo bet filmet.

Desket hon eus abaoe pell eo kaeroc’h ur plac’h ma lâr « nann » da gentañ. Ma lâr « nann » eo ur plac’h mat, n’eo ket ul louskenn evel ar merc’hed a lâr « ya » d’an noz kentañ. N’int ket kaer al louskenned tamm ebet.

Petra c’hellomp ober neuze ? Da gentañ tout e c’hellomp degemer gwelloc’h c’hoant ar merc’hed. Displegañ dezho eo mat kaout c’hoant, ha reizh nompas kaout c’hoant ivez. N’eus netra d’ober gant ar garantez : posupl eo karout unan bennak ha pas kaout c’hoant anezhañ atav. Goude se e c’hellomp soñjal eo ret d’un darempred revel bezañ kempouezet. N’eo ket un afer a vestroni : un afer a zoujañs hag a c’hoant eo.

Klevout a reomp a-wechoù n’eo ket sexy goulenn digant unan bennak hag-eñ emañ a-du evit un darempred revel. Da gentañ eo ret deomp ijinañ doareoù da lakaat traoù a seurt-se da vezañ sexy. Hag evit echuiñ, n’eus choaz all ebet : n’eus ket darempredoù reizh ma n’emañ ket an holl re empleget enno a-du ganto.

>> Evit mont pelloc’h : Kanaouenn Balance ton quoi gant Angèle

Anna Cotty


Ur pennad embannet en niverenn 939, d’ar 6 viz Even 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez