Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kéziah Guillopé, ur Breizhad e Sea Shepherd Global

Difenn ekosistem morioù bras ar bed eo pal an aozadur e-maez-gouarnamant (AMG) Sea Shepherd abaoe 1977. Abaoe tri bloaz emañ ar Porsalad Kéziah Guillopé e skipailh etrebroadel Sea Shepherd Global ha studiet e vez an traoù-se gantañ. E fin ar miz e vo echu e Master 2 diwar-benn “politikerezh ar mor” e Brest.

E-karg eus ar badusted emañ Kéziah Guillopé er bloaz-mañ, evit ma vefe etikoc’h akipajoù ar bigi. © Manon Deniau

A-viskoazh eo bet dedennet Kéziah Guillopé gant ar mor. Desavet eo bet e Porsal, ur gumun war an aod er gwalarn da Vrest. Bageal a blij kalz ivez d’ar studier, 22 vloaz anezhañ, ha gouzout a ra “ur bern traoù war ar maezioù” abalamour ma oa heñcher e dad. Se zo kaoz e tifenn an natur abaoe m’eo krennard. E lise Diwan Karaez e stourme “a-enep ar bolitikerien”.

Dibabet en deus “mont d’an tu all” evit cheñch an traoù en un doare politikel just a-walc’h. Da IEP Roazhon (Ensavadur ar Skiantoù Politikel) e oa aet da 18 vloaz. 5 bloaz goude e vo diplomet e Brest gant ur Master 2 nevez diwar-benn “politikerezh ar mor”. E miz Gwengolo 2022 e oa bet digoret da heul emvod-uhel ar mor bras, Ocean Summit. “Klask a ran sevel ar goulenn : petra eo bevañ diwar ar mor, al liammoù sevenadurel hag istorel…”

Difenn ar morioù bras gant bigi

Ur Master a-bep-eil an hini eo, da lavaret eo emañ o labourat a-bell teir sizhunvezh bep miz evit Sea Shepherd Global a zo en Izelvroioù : “Ar pal eo ober traoù eeun evit difenn ar morioù bras ha diwal al loened.” Sea Shepherd Global en deus peder bag war vor hag a red war-lerc’h an dud o vigriañ. Abaoe 2016 e vez labouret ivez gant ar Stadoù : “An arme a vez kaset ganeomp alies. Lakaat a reomp ar vigrierien da chom a-sav ha n’eo bet morse ken efedus. Ur vag a chom a-sav bep miz.”

Koulskoude ez eus bet kudennoù war ar merañ warlene etre Paul Watson, an hini en doa krouet Sea Shepherd e 1977, hag ar skipailh. En hañv 2022 e oa aet ar C’hanadian kuit ha Sea Shepherd Origins en deus krouet da c’houde. E Frañs eo staliet.

Klask bezañ etikoc’h

Kéziah Guillopé a oar ar c’hudennoù a zo bet peogwir emañ er skipailh abaoe tri bloaz met ne fell ket dezhañ kaozeal eus ar brezelioù a zo en diabarzh. Gwelet efedoù al labour kaset da benn gant ar skipailh war an dachenn a blij dezhañ muioc’h. Krog e oa da labourat evit Sea Shepherd Global e Portugal e-lec’h ma oa “pep tra d’ober” ha n’en deus ket paouezet dibaoe.

E-karg eus ar badusted emañ er bloaz-mañ, evit ma vefe etikoc’h akipajoù ar bigi. Klask a ra diskoulmoù, da skouer, evit “ober un tamm gwelloc’h hep implijout plastik na traoù elektronik war vag. An holl dud zo vegan dija.” Echuet e vo e studioù e miz Even met ne vo ket echu gant Sea Shepherd Global. Kenderc’hel a raio da labourat ganto e Brest.

Manon Deniau


Ur pennad embannet en niverenn 940, d’an 13 viz Even 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez