Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Kreoleg, danvez yezh ofisiel Martinik ?

E Martinik e oa bet votet e miz Mae un diviz gant breujoù an enezenn hag a laka kenofisiel ar c’hreoleg. Evel-just ez eus bet nac’het gant ar prefeti anavezout an diviz-se àr-zigarez n’eus ket ‘met ur yezh ofisiel e Frañs : ar galleg. Met mennet eo ar prezidant emrenour, Serge Letchimy, da vont betek penn e stourm.

Serge Letchimy © Jean-Luc Hauser

Goude ar banniel, ar yezh ! Karzhañ a ra ar vouch etre ar gouarnamant gall ha strollegezh Martinik. Votet e oa bet, d’ar 25 a viz Mae, un diviz gant breujoù an enezenn hag a laka ofisiel ar c’hreoleg. Evel-just n’a ket an diviz-se d’ar prefed, anezhañ mouezh ar gouarnamant, a istim ec’h a a-enep ar vonreizh sakr hag he mellad daou ken sakr all. Ha padal n’eo ket bet votet eo ar c’hreoleg yezh ofisiel nemeti an enezenn, yezh kenofisiel gant ar galleg ne lavaran ket. Siwazh, evel e Korsika n’eo ket bet asantet gant ar prefed a c’houlenn gant Serge Letchimy, anezhañ prezidant Martinik, e vehe tennet an diviz.

Ur strollad emrenour ezel ag an NUPES

Paotr ar PPM (Strollad Araokour Martinik) eo Serge Letchimy, ur strollad emrenour ag an tu kleiz (un disrann ag ar PCF eo e gwirionez) savet gant Aimé Césaire. Ezel ag an NUPES eo met ar jakobined Jean-Luc Mélenchon hag Alexis Corbière ne savont tamm diaester ebet diàr-benn stourm o c’heveler evit ar yezh. Pezh zo mat e Martinik zo kontet da bec’hed e Breizh pe Korsika, kit da gompren…

Un deiziad simbolek

Ar pezh zo sur : ne faot ket da Serge Letchimy plegañ dirak gourc’hemennoù ar prefed. Evel-just n’eo ket bet choazet deiz ar votadeg dre zegouezh gant kannaded Martinik. O kemer seurt diviz tri devezh goude lid 175vet deiz-ha-bloaz torridigezh ar sklaverezh e oa sur an emrenerion e vehe ur c’harg simbolek gant ar votadeg-mañ. Tri miz a-raok e oa bet lakaet ofisiel banniel an dizalc’herion, ar Ruz-Gwer-Du, gant breujoù Martinik dija. Ofisiel e plas ar banniel a oa betek-henn (hini ar “peder naer” a oa bet hini ar verdeadurezh kenwerzh e-pad ar morianetaerezh). D’ar mare-se dija e oa bet klevet trouz er prefeti…

Embannet eo bet gant Serge Letchimy eo prest da vont betek penn e stourm, da lavaret eo dirak al lez-varn ma ne faot ket da Bariz anavezout an diviz kemeret gant dilennidi an enezenn. Hag eñ abostol Galv Fort-de-France lañset e miz Mae 2022 gant strollegezhioù Martinik, Gwadeloup ha Gwiana evit ma vehe “cheñchet an darempredoù” etre Pariz hag an trevadennoù tramor. Galloudoù nevez a vehe àr ar billig… Ha gellout a rahe kement-se profitañ da Vreizh ?

Ur steuñv akademikel evit ar c’hreoleg

E Martinik e vez komzet “Kreyòl Matnik” gant 70 % ag an dud. Lod zo ganet gant ar yezh ha n’eo ket gant ar galleg. Dibaoe ar bloavezhioù 70 ec’h eus ur skritur unvan (ar “standard GEREC”) hag embannet e oa bet, d’ar 27 a viz Ebrel, gant akademiezh Martinik e vo lakaet e pleustr ur gwir “steuñv diorren” e skolioù an enezenn. E-barzh ar steuñv- mañ ec’h eus kaoz da ginnig muioc’h a brantadoù tañva er skolioù a-raok sevel ur gwir hentenn divyezhek betek ar lise. E miz Gwengolo e vo lakaet e pleustr an diarbennoù kentañ.

Er bed kreol a-bezh ec’h eus muioc’h-mui a diriadoù kreolek ma vez lakaet ofisiel ar yezh ha ma vez lakaet a-live gant ar yezhoù “bras”, a-fet skoueriekaat met ivez a-fet geriaoueg.

Fabien Lecuyer


Ur pennad embannet en niverenn 951, d’an 29 viz Eost 2023.

  • Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (1€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez