Ar c’haner, raper ha soner, Krismenn a zo deuet d’ar skolaj Diwan, d‘ar meurzh 11 a viz Genver, da seniñ un dornad tonioù eus e albom diwezhañ, ‘N om gustumiñ deus an deñvalijenn. Un abadenn blijus eo bet avat evit skolajiadezed ha skolajidi an trede klas. Hag un digarez evito da zeskiñ penaos e ra Krismenn evit skrivañ ar pozioù, rimañ anezho, ha sevel un ton, kompren penaos eo deuet a-benn ar raper da c’hoari gant muzik ar yezh, gant sonioù ar brezhoneg evit rapiñ. Bremañ e vo o zro d’en em zispakañ en ur vont gant hentoù ar varzhoniezh.