
Galv da vanifestiñ e Roazhon :
Da-heul harz-labour liseadezed ha liseidi Diwan ha d’ar c’houlz ma voto kalz strollegezhioù e Breizh budjedoù reut a-walc’h a-benn dispign nebeutoc’h, e fell d’an dud oberiant engouestlet er stourm evit ar yezh hag an obererezhioù sevenadurel, d’an arzourien, sonerien hag all… reiñ da c’houzout int chalet gant an efed negativel war ar postoù-labour hag hor barregezh da ziorren evit ma kendalc’himp da lakaat da vevañ ha da dreuzkas ar pezh a laka Breizh da vezañ dibar.
An anken evit ar postoù-labour, an deskadurezh pobl, evit ar pezh a denn d’an treuzkas e-keñver diazezoù sevenadur hag un identelezh liesseurt a fell deomp profañ d’an holl dud zo o tont da vevañ en hor bro, az a war gresk c’hoazh abalamour d’an diaesterioù zo gant frammoù liammet ouzh an embann, al lec’hioù gouestlet d’ar sonerezh ha d’ar sport, d’an diaezamantoù evit lakaat da dalvezout ar skridoù lezennel a denn da dreuzkas ar brezhoneg.
Ne reomp ket forzh gant an abegoù roet deomp evit displegañ e rankomp arboellañ arc’hant er budjedoù lec’hel, dreist-holl evit ar yezh, ar sevenadur, ar sport, an deskadurezh abalamour da zibaboù graet e Pariz. Gouzout a reomp a-walc’h e vez arc’hantaouet gant ar memes strollegezhioù lec’hel industriezh an armoù, hag aze ne vez ket kaoz alies eus ruster war ar budjedoù… Setu ma c’houlennomp groñs :
- Ma vo ur statud ofisiel gant ar brezhoneg ha gwir evit hor yezh da gavout he flas e kement korn ar vro, ha kement-se e meurgêrioù ar Reter e-lec’h m’emañ dazont ar brezhoneg ivez.
- Ne vo ket gouzañvet gant yezh ha sevenadur Breizh un digresk eus ar yalc’hadoù d’ar re a laka anezho da vevañ hag e vefe sikouret muioc’h al leurennoù lec’hel, al lec’hioù hag ar frammoù kevredigezhel oberiant war dachenn sonerezh Breizh (kanet, sonet, dañset) pe war dachenn an embann ivez.
- Ar strollegezhioù e Breizh (meurgêrioù hag etrekumuniezhioù) eus Brest betek Klison a ranko dispign un euro dre annezad e resped 2026-2032 evit obererezhioù a denn da implij ha treuzkas ar brezhoneg. Ret eo dezho en ober diouzh al lezenn Molac, ma lavarer e rankont kemer perzh evit kelenn, brudañ, skignañ ar brezhoneg.
- Rannvro Breizh a rank paeañ mizoù lojañ liseoù Diwan evel ma ra gant al liseoù publik, dre m’eo Diwan ur servij publik digoust, digor d’an holl ha lik. Dre-se, goproù ar vuhezourien ha buhezourezed a rank bezañ kemeret e kont gant ar strollegezh-se, a-benn ambrougañ ar rouedad deskadurezh nemeti gouest da stummañ brezhonegerien oberiant ha da dalañ evel-se ouzh digresk an niver a vrezhonegerien lakaet war wel nevez zo gant ur sontadeg.
- Devezh Sant-Erwan a rank bezañ lakaet da zevezh vak gant ar strollegezhioù lec’hel e Breizh.
- Breizh a rank bezañ gouest da zibab war gement tachenn zo dre ur galloud politikel breton, gouest da lezenniñ gant un emrenerezh ledan.
Manifestomp d’ar 17 a viz Mae e Roazhon da zougen an azgoulennoù-se dre ur stourmadeg disuj, peoc’hek, poblek tro-dro da ouel Breizh evit ma teufe Sant-Erwan da vezañ un devezh stourm. Greomp pep tra evit ma vo un devezh hor bo soñj dioutañ, merket gant al levenez hag ar vrokusted, an digoradur koulz hag hor c’hoant splann da nac’hañ ar prezegennoù estrengas, hor c’hoant da vevañ evel kumuniezh dibar, evel ur bobl hag a rank evel an holl bobloù bezañ gouest da gaout peadra da lakaat da vevañ, lodennañ ha treuzkas ar pezh zo dibar enni.
Liseadezed ha liseidi an deskadurezh dre soubidigezh ha divyezhek, studierezed ha studierien ar brezhoneg, sonerezed ha sonerien, gourenerezed ha gourenerien, skrivagnerezed ha skrivagnerien, labourerezed ha labourerien ar sevenadur hag an deskadurezh vrezhonek, sinit ha lakait da sinañ ar galv ha deuit gant ho familh d’ar 17 a viz Mae da 2e GM e Roazhon war ar mailh Mitterrand !