Paperioù didalvezet

Daou lizher am eus dalc’het eus va labour e Bro-Saoz. O labourat e oan evit ur stal, daou c’hant den ennañ, a zo ur rann eus un embregerezh dek gwech brasoc’h. Al lizher kentañ a oa bet roet din gant rener ar stal. Resevet em boa anezhañ e fin ar bloaz ma ‘m boa kroget da labourat evito e Londrez. Aet e oa an traoù a-dreuz gant un ardivink nevez a oa bet ijinet ganto tri bloaz araok. Gwerzhet e veze e-unan pe evel astenn unan all. Ne oa ket un astenn dister rak lakaat a rae al lodenn gentañ an hanter kêroc’h. Nebeutoc’h e veze gwerzhet anezhañ eget eus an ardivink kentañ met degas a rae ur c’hresk dek dre-gant bep bloaz, ha n’eo ket netra ! Hag ouzhpenn-se, kinnig an div lodenn war un dro a zeue tamm-ha-tamm da vezañ pouezusoc’h evit gounit ur werzh.

Labouret ‘m boa evito e-pad dek vloaz e stal Pariz. Va labour a oa diskouez d’hor pratikoù bravañ perzhioù ar benvegoù a ginnigemp dezho. Benvegoù evit klaskerien CNRS pe stalioù bras da c’houzout penaos gwellaat ar pezh a raent. Pouezus evito da zerc’hel penn d’hor c’hevezerien. E-karg e oan da zisachañ anezho diouzh hon tu dre brouiñ dezho e teufe bravoc’h ganto prenañ hor produioù kentoc’h eget produioù kinniget gant stalioù all. Bezañ renket er penn-kentañ e oa va labour. Goude-se e oa labour ar gwerzher ober war o zro betek ma vefe sinet paper ar werzh. War-lerc’h e oa din adarre da genteliañ ar pratikoù evit ma rafent o gwellañ diouzh ar pezh o doa prenet diganeomp. E-pad dek bloavezh e oan bet o labourat evel-se. Deuet e oa ar maout ganeomp e Bro-Frañs a-fet talvoudegezh hor produioù ha fiziañs o doa an dud ennomp. Setu gouzout a raen mat ar pezh o doa ezhomm ar pratikoù ha muioc’h c’hoazh ar pezh a blije dezho.

Fiziañs ha plijadur o deus kement a-bouez pa vez gwerzhet produioù teknik daoust ma ar gasadenn a vez atav lakaet war wel, setu ma vezer atav o klask traoù nevez da ginnig. Ret eo kinnig nevezentez abred a-walc’h evit lakaat bec’h war ar genstriverien, met arabat bezañ re en-araok memestra : ret eo mirout un nevezenti bennak evit an taol da zont er bloaz war-lerc’h.

Met aet e oa an traoù da fall en taol-mañ. Diaes e oa evit ar werzherien diskouez mat penn ar vazh nevez se. Ne ouie ket re an den-e-karg eus ar marketing ar pezh a oa ret ober, e gwirionez anavezout mat e rae an teknik met poan en doa o kenlabourat gant ar brogrammourien : goulenn a rae dezho ober un dra bennak hag a-raok dezho bezañ echuet e kinnige ober un dra all kontrol d’e c’houlenn kentañ. Setu ar programm-se a oa deuet da vezañ leun a draoù a-istribilh, faziet a-wechoù : ur gwir zañjer evit hor brud !

Rener stal Bro-Saoz en doa goulennet diganin mont d’o sikour. Fiziañs en doa ennon evit dont a-benn da reizhañ an traoù eno. E-pad c’hwec’h miz ‘m eus labouret ur sizhunvezh e Pariz hag ur sizhunvezh du-hont. C’hwec’h miz war-lerc’h e oan erruet skuizh gant ar c’harr-nij a gemeren abred d’al Lun ha diwezhat d’ar Gwener. Enoeüs e oa ar c’harr-nij dreist-holl rak alies, kalz re alies d’am soñj e oa dale gantañ. Ar muiañ d’ar Gwener noz. Ar gwashañ e oa bet an deiz pa oan erruet e aerborzh Heathrow da beder eur d’abardaez hag e Pariz da deir eur noz. Erc’h a oa kouezhet er mintin war Vro-Alamagn hag an dra-se en doa plantet ar reuz e aerborzhioù Europa a-bezh. Setu da virout ouzh ar skuizhder, ‘m boa divizet mont da chom e Bro-Saoz evit kenderc’hel da labourat evito.

Tremenet ur bloavezh, e pedas ar rener ac’hanon da vont d’e welet d’e vurev. “Plijet on gant ar pezh oc’h eus graet evidomp” emezañ. “Bep bloaz e c’hellan reiñ ur prof d’an hini a soñj din en deus labouret ar gwellañ e-pad ar bloavezh, setu amañ emañ : un droed da brenañ pemp kant kevrann eus ar stal evit ar priz a zo ganto hiziv. A-benn tri bloaz e c’helli gwerzhañ anezho pa gari evit ar priz-se ha mard eo uheloc’h o zalvoudegezh e vo an diforc’h evidout”. Ne oa ket un “harzlamm alaouret” met ne oa ket fall. Ha dreist-holl e oa an testeni eus e anaoudegezh em c’heñver abalamour d’al labour graet ganin.

Labouret ‘m eus e Bro-Saoz e-pad daou vloavezh hanter muioc’h. Reuz a zo bet etretant rak kavout a rae d’ar gevrennerien ne greske ket buan a-walc’h talvoudegezh an arc’hant o doa laket e-barzh an embregerezh : ret e oa diskouez d’al “London Stock Exchange” e oant barrek da skarzhañ tud evit digreskiñ sammad ar goproù. Setu ma oa bet lavaret un deiz d’an daou c’hant labourer : “Cheñchet e vo an traoù a-benn fin ar miz. Setu amañ ar framm nevez : ret eo da bep hini kenstrivañ evit kaout ur plas er renkadur nevez, met muioc’h a dud a zo eget a blasoù ! Ar re ne vint ket dalc’het a ranko mont kuit, kompezet e vo an digoll evito”. “Marketing manager” war an teknikoù nevez a oa bet graet ac’hanon ha gounezet ‘m boa ur “marketing director” nevez.

A-benn tri bloaz e oa bet ret din dibab : chom e Bro-Saoz pe zistreiñ d’ar gêr, ar pezh am eus dibabet. Setu-me adarre o tremen sizhunvezhioù e Bro-C’hall hag e Bro-Saoz a-bep-eil. C’hwec’h miz war-lerc’h e oa erruet un amzer arnevek adarre. Ret e oa kreskiñ gounidigezh ar gevrennerien ur wech ouzhpenn. Ar bloaz-se ne oa bet graet nemet eizh Million a lurioù saoz (£) gounid, tost da bevarzek dre-gant : ne oa ket a-walc’h ! Niveroù braz a zo diaes da ijinañ, setu plijout a ra din muioc’h kontañ e tiez : en-dro da hanter-kant ti d’ar poent-se. Ar wech-mañ e oa va fenn war ar piltos rak ne oan ket o vevañ e Bro-Saoz ken. Ur mizvezh labour muioc’h hag em bije bet ar prof a roent d’an dud bet o labourat pemzek bloavezh evito. Met poent e oa din ober un dra bennak all. Labouret ‘m eus e-giz kuzulier evito rak ezhomm o doa kavout ur marketing manager nevez ha ne vez ket kavet unan en un devezh : kaset kuit d’ar Gwener paeet e-giz kuzulier d’al Lun ! It da gompren e pelec’h emañ ar gounid ! Lakaet ‘m eus an argant ‘m boa resevet da zigoll da sevel ur stal evit gwerzhañ traoù nevesoc’h c’hoazh. N’eo ket bet aes atav met desket mat e oan bet ha dizonet abaoe pell zo !

Neuze, erru eo an deiz ma ‘m eus resevet an eil tamm paper. Sinet gant penn-bras an embregerezh, skrivet warnañ : “Kimiadet peus ouzhomp, setu e freuzomp ar paper roet dit tri bloaz zo. Adkemer a reomp ar pezh a oa bet roet dit”. Un taol treiñ-he-c’houzoug d’ar wirionez e oa, rak n’eo ket me an hini ‘n doa goulennet mont kuit ; met arabat din soñjal eo gwir ar pezh a vez lavaret gant ar vugale : “reiñ zo reiñ, adkemer zo laerañ” ! Dizonet a lavaran deoc’h.

E gwirionez ne dalveze ket kalz tra, d’ar poent-se, an tamm paper kentañ peogwir ne oa diforc’h ebet etre ar priz skrivet warnañ hag hini al “London Stock Exchange”. Met diaes a gaven gwelet pegen bihan e c’hell bezañ spered pennoù-bras pa vez arc’hant da c’hounit pe gwazhoc’h c’hoazh e c’hallfent koll ken kas ma teufe talvoudegezh an embregerezh da greskiñ.

Daou vloaz war-lerc’h ‘m boa klevet e oa bet prenet ganto ar genstriverien brasañ ha brudetañ war an ardivinkoù am boa reizhet. Pa vezen o labourat, e oan bet o welet anezho evit komz diwar ma vefe prenet o stal diganto ; met re a arc’hant a c’houlennent d’ar poent-se. Met ar bec’h a oa kouezhet warno bremañ abalamour d’ar welladenn digaset gant va labour : gwerzhañ a raent hanter nebeutoc’h, ha koll a raent arc’hant bremañ, setu erru e oa ar poent evit ar rener gwerzhañ e stal ha ret e oa bet dezhañ diskenn e briz. Ha graet an taol : daou-ugent ti nebeutoc’h evitañ ha daou-ugent muioc’h evit godelloù ledan va fennoù-bras din-me !

Marteze ne dalvez daou-ugent ti evel va hini nemet unan evit ar paour-kaezh tud pinvidik-se, rak bevañ a reont e tiez kalz keroc’h ha kaeroc’h ! Koustañ a ra ker bezañ pinvidik !

Ne ran ket forzh, plijadur am eus bet er bloavezhioù-se o labourat gant ar paour-kaezh tud a laka ar pennoù-bras-se da vezañ pinvidik-mor. A-benn ar fin kaout plijadur, deskiñ traoù nevez, daremprediñ tud all a zo ar pezh a ro talvoudegezh d’ar vuhez. Ar vuhez eo ar pezh an deus roet o zalvoudegezh d’an daou damm paper-se.

Per XNevez

  • Un danevell embannet en niverenn 637 – d’ar 25 a viz Eost 2017.

Da lenn

Da lenn ivez