Ar pevare park rannvroel eo e Breizh goude Park natur rannvroel Arvorig, Park natur rannvroel ar Mor-Bihan, ha Park natur rannvroel ar Briver el Liger-Atlantel. 66 kumun a vo ennañ, un tammig nebeutoc’h eget ar pezh a oa bet rakwelet.
A-c’haoliad war departamantoù an Il-ha-Gwilen hag Aodoù-an-Arvor emañ. Div gumun ne vo nemet ul lodenn anezho ennañ, Sant-Maloù ha Sant-Yowan-an-Havreg. En em ledañ a ra war un dachenn a 90 000 hektar, gant ur boblañs a 140 000 a dud. Lakaat a ra Dider Lechien, maer Dinan, ar pouez war an endro pa lavar « eo ar pal diorren un touristerezh reizh, da lavarout eo diorren un touristerezh glas, ur fiñvusted doujus, hag ergerzhout an tiriad-se en un doare all. » Hervezañ, en ur grouiñ ar park, ne glasker ket desachañ muioc’h a douristed hogen lakaat anezho da anavezout lec’hioù ha n’o dije ket gweladennet a-hend-all, ha n’eo ket mont da welet ar re a zo mil anavezet dija. Kumunioù zo n’o deus ket ezhomm eus skeudenn ar park nevez-se, abalamour m’int touristel-tre dija. Setu ar pezh en deus lakaet anezho da chom er-maez anezhañ betek-henn.
Kumunioù chomet er-maez
Sant-Suliav, bet ur porzh-pesketa gwechall, zo rummet e-touez kêrioù kaerañ Frañs. Ne zegasfe ar park rannvroel netra nevez e-keñver touristerezh ha brud. Ul live melestradurel all e vefe ar park hag aon en deus an ti-kêr e vefe pounneroc’h e garg dre redioù nevez. E Kankaven ez eus bet kendivizet er c’huzul-kêr ha tabutet gant kostezenn ar maer hag ar gostezenn enep. A-benn ar fin ne gemero ket ar gumun perzh er park nevez. Darempredoù zo gant bae Menez-Mikael, ha trawalc’h eo e-giz-se. Bezañ er park a goustfe arc’hant hep kaout netra ouzhpenn en distro avat. Ne vo ket ar C’hab Frehel, lec’hiet war gumun Plevenon, er park kennebeut. Rummet eo e-touez lec’hiennoù meur Frañs dija, ha Natura 2000 eo ouzhpenn-se.
1 400 000 € a vo e budjed ar Park, gant sikour an daou zepartamant hag ar Rannvro. Pep kumun a roio 3 € dre annezad. Ar Stad a roio ivez hag Europa a c’hello sikour diouzh he zu.
« Krouiñ ur park rannvroel n’eo ket distagañ anezhañ diouzh ar bed, ha kraouiañ pep tra dindan ur c’hloc’h », eme Dider Lechien evit dienkreziñ an dud.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1013, d’ar 5 a viz Du 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg