Kempennet e vo un ti bras e Penharz hag a yelo da greizenn sevenadurel. Ul lec’h dispar e vo evit lakaat ar brezhoneg war wel, gant meur a raktres disheñvel ennañ.
Cheñch lec’h a ra lod tier ar re gozh a-wechoù rak ne dalvez ket ar boan reneveziñ o savadur. Sed ar pezh a zo c’hoarvezet e Kemper gant daou di ar re gozh, hini ar Magnolia hag hini ar Brug. Ur savadur nevez zo bet savet, modern-tre, ma‘z eus bet kaset di an holl weleoù a oa en daou di kozh a-raok. Goullo eo an daou savadur abaoe hañv 2023. Krouet e vo ar pol nevez en unan anezho, ar Brug, ur savadur ma oa ennañ 66 kambr pe ranndi bihan. Plas a vo eta evit ar greizenn sevenadurel.
Laouen eo an holl re a ra war-dro ar sevenadur hag ar brezhoneg e Kemper ha zoken e Kerne. Nevez zo ez eus bet pedet dileuridi kevredigezhioù gant maerez Kemper, Isabelle Assih, da weladenniñ al lec’h. Labourioù a vo d’ober, hep na vefent ker-ruz evit ur savadur ken bras se avat. 500 000 € e kousto modernaat hag azasaat ar savadur.
Meur a bal d’ar pol nevez
Aozadur stummañ an dud deuet evit mont da gelenner eo Kelenn. Betek-henn emañ tost da greiz-kêr. Dilojañ a raio di. Posupl e vo reiñ bod da stummerien Kelenn war al lec’h mar bez ret. O vezañ ma vo salioù klas e vo degemeret aozadurioù all evit devezhioù stummañ.
Pevar estaj zo, gant kambroù enno. Talvezout a raint da zegemer skolajidi Diwan. Betek-henn e rank an 70 diabarzhad mont da Enez-Tudi da gousket. Ur cheñchamant bras e vo evito eta rak ne vo ket kalz hent d’ober evit mont eus o skol d’o c’housklec’h.
Ul lec’h degemer e vo ivez evit a bep seurt obererezhioù, evit ar re vihanañ hag ivez evit ar re vras, ha ne vo ket e brezhoneg dre ret. Stajoù sonerezh, dañs ha c’hoariva, a vo dalc’het eno. Feurmet e vo kambroù e-kerzh ar vakañsoù skol da aozadurioù hag a bled gant ar sport pe ar sevenadur. Met mont pelloc’h a faot d’ar gevredigezh a vero al lec’h. Skoulmet e vo liammoù gant kevredigezhioù ha skolioù karter Penharz evit ober traoù asambles ha degemeret e vo arzourien dre brantadoù termenet ivez. E-kerzh an hañv e talvezo ar c’hambroù da reiñ bod d’al labourerien rannvloaziat eus bed an touristerezh evit ur mizvezh pe zaou hepken.
Y.Y. ar Gov
Liamm ar prantad arc’hantaouiñ e lec’hienn Kengo : https://kengo.bzh/projet/4552/kroashent-kerne-pole-dactivites-en-breton
Ur pennad embannet en niverenn 979, d’an 13 viz Meurzh 2024.
Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
Koumanantiñ : amañ
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg