N’eo ket ar vanilha ur blantenn eus Breizh ha ne zeufe ket e penn kalz tud he lakaat da greskiñ du-mañ. Setu ar pezh a zo bet graet gant tri labourer-douar eus Aodoù-an-Arvor koulskoude.

N’eo ket tommadur an hin en deus lakaet tri labourer-douar eus Aodoù-an-Arvor d’ober un taol-esae evit produiñ vanilha. Broudet int bet gant ar c’hoant nevezadenniñ. Izili int eus ar gevelouri labour-douar Princes de Bretagne. E-pad pemp bloaz o deus labouret start evit lakaat ar blantenn d’en em ober ouzh Breizh. Er bloaz-mañ o deus dastumet anezhi evit ar wech kentañ.
Krog e oant ganti e 2018 p’o doa klevet e oa diouer a vanilha. Soñjet o doa e vije posupl he froduiñ e Breizh ivez, ma vije graet e-barzh tiez-gwer. Produerien legumaj e oant dija ha dres, tiez-gwer o doa. Bet int en enez ar Reünion ha gellet o deus kendivizout gant labourerien-douar eno. « Komprenet hon eus ne oa ket un hinad hepken er Reünion met meur a hini. Evit kreskiñ he deus ezhomm ar vanilha eus un hinad kerreizh », eme bPierre Gwioñvarc’h, unan eus al labourerien-douar. Da lavarout eo un amzer glouar, evel e Breizh. Ne blij ket dezhi kaout re a heol, na kennebeut re a c’hlav rak neuze e c’hell bezañ taget gant ur kebell-touseg anvet fuzarioz. Anat e voe dezho e c’hellje ar vanilha en em azasaat ouzh Breizh ma vije gounezet e-barzh tiez-gwer.
Produiñ vanilha a galite
Dre ma vez produet e-barzh tiez-gwer e chom gwarezet ar vanilha. Ha n’eo ket diouzh ar fuzarioz hepken, diouzh al laeron ivez. E Madagaskar, bro ar vanilha dreist pep hini, n’eo ket dibaot al laeroñsioù. « An dra-se a laka ar c’hounideien da zastum pep tra adal ma vez azv ar plant kentañ », eme bPierre Gwioñvarc’h. Met n’eo ket un dra vat rak kollet e vez blaz evel-se. E Breizh eo bet graet an eost en un doare kalz aketusoc’h.
Kevezerezh zo gant ar vanilha sintetek evel-just met n’eo ket ar memes marc’had a-fet kalite. Produet e vez etre 12 000 ha 15 000 tonenn vanilha sintetek bep bloaz er bed. Er c’hontrol ne vez produet nemet 8000 tonenn vanilha naturel.
Y.Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1039, d’ar 6 a viz Mae 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg