Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Prouenn

Anavezet mat eo fizikourien ampart ar c’hantved gant al lodenn vrasañ. Brudet eo Albert Einstein war ar blanedenn a-bezh. Kement-se n’eo ket gwir evit ar vatematikourien vras. Kurt Gödel a oa unan eus ar re vrasañ, koulskoude. Ul lojikour eus ar re ampartañ e oa ouzhpenn-se ha diazezoù hag harzoù an teoriennoù matematik oa danvez e labour pennañ.

E 1933, 10 vloaz war-lerc’h embann teorienn ar relativelezh hollek, e voe embannet gant Kurt Gödel e deorem kentañ, lesanvet an teorem diglok. E gerioù berr e lavar an teorem ez eus teoremoù ne c’hallo ket bezañ prouet e pep teorienn greñv a-walc’h evit termeniñ an niverennoù anterin. Diglok vo eta an teoriennoù matematik, ne vern peseurt labour vo graet evit gwellat anezhe ! Enno zo traoù ne c’hallint ket bezañ prouet morse, marteze ! Ken brudet all eo an eil teorem a lavar ne c’hall ket bezan prouet eo kempoell un deorienn matematik bennak. Da lavaret eo ne c’hall ket bezan prouet n’eus ket moaien da gavout enni kinnigoù gwir ha faos war un dro !

Kurt Gödel (1906-1978) hag Albert Einstein (1879-1955)

En ur mod, pa oa krouet gant A. Einstein un deorienn a zigore un hent evit kavout harzoù an hollved fizik e oa krouet gant Kurt Gödel un deorienn a dermene harzoù hollved an arguzerezh ! N’eo ket ur souezhadenn gwelout oa mignoned vras Kurt Gödel hag Albert Einstein. War kevatalennoù ar relativelezh hollek e labouras Kurt Gödel ha diskoachet e voe gantañ disoc’hoù souezhus. Lakaat a reas war wel patrom un hollved gant linennoù amzer serret warno. Un hollved ma c’hallfe ur beajour, mont en-dro en amzer, un hollved ma c’hallfe c’hoarvezout diac’hinadoù* amzer ! Kompren a reer oa direnkus an afer evit Albert Einstein.

Un den iskis oa Kurt Gödel, paranoiak un tamm anezhañ. Mont a reas e-pad e vuhez war tachennoù arvarusoc’h c’hoazh. Gant arguzennoù poellek ul lojikour ampart e klaskas prouiñ bezañs Doue en hollved ! War-lerc’h patrom Gottfried Leibniz ez eas evit sevel e brouenn tennet eus aksiomoù diazez termenet mat evel soñj ar barfeted*.

Aon en doa Kurt Gödel koulskoude rak an dud a soñjfe dezhe e krede e Doue. Setu perak ne faote ket embann e brouenn. E 1970 e soñjas Kurt Gödel e oa war an hent an anaon dre ma e vije bet ampoezonet. Aotreet e voe ur mignon dezhañ embann e brouenn.

N’eus ket pell o deus prouet matematikourien a labour gant urzhiataerioù ha poelladoù a-vremañ evit startaat ar prouennoù matematik ha diskoachañ ar fazioù enno e oa diskiant prouenn Kurt Gödel ! Gwell a se eo evit ar re a gred hag ar re ne gredont ket e Doue.

Jean-Michel Sanner

*Diac’hinad : Paradoxe

*Parfeted : Perfection

UR PENNAD embannet EN NIVERENN 809 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez