Keleier e brezhoneg abaoe 2005

Saotret eo an dour mor war an aod

Dour un draezhenn diwar 5 a vefe saotret e Breizh hervez Dour ha stêrioù Breizh, 20 % e Frañs. Setu disoc’hoù enklask ar gevredigezh, staliet e Benac’h en Aodoù-an-Arvor, a oa bet embannet en o lec’hienn Labelleplage.fr d’ar 25 a viz Mae 2024.

War draezhenn Treompan e Gwitalmeze e oa bet lañset koulzad bruderezh al lec’hienn “La belle plage” gant 200 den d’ar 25 a viz Mae 2024. © Dour ha stêrioù Breizh

Glas-sklaer eo ar mor ha gwenn eo an traezh. Setu traezhenn Treompan e Gwitalmeze, e norzh Penn-ar-Bed. Brav eo evel ur gartenn-bost. Koulskoude eo arabat mont da neuñv amañ. Liv ruz zo war an draezhenn-se war ar gartenn savet gant ar gevredigezh Dour ha stêrioù Breizh hag embannet enlinenn en he lec’hienn Labelleplage.fr. « An draezhenn-se zo brav-kenañ met kalite an dour zo fall-kenañ war ar memes koulz », eme Bauline Kerskavenn, karget eus ar c’hehentiñ. « Setu perak hon eus bet c’hoant da ziskouez d’an dud e c’hell un draezhenn bezañ brav met saotret ivez gant bakteri. Ur bern tud o deus lavaret deomp abaoe m’eo bet lañset ar c’houlzad-bruderezh : “Trugarez, ne ouien ket”.”
Un draezhenn diwar 5 e Breizh a vefe saotret hervez Dour ha stêrioù Breizh. E norzh Penn-ar-Bed, etre Plonger e Penn-ar-bed ha Sant-Maloù en Il-ha-Gwilen, e vez gwelet ur bern traezhennoù orañjez pe ruz war ar gartenn. Da lavaret eo e vefe gwelloc’h chom hep mont da neuial warno. Savet eo bet kartenn La belle plage en ur gemer e kont “holl disoc’hoù an ARSoù a zo bet kaset da Europa er 4 bloaz tremenet. Div vakterienn a vez muzuliet : ‘Echerichia coli’ hag ‘Entérocoques intestinaux’. Abalamour da se e c’hell an dud bezañ klañv gant gastroenterit, skouarnfo1, koñjoñktivitenn, gouinfo2 hag all…”


Ouzhpenn 1500 den o sinañ
Bep bloaz e vez muzuliet kalite an dour war an aod gant an ARS e-pad tri miz etre miz Even ha miz Gwengolo. Holl vroioù Unaniezh Europa a rank ober an dra-se abalamour e oa bet votet e 2006 gant Parlamant Europa muzuliañ e memes mod kalite an dour mor war an aod. N’eo ket sklaer c’hoazh abalamour da betra ha pa vefe martezeadennoù hervez Dour ha stêrioù Breizh liammet ouzh ar sevel loened hag ar stasionoù puraat an dour.
“N’eus ket a-walc’h a enklaskoù, unan zo bet graet gant skol-veur Exeter e Bro-Saoz gant seurferien hag a zo bet analizet o c’haoc’h hag a ziskouez int klañv muioc’h eget ar re all. Goulenn a reomp e vefe graet studiadennoù evit kompren perak, kompren petra a ra war an dud, petra a ra war ar vevliesseurted. Setu perak e c’houlennomp un enklask gant ar barlamanterien, an deputeed, ar senedourien, da vont pelloc’h. N’hallomp ket ni, ur gevredigezh vihan gant nebeut a arc’hant, ober se.” Ouzhpenn 1500 den o doa sinet ar sinadeg d’ar 4 a viz Even.

Manon Deniau

1skouarnfo : otite
2gouinfo : vaginite


Ur pennad embannet en niverenn 993, d’an 13 a viz Even 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez