Deuet eo Marc Fesneau, ministr al labour-douar, da Vreizh evit lavarout pegen pouezus eo ar c’hleuzioù hag ar girzhier. Ha n’eo ket paouez da ziskar a zo d’ober nemetken. Sevel kleuzioù nevez ivez.
Ur pal en deus ar gouarnamant, adsevel 50 000 km a c’hirzhier hag a gleuzioù e Frañs e-kerzh ar 5 bloaz a zeu. Kalz aesoc’h eo sevel kleuzioù en deiz a hiziv eget na oa gwechall-gozh. Buan e labour ar palerezioù. Un skoilh da virout ouzh an dour da vont d’an traoñ war-zu ar richerioù ha da gaout dour-beuz da-heul eo ar c’hleuzioù hag ar girzhier. Herzel an dour da gas an douar gantañ a reont ivez. Un dra vat int evit ar vevliesseurted hag evit stourm ouzh tommadur an hin. Cheñchet eo sell al labourerien-douar warno.
« Ur diaezamant e oa ar c’hleuzioù, dre ma veze kollet amzer ganto », eme Caroline Sourisseau, kenurzhierez Breizh Bocage, an aozadur arc’hantaouet gant ar C’huzul-rannvro. Re vihan e oa ar parkeier ha ret e veze troc’hañ ar c’heuneud a greske war ar c’hleuzioù. « Bremañ e teu labourerien-douar da c’houlenn sikour diganeomp », emezi. Roet e oa bet lañs d’ar programm Breizh Bocage e 2008. Abaoe ez eus bet savet girzhier ha kleuzioù a-hed 6000 km, gant 5600 labourer-douar, evit ur c’houst a 30 milion a euroioù.
Breizh, ur skouer e Frañs
E Frañs e vez kollet 20 000 km a c’hirzhier c’hoazh diwar 750 000 bep bloaz. Mont a ra ar gouarnamant da bostañ 110 000 milion a euroioù, n’eo ket evit sevel girzhier nemetken met ivez evit dresañ, merañ, ha tennañ gounid diouto. Seul vui ma welo al labourerien-douar e c’hellint gounit arc’hant seul vui e vint kendrec’het. Keuneud a zo warno ha pal ar gouarnamant eo diorren an dastum anezho. « Un daeadenn eo evidomp-holl, eme Marc Fesneau, « ober a raio ar Stad e lod ». N’eus netra souezhus ma oa deuet ar ministr da Vreizh evit gwelout skouerioù eus ar pezh a c’hellfe bezañ graet e lec’h all. Ar rannvro a-raok eo Breizh war an dachenn-se.
Ur gwir sevenadur eo ar c’hleuzioù e Breizh zoken, ken boas omp outo, betek krouiñ kevredigezhioù da zifenn aenezho. E miz Mezheven e oa bet aozet ur vanifestadeg e Plerin gant ar c’henstroll Kleuzioù. « Gwelout a reomp hor c’hleuzioù distrujet hep na vefe taolet evezh », eme ar vanifesterien. « Mantrus eo. Hon glad int. »
Y.Y ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 958, d’ar 17 viz Here 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg