Spesiadur

« Darwin » gant André Gil, 19vet kantved

Daoust ma oa embannet gantañ er bloavezh 1860 e deorienn mil vrudet ne oa ket splann evit Charles Darwin e peseurt doare e vez ganet spesadoù nevez a-hed istor ar vuhez. Ne ouie Charles Darwin tra diwar-benn ar skiant genetek krouet un tamm diwezhatoc’h gant Gregor Mendel, manac’h anezhañ, bet embannet er bloavezh 1866. Ur skouerenn notennet eus levr brudet Darwin, «Orin ar spesadoù», a oa gant Gregor Mendel koulskoude. N’eo ket sur evit-se, tamm ebet, e savas Gregor Mendel liammoù etre e labour ha diskuliadennoù Charles Darwin. Ne oa ket er mare-se rouedadoù burzhudus evit buanaat ha pinvidikaat an eskemmoù etre ar skiantourien. Kalz diwezhatoc’h, tamm-ha-tamm, voe komprenet gant ar vevoniourien al liammoù kreñv a zo etre an daou skourr skiantel. Diazez framm skiantoù ar vuhez a-vremañ eo chomet teorienn emdroadur ar spesadoù. Kreñvoc’h-kreñvañ eo deuet ar framm-se a-hed ar bloavezhioù dre labour don ar skiantourien evit kadarnaat ha startaat an traoù. Marteze e c’haller soñjal ivez eo deuet teorienn Charles Darwin an deorienn skiantel brudetañ a-vremañ e-touesk an holl skiantoù ?

Komprenet mat oa gant Charles Darwin e c’hoarvez emdroadur ar spesadoù dre cheñchamantoù bihan harpet gant an endro ha treuzkaset d’an diskennidi. Koulskoude e peseurt doare e vez krouet spesadoù nevez ken disheñvel an eil ouzh egile a chome kevrinus evitañ. An digenvez genetek an hini eo hag a zo senario diazez krouidigezh spesadoù nevez. Dre zarvoudoù an natur eo lodennet poblañs ur spesad bennak e strolladoù disheñvel ha goustadik e kresk cheñchamantoù ar genom e pep strollad digenvezet. Ar poblañsoù nevez-krouet a chom digenvezet betek ur poent ma ne vo ket ken pep strollad gouest d’en em barañ an eil gant egile abalamour d’ar cheñchamantoù berniet er genom. Prouet eo bet ar mekanik-se gant skouerioù niverus. Unan anezhe zo emdroadur ar spesad logod lesanvet Mus Musculus, logodenn an tiez anezhi. Ganet eo ar spesad e India, hag e-korf 500 000 bloavezh he deus aloubet ar bed a-bezh en ur ambroug marteze fiñvadennoù ar poblañsoù tud. Ha krouet e voe war un dro pevar is-spesad disheñvel war dachennoù disheñvel ar bed.

E-barzh genom hor viruz muiañ-karet e tegouezh mutadurioù e-leizh. Skeudennet mat eo a-drugarez dezhañ, mont-en-dro emdroadur ar boudoù bev. Azasaat a ra ar virus. Ne vez ket lavaret gant an arbennigourien e cheñcho kalz e vont-en-dro koulskoude. Gwell a se.

Jean-Michel Sanner

spesadur : spéciation

UR PENNAD EMBANNET EN NIVERENN 819 (KOUMANANTIÑ : AMAÑ)

Da lenn

Da lenn ivez