Teir sizhun e oa Yona Coulibaly-Herpe pa oa bet plaset e familh ar sevenourez Laëtita Gaudin-Le Puil. 22 vloaz eo ar plac’h a zo bet lakaet hec’h istor war wel en teulfilm « Teir sizhun hag un devezh ». Skignet e vo evit ar wech kentañ er sinema Ellé er Faoued d’ar Sadorn 14 ha d’ar Sul 15 a viz Gwengolo.
E Lannejenn o doa kejet Maryvonne ha Lionel Herpe gant Yona 22 vloaz zo. Diouzhtu e oa bet un taol kalon etre ar familh hag ar plac’h vihan. « Pa oa degouezhet ar babig e oa c’hoarvezet un dra bennak », eme ar sevenourez Laëtitia Gaudin-Le Puil.
D’an oad a 16 vloaz e c’helle Yona bezañ rediet da guitaat he familh degemer, evel pa oa 10 vloaz c’hoazh. Krog e oa Laëtitia da skrivañ ha da sevel ur pennad evit ar gelaouenn XXI. « Skrivañ diwar-benn hec’h istor a c’helle bezañ un diskoulm evit gwareziñ anezhi, a soñje din. Un doare da wareziñ bugale all e c’helle bezañ ivez. Pa vez plaen an traoù gant ar vugale e vez soñjet ez int saveteet. Rediet e vezont neuze da zistreiñ gant o zud, daoust ma tremen fall a-wechoù. »
E 2020 e krogas Laëtitia da dreiñ un teulfilm diwar-benn buhez Yona, gant asant ar plac’h yaouank. Pevar bloaz eo padet an treiñ. « Filmet ‘m eus anezhi war hir amzer abalamour ma ‘moa c’hoant da bakañ pazennoù disheñvel eus he buhez, re a vez gwelet evel pouezus-bras en deskoni. Evel er skol, rak 80 % eus ar vugale plaset n’o deus tamm diplom ebet ; padal eo bet Yona en ur skol glañvdiouriezh, ha deuet eo da vezañ klañvdiourez hiziv an deiz. » Daoubennet eo bet ar filmañ peogwir eo kouezhet klañv Lionel gant kleñved Charcot. « El lodenn gentañ e vez ambrouget hag hardishaet Yona gant Maryvonne ha Lionel. En eil e vez diskouezet sell Yona war Lionel hag ar pezh a laka e plas evit ambroug anezhañ betek penn », a zispleg Laëtitia.
Dre sell Yona e vez lakaet war wel an dud a zo tro-dro dezhi. Ar c’hamera a dap prantadoù buhez, mesket enno c’hoarzhoù ha daeroù en un doare ampart.
Liammoù ar galon ha liammoù ar gwad
« Teir sizhun hag un devezh » n’eo ket un teulfilm diwar-benn ur babig plaset nemetken. Lakaat a ra ar sellerien d’en em soñjal war al liammoù denel. « Kreñvoc’h eo liammoù ar galon eget reoù ar gwad a-wechoù. Burzhudus eo, rak daoust ma n’eus takennad wad ebet boutin ganeomp e tennomp kalzik Yona ha me an eil d’eben. »
Liammoù kreñv zo etre tudennoù an teulfilm. Anat eo etre Yona, Tonton ha Tata. « Atav he deus graet Tata ha Tonton eus Maryvonne ha Lionel. Ur wech pa oan o treiñ er Mañs, er skol glañvdiourezh, en doa sonet he foellgomzer ha skrivet e oa Tata warnañ. Merket e oan bet rak lavaret he doa d’he mignonezed e oa he mamm a oa o klask tizhout anezhi. »
Daoust m’eo tost eus he familh a galon e vir Yona ul liamm kreñv gant he mamm viologel, a-drugarez Maryvonne. « N’he deus bevet gant he mamm biskoazh abalamour m’eo klañv abaoe he ganedigezh. Met envel a ra anezhi Mammig ha kreñv e kavan an dra-se. Mirout a ra ul liamm gant he zad ivez daoust m’en deus « kastelodennoù bras » evel ma lavar Yona en teulfilm, ha daoust m’eo luziet o darempredoù. » Splujañ a ra an arvesterien e kalon un istor ha n’eo ket o hini, ha koulskoude e c’hall pep hini kavout e lod.
Un istor e servij istorioù all
Spi he deus ar sevenourez e vo fromet kalz a dud gant he zeulfilm. Pelloc’h evit er sinemaoù he deus c’hoant lakaat bannañ he film en ensavadurioù, evit lakaat labour ar familhoù degemer war wel. « Ur gwir breder zo e Frañs e-keñver gwareziñ ar vugale ha karout a rafen e vefe ma zeulfilm evel un ostilh. »
Evel bugale all eo bet gwarezet Yona en ur greskiñ e ti Maryvonne ha Lionel met diaes eo hec’h istor memes tra. D’ar 14 ha d’ar 15 a viz Gwengolo e vo skignet an teulfilm evit ar wech kentañ e sinema ar Faoued. Fellout a rae d’ar sevenourez trugarekaat skipailh ar sinema Ellé evit e skoazell. War-lerc’h e vo skignet gant Frañs 3 Breizh ha gant ar chadennoù lec’hel Tébéo, Tébésud ha TVR.
Ur film war ar familh eo hag a laka pep hini d’en em soñjal war e istor dezhañ. « Un teulfilm zo savet mat pa dremener dre fromoù disheñvel, ‘gav din. Daoust m’en deus va hini perzhioù fall em eus bet ar chañs da gaout tudennoù brav. »
Sarah Lagadeg
D’ar 14/9 da 9e da noz ha d’ar 15/9 da 6e g.m. Priz dieub. Ar gounidoù az aio d’ur gevredigezh hag a sikour ar c’hlask war kleñved Charcot.
Ur pennad bet embannet er gazetenn Le Poher. Troidigezh gant Ya!
Ur pennad embannet en niverenn 1005, d’an 10 a viz Gwengolo 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg