Un diredig1 eus Amerika a oa bet spurmantet e Breizh evit ar wech kentañ, e Groñvel, e miz Kerzu. Ur barez yaouank e oa. Laboused eus ar memes gouenn a oa bet gwelet dija en Europa, e Portugal, Breizh-Veur hag Iwerzhon, met un darvoud eus ar re ralañ eo ha deredet e oa kalz tud evit luc’hskeudenniñ al loen. Kavet en doa hini Groñvel ur poull da besketa aes ennañ. En em c’houlenn a reer penaos en doa treizhet ar meurvor.

Ul labous gris teñval e bluñv eo, hir e veg par d’ur goustilh, tev e benn ur gabell warnañ. Brasoc’h eo e vent eget hini diredig Europa. Neizhiañ a ra an dirediged-se a-hed ar stêrioù pe e-kichen ar poulloù en Alaska, e Kanada hag el lodenn vras eus ar Stadoù-Unanet ha skeiñ a reont war-du ar su evit goañviñ er c’hornadoù tro-war-dro da Bleg-mor Mec’hiko. Kaset e oa bet a-dra-sur pell diouzh e gevandir orin gant ur gorventenn pa oa oc’h ober e veaj goañviñ kentañ met hir eo an hent koulskoude evit tizhout hon aodoù. Soñjal a ra da lod en doa kavet ur vag evit diskuizhañ e-kerzh e nijadenn a-us d’ar meurvor hag e oa bet kaset ganti betek Breizh.
Nerzh an divaskell
An avelioù a c’hell kas laboused pell diouzh o ziriad orin ha trevadenniñ a reont evel-se kornadoù nevez pa c’hellont en em voazañ ouzh an endro. Ar pezh a c’hoarvezas, da skouer, gant ur gorventenn kreñv-spontus e 1937 war ar meurvor Atlantel eus Europa betek Greunland. Kaset e oa bet ganti driski2 louet betek inizi bihan en norzh da Island ha nijet o doa ar re-se goude-se betek Greunland el lec’h ne oant bet gwelet biskoazh betek neuze. Laboused a vez nerzh a-walc’h en o divaskell evit beajiñ pell war vor, ha tizhout evel-se douaroù da baotañ. Pa vez aes kavout boued en endro nevez-trevadennet ha pa ne vez preizher ebet da lakaat buhez al laboused-se en arvar, e koll o diskennidi lod eus perzhioù o gouenn tamm-ha-tamm. Laboused gouest da dreizhiñ morioù war nij a c’hellas tizhout Enez Maoriz, da skouer, met kantvedoù war-lerc’h e veze divarrek o diskennidi, an Dodoed, d’ober an disterañ implij eus o divaskell.
Estreget ar c’horvetennoù a c’hell kas laboused betek lec’hioù ma oant dianav betek neuze. Degaset e oa bet krakperoked3 kolierek e kornad Pariz gant kirri-nij moarvat, achapet diouzh kaouedoù a vezed o tiskargañ, spurmantet ma oant bet evit ar wech kentañ e-kichen an aerborzhioù. Trevadennet ez eus bet ganto meur a lec’h e Frañs diwar-goust gouennoù laboused all, e takadoù glas ar c’hêrioù. Daoust m’emañ orin ar ouenn-se e broioù tomm eo deuet a-benn d’en em voazañ ouzh an endroioù-se. Efed un hin aet war dommaat e vefe moarvat.
Paol ar Meur
1diredig : martin-pêcheur
2drask (driski) : grive
3krakperoked : perruche
Ur pennad embannet en niverenn 1077, d’ar 17 a viz C’hwevrer 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


