Digoret e oa bet ospital Boc’harzh e-kichen Brest e 1975. N’eo ket mui diouzh ezhommoù an deiz a hiziv. Cheñchet eo an doare d’ober war-dro ar re glañv. Disheñvel diouzh an doare ma empented ur bredospital betek-henn e vo ar savadurioù nevez.

Ur c’hreñvlec’h ma vez kraouiet ar glañvourien ennañ eo un tammig ur bredospital. Soñjet e vez er bsikiatriezh en un doare disheñvel hiziv avat. Digor war ar bed hag ul lec’h ma c’hell an dud kendivizout eo an doare nevez ma vez soñjet ar bredospitalioù hiviziken.
Diskaret e vo ar bredospital kozh a-bezh ha savet en-dro el lec’h m’emañ bremañ. 21 hektar eo gorread an dachenn. Heverk e vo an an ospital nevez dre ma vo adsavet penn-da-benn e-lec’h adober anezhañ a-dammoù evel ma c’hoarvez e lec’h all. Abalamour da se ez eus bet soñjet e pep rann eus an ospital er raktres. Ur cheñchamant hollek e vo eta. « Evit ijinañ ar savadur nevez omp en em harpet war an ezhommoù evit louzaouiñ ar glañvourien hag ober war o zro », eme Florence Favrel-Feuillade, renerez ar penn-ospital. 72 milion a euroioù en devo koustet pa vo echu e 2030.
Degas laouenidigezh d’ar glañvourien
Pa’z eer e lec’hienn internet ar c’habined savouriezh a zo bet dibabet evit ar raktres e c’heller lenn ez eus bet klasket krouiñ un endro lec’h ma adkavo an dud aergelc’h ar gêr. Ne vo ket lojet ar re glañv e savadurioù bras met e tiez bras. Al lec’hioù rannet etre an holl — salioù-debriñ, salioù-degemer evit ar familhoù — zo bet soñjet e-giz pezhioù da vevañ enno, bihan ar vent anezho gant ur c’hinklerezh plijus disheñvel diouzh ar pezh a gaver en ospitalioù. Ar memes tra eo gant ar c’hambroù a vo adkavet stumm al letioù enno, en ur implijout ar c’hoad hag en ur zigeriñ anezho war an natur. Er-maez e c’hello an hini a gar kavout ul lec’h damguzh ma vo roet an digarez dezhañ da bellaat diouzh ar bed. E pep sal e teuio ar gouloù eus an diavaez. Servijoù ar prederioù a skoio war ul liorzh diabarzh. Lec’hioù-labour ar glañvdiourien a roio tu da eveshaat hep na vefe bec’h war ar glañvourien. « Ne zle ket ar re glañv kaout ar santimant da vezañ flastret. Koll a raio an ospital e stumm toull-bac’h. » Betek an nor diavaez evit mont e-barzh zo bet raktreset evit ma santfe an dud eo degemerus al lec’h. An talbenn zo e-giz kêr, evit enframmañ an ospital en e garter hep diaezañ ar re glañv nag ober aon da annezidi ar c’harter. Ar parklec’h-liorzh evit ar c’hirri a vo un astenn eus buhez an diavaez, hep meskañ klañvourien, skipailhoù prederiañ, gweladennerien, ha kirri aveadurioù ha pourvezioù evelato.
Un 60 strollad bennak a oa bet bodet da brederiañ war ar pezh a c’hortoze an eil re hag ar re all eus an ospital nevez. Kement micher zo, ar c’hevredigezhioù, kerent ar glañvourien, klañvourien zo, pep hini en deus roet e soñj. « Prederiet hon eus kalz », eme Aude Baillet, renerez ar pol psikiatriezh. « Ne vo ket ouzhpenn un den e pep kambr, hag an aezamant lojañ a vo gwellaet kalz. » 197 plas a vo en ospital Boc’harzh. 10 485 m2 e vo gorread ar savadurioù. 680 goprad zo o labourat ennañ bremañ, en o mesk 50 medisin.
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 1065, d’ar 25 a viz Du 2025.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg


