Ur strollad 6 ezel eus an EZLN (Ejército Zapatista de Liberación Nacional) en deus loc’het e-bourzh ar vag “La Montaña” eus Isla Mujeres e su Mec’hiko evit mont betek Europa gant ur c’hoant : «gervel da zihuniñ a-enep ar gapitalegezh». Raktreset o deus erruout e Vigo e Bro-Spagn a-benn 6 sizhun. Kregiñ a raio o beaj en Europa ha kenderc’hel a raio war ar 4 c’hevandir all.
«Zapata vive ! La lucha sigue !» – Zapata a vev ! Kenderc’hel a ra ar stourm ! – o deus huchet meur a hini eus ur gumuniezh endogenek deuet da saludiñ anezho, ar meilh-dorn stardet. «Ur veaj evit ar vuhez eo» en deus displeget an is-komandant Moises, degemennour al luskad zapatek a zo bet anvet gant ar bed a-bezh e 1994 p’en deus kroget da stourm er Chiapas, ur stad a Vro-Mec’hiko. Tremen a raio dre meur a vro da gejañ gant aozadurioù eus an tu-kleiz evit eskemm ha lakaat an dud da gompren «he deus aloubet ar gapitalegezh ar bed ha poent bras eo dihuniñ» en deus ouzhpennet-eñ, an dremm masklet gant ur c’hougoul, arouez ul luskad deuet da vezañ brudet a-drugarez d’an hini a oa e penn : an is-komandant Markos. Abalamour d’ar c’hleñved-red eo bet lakaaet en dispell ar strollad e-pad 15 deiz a-raok mont kuit.
Stourm evit ur bed nevez
Pinvidik-tre eo stad ar Chiapas, e Bro-Vec’hiko, a-drugarez d’an touristelezh met un digevatalded vras a zo, siwazh, ar pezh a ra eus an dud a zo o vevañ er stad-mañ unan eus ar re baourañ ar vro. En endro-mañ eo ganet an EZLN e 1994, ul luskad politikel ha milourel gant ar pal difenn tud ar rannvro. Souezhet en doa ar gouarnamant e penn-kentañ ar bloavezh 1994 p’en doa kroget da stourm gant armoù. 12 devezh o doa padet an emgannoù. Degadoù a dud varv a zo bet, e-touez ar zapatisted dreist-holl. Da c’houde un harz-tennañ ha komzoù etre an EZLN hag ar gouarnamant e oa bet sinet un emglev e 1996. Paouezet o doa ar stourmerien da gomz gant Mec’hiko peogwir n’o deus ket bet ar pezh ar c’houlennent : dizalc’hidigezh ar Chiapas. Al luskad en deus diskleriet memestra e aotrouniezh war an tiriadoù kontrollet gantañ.
NG
Ur pennad embannet en niverenn 832 – d’an 21 a viz Mae 2021.
KOUMANANTIÑ : AMAÑ