En he bannoù-treset diwezhañ, Champs de bataille, L’histoire enfouie du remembrement, e spluj ar gazetennerez Inès Léraud e maezioù Frañs evit diskuliañ reuzioù an adlodennañ. Gant ar pezh cheñchamant-se, lañset goude an Eil Brezel-bed evit modernaat al labour-douar, e oa bet treset ar gweledvaoù en-dro ha treboulet meur a vuhez.
Brudet eo Inès Léraud evit hec’h abadennoù skignet e France Inter ha France Culture ha dreist-holl evit hec’h enklask « Bezhin Glas, an istor difennet » embannet e 2019. Diskouez a ra ar gazetennerez, gant he sell lemm, ar gwastoù a oa bet graet war ar maezioù abalamour d’an adaozadur war ar font lañset e 1941. Aet eo ar garzhaouegoù da get, hag erlec’hiet int bet gant tachennoù bras-divent evit an ungounid1. Gant an treuzfurmadurioù-se eo bet aesaet krignerezh an douaroù, kreñvaet an dic’hlannoù ha distrujet an ekoreizhiadoù. Ar girzhier, anezho repuoù bevliesseurted, zo bet troc’het abalamour da broduiñ muioc’h.
Ur reveulzi
Met ouzhpenn ar maezioù zo bet dilezet. Kontañ a ra Inès Léraud an dramaoù bevet gant an dud a-gaoz d’ar reveulzi-se. Labourerien-douar, rediet d’en em ober diouzh ar patrom askoridik2, zo aet o yec’hed war fallaat abalamour d’an diastuzerioù3. Paouraat a ra an douar a vez gounezet, ar pezh a laka dazont an atantoù en arvar. Aet eo war washaat ivez an darempredoù etre an dud, ha buhez ar c’humuniezhioù a veze gwriziennet alies war un doare bevañ hengounel.
Pouezañ a ra al levr war ar skog4 sokial ha politikel ivez. An adlodennañ, a veze lakaet e plas dre heg, gant feulster a-wechoù, en doa bet lakaet a-gostez ar re a nac’he plegañ d’ar patrom-se. Lod lañserioù-diwall zo bet gwasket kreñv pa savent o mouezh a-enep an efedoù ekologel.
Gant Champs de bataille ne ra ket Inès Léraud nemet diskuliañ : reiñ a ra ar gaoz d’an dud. Al levr-se, enklask ha manifest war un dro, a c’houlennata hon darempredoù gant an douar hag gant ar re a c’hounez anezhañ.
Un enklask hir
« E 2015 e oan en em staliet en ur gêr vihan e Kreiz-Breizh. Kerkent ha ma oan erruet o deus komzet an dud din eus an adlodennañ, an tabutoù, ar feulster er c’humunioù evel e Trabrivan, da skouer, a zo meneget er BT. A-raok, evel kalz a dud, ne’m boa klevet komz biskoazh eus an darvoud istorel-se. Krog on da zastum testenioù tro-dro din. Souezhus e oa, rak hervez kalzik a dud ez eo an adlodennañ orin ar c’hudennoù a zo gant al labour-douar a-vremañ », he deus displeget Inès Léraud d’ar gazetenn Le Parisien.
E-pad 4 bloaz he deus labouret ar gazetennerez gant Léandre Mandard a zo doktorad e Kreizenn Istor Savadur ar Studioù Politikel e Pariz hag a zo o sevel un dezenn war an adlodennañ e Breizh. « Kornadoù Loudieg ha Lambal zo bet skoet ar muiañ. En deiz hiziv ez int an takadoù labour-douar ma vez produet ar stankañ en Aodoù-an-Arvor », eme an istorour.
N. Gourvenneg
1ungounid : monoculture
2askoridik : intensif
3diastuzer : pesticide
4skog : impact
Ur pennad embannet en niverenn 1016, d’ar 26 a viz Du 2024.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg