spot_img

Ur vrigadenn polis-kêr e Brest ?

E-mesk ar c’hêrioù brasañ e Frañs e chom Brest hec’h-unan hep polis-kêr ebet. Ar maer PS François Cuillandre, war ar renk evit ur pempvet mandad, en deus cheñchet e soñj ha prometet sevel ur vrigadenn.

E-touez ar c’hêrioù ouzhpenn 100 000 annezad enno eo Brest an hini nemeti e Frañs ha n’he deus nemet ur polis broadel. © Pablo Tupin-Noriega

Klevet a reer alies ez eus muioc’h-mui a drubuilhoù e kêr-benn Breizh-Izel. Da skouer, d’an 10 a viz Du 2023 e oa bet lazhet ur paotr yaouank gant tennoù Kalachnikov. Ar wech kentañ e oa e Brest. E miz Du paseet e oa bet daou baotr yaouank oc’h ober rodeo gant kirri-tan laeret.
Ar pezh a zo, ur vrigadenn polis-kêr ne c’hell ober netra, dre m’emañ ar polis-Stad e karg eus an torfedoù. Lavaret a ranker ivez ez eus un diferañs vras etre ar santimant disurentez hag ar surentez. Koulskoude, alies-mat, respontoù an tu-dehoù pe an tu-dehoù pellañ e vez ar memes re : kameraioù ha brigadennoù polis-kêr armet.
Betek-henn, ur vrigadenn surentez publik, 20 den enni, a veze o vale e ruioù Brest. Siwazh ne oa ket bet stummet mat izili ar vrigadenn-se hag ez eus bet jeu ganto : e miz Gwengolo e oa bet kondaonet tri anezho gant ar Justis goude bezañ kontrollet un den er ru. Re vuan o dije implijet gaz lakrimo.


Trafik drammoù
Neuze, da betra e servijo ur polis mod-se ? Hervez François Cuillandre eo cheñchet mik ar c’hoñteks gant an trafik drammoù. Gant ma vo dilennet Cuillandre en-dro e vo savet ur skipailh hanter-kant a dud dizarmet. Rebechiñ a ra ar maer da Sarkozy da vezañ bet lamet ar polis tost e 2003. Ar vrigadenn-se a vo akipet gant armoù ha ne c’heller lazhañ unan bennak ganto : bizhier ha gaz lakrimo. Koustañ a rafe tri milion a euroioù bep bloaz. Hervez ar pezh a zo bet lavaret eo bet bountet ar maer da cheñch e soñj gant ar Re C’hlas : asambles emaint war ar renk ha sinet o deus un emglev.
Abaoe m’en deus embannet skipailh Cuillandre e raktres e klemm al listennoù all. An hini pennañ, listenn Stéphane Roudaut (tu-dehoù kreiz), a ginnig ur vrigadenn un tamm mat brasoc’h : 150 den armet da vat. E penn al listenn RN, Yves Pagès — maer kent Plouzane, a ginnig ivez ur vrigadenn 150 a boliserien.
Hennezh zo goapaus un tamm bihan. Disklêriet en deus da Ici Breizh Izel e vije mataer Cuillandre : « merzhout a ra e vo pouezus ar c’hudennoù a denn d’an disurentez e-pad ar prantad kabaliñ, rediet eo bet da cheñch penn d’ar vazh. »


Feulster ar gevredigezh
A-benn ar fin emañ a-du an holl dud war ar renk paneve Cécile Baudouin (La France Insoumise) : « klasket hon eus keñveriañ sifroù ar surentez gant kêrioù ken bras ha Brest : Ar Mañs, Amiens, Clermont. A-benn ar fin ez eus nebeutoc’h a drubuilhoù e Brest ». Forzh penaos, an trafik drammoù a sell ouzh ar Stad eme plac’h an LFI. « Respontoù all zo : labourat en a-raok war ar yec’hed
publik, gant ar c’hevredigezhioù ». Hervez Cécile Beaudoin e vije mat sellet war-zu ar porzh : « traoù evel an drammoù, peotramant an armoù, a erru dre ar mor ». Labourat muioc’h gant ar maltouterezh a rankfe ober skipailh ti-kêr Brest. Ar pezh a gont evit Cécile Baudouin eo « terriñ ar feulster a vez stank er gevredigezh ha adkavout an tu da vevañ asambles en ur respont da drubuilhoù an dud : al labour, al lojeiz hag ar skolioù ». Hervezi, ar skipailh a zo e penn kêr Vrest n’en deus ket postet a-walc’h a voneiz da respont d’ar c’hudennoù-se.

Douetus, war-lerc’h ar votadegoù-kêr e vo ur vrigadenn polis-kêr e Brest. Met gant peseurt disoc’hoù ?

Julien Meffre


Ur pennad embannet en niverenn 1073, d’an 20 a viz Genver 2026.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez