Evel bep bloaz er mare-mañ emañ kerent skol Diwan Gwitalmeze o prientiñ o darvoud bloaziek : foar an traoù kozh ! Ha n’eo ket unan dister ’vat rak ar bloaz-mañ c’hoazh e vo tost da 30 kozhkailher o kinnig deoc’h o marc’hadourezh. Pourmen eus ur stal d’egile, furchal ha marc’hata ’vo posupl ober eta d’ar Sadorn 6 ha d’ar Sul 7 a viz Mae etre 10 eur vintin ha 7 eur abardaez e sal liesimplij Gwitalmeze.
Digarez ’vo ivez da gejañ gant familhoù ar skol, da c’houzout un tammig hiroc’h war ar c’helenn e brezhoneg ha war ar raktresoù kaset da benn gant ar skipailh pedagogel.
Eno ne vec’h ket laosket da zisec’hiñ ha da gaout naon, anat deoc’h ! Krampouezh dous ha sall (gwinizh ha gwinizh-du), evajoù a vo kavet war al lec’h evel-just… Hag istr Tavarn an Aber. Na lipous, un dudi !
Diduamant a vo da gaout ivez dre ar c’hoari sac’h a vo aozet a-hed an daou zevezh. Meur a denadenn a vo evit ur prof a 30 € bep tro, da zispign e stalioù ar foar.
C’hoari sac’h ’vo ivez a-raok ar foar… Enlinenn mar-plij !
Da c’hounit : 1 mont e-barzh + 1 skrid-prenañ a 30 € da implijout war al lec’h + 1 grampouezhenn hag 1 evaj.
Mont a raio ar maout gant 2 zen, evit bezañ en o zouez e vo ret :
- emezelañ d’ar bajenn
- rannañ an embannadenn war ho moger
- anavezout 2 vignon
Evit gouzout hiroc’h : https://www.facebook.com/SalonBrocantePloudal/
Deuit niverus ! Ouzh ho kortoz emañ familhoù Diwan Gwital !