Keleier e brezhoneg abaoe 2005

80 vloaz zo, Dieubidigezh Breizh ha Frañs

Er bloaz-mañ e vez lidet an darvoud istorel-se kroget gant Debarkamant an Aliañsed e miz Even 1944. Koulskoude e oa bet ret gortoz tost ur bloaz a-raok fin an Eil Brezel-bed d’an 8 a viz Mae 1945. Kinniget e vo prezegennoù war an tem-se gant Sevenadurioù Breizh (BCD) e mediaoueg an Oriant. D’an 20 a viz Gwengolo e vo an hini gentañ gant ar gazetennerez Stéphanie Trouillard diwar-benn istor hec’h eontr-kozh, ar Rezistant André Gondet.

D’an 18 a viz Gwengolo 1944 e oa bet dieubet kêr Vrest goude bezañ bet ac’hubet e-pad 1553 deiz ha goude ur seziz hag en doa padet 43 deiz. © Signal Corps US army

D’ar 6 a viz Even 1944, pa savas an heol da 6e30 vintin, e oa 5 divizion o tizambarkiñ war aod an Normandi en traezhennoù lesanvet “Utah”, “Omaha”, “Gold”, “Juno” ha “Sword”. D’ar c’houlz-se e oa okupet Frañs gant an Alamaned. Ouzhpenn 130 000 soudard a oa, Amerikaned, Kanadianed, Breizhveuriz evit al lodenn vrasañ anezho hag un nebeud Frañsizien en o zouez. Setu penaos e oa krog Dieubidigezh Frañs e 1944, 80 vloaz zo, gant an operasion “Overlord”, e-kerzh an Eil Brezel-bed kroget 5 bloaz a-raok.
Tamm-ha-tamm e oa bet dieubet gwalarn Frañs e-pad an hañv gant an Aliañsed hag ar Rezistanted. Buan e oant erruet e Breizh, d’ar 4 a viz Eost e oa dieub Roazhon. Aet e oa arme an Alamaned da vonioù arme-vor Brest hag an Oriant ur wech dieubet ar c’hêrioù bras peotramant ar maezioù. Koulskoude e oa c’hoazh emgannoù etre ar Rezistanted hag an arme alaman. D’ar 7 a viz Eost e oa bet lazhadeg Pengereg e Gouenoù, e-kichen Brest. 42 den zo bet lazhet gant ar soudarded alaman abalamour e oa bet lazhet ur soudard gant ur Rezistant. Al lazhadeg washañ e kornôg Frañs eo bet.
D’an 18 a viz Gwengolo e oa bet dieubet Brest “met an Oriant ha Sant-Nazer zo chomet dindan an arme alaman betek miz Mae 1945”, eme Anna Kere, e-karg da skignañ danvez sevenadurel Breizh e lec’hienn Sevenadurioù Breizh (BCD), Bécédia.


“Chomet eo kreñv e pennoù an dud”
Bep bloaz e vez kinniget un heuliad prezegennoù gant BCD ha mediaoueg an Oriant. “Evit 80 vloaz Dieubidigezh ar vro e veze aozet ur bern traoù”, he doa merzhet Anna Kere. « Chomet eo kreñv an darvoud-se e pennoù an dud.” Lakaet e vo ar gaoz war an darvoud istorel-se dre temoù dianav d’an dud.
D’an 20 a viz Gwengolo e vo ar brezegenn gentañ gant ar gazetennerez Stéphanie Trouillard. Graet he deus un enklask diwar-benn hec’h eontr-kozh, André Gondet, hag a oa e strouezheg Sant-Marc’hell, e kreiz ar Mor-Bihan. En hañv 1944 e oa bet lazhet. E 2018 e oa bet embannet gant Skol Vreizh al levr he deus skrivet diwar e benn — Mon oncle de l’ombre, enquête sur un maquisard breton.
Gant ar film “Ok Joe !”, savet gant Philippe Baron, e vo kaoz eus lazhadennoù, palforsoù ha gouennelouriezh gant ar soudarded amerikan, ar “GI”, dre sell ar skrivagner ha jubennour Louis Gwilhouz. Diskouezet e vo d’an 8 a viz Du 2024.

© U.S. federal government


Plas ar merc’hed en Eil Brezel-bed
E miz Kerzu e vo kinniget ur film-prezegenn, “Libération”, gant Anna Kere, hantererez BCD, ha Pascal ar Meur, eus Gwarez Filmoù. “Diskouezet e vo evit ar wech kentañ skeudennoù ‘zo bet filmet gant an Amerikaned, ar soudarded alaman… Gwelet e vez Brest distrujet, an arme amerikan o tont tre e Gwengamp… Interesant ‘vo.” Da-heul e vo kaozeadennoù diwar-benn plas ar merc’hed er Rezistañs hag er C’henlabour e miz C’hwevrer hag e miz Meurzh 2025. Da echuiñ e vo roet plas da istor an Oriant d’an 9 a viz Mae. 80 vloaz kentoc’h e oa en em zaskoret gwarnizon alaman en Oriant, d’ar 5 a viz Mae 1945. Tri devezh goude-se e oa echu an Eil Brezel-bed, goude ma oa bet sinet ar godianidigezh gant ar Wehrmacht, arme Alamagn — an IIIde Reich — e Reims, e norzh-reter Frañs.

Manon Deniau

Prezegenn Stéphanie Trouillard, d’an 20 a viz Gwengolo, da 6 eur noz, e mediaoueg an Oriant, digoust

Mont pelloc’h ganti :
https://bcd.bzh/becedia/fr/le-massacre-de-penguerec
https://www.bcd.bzh/non-classifiee/la-liberation-racontee-a-bcd/
https://www.bcd.bzh/becedia/liberation-bretagne-1944/


Ur pennad embannet en niverenn 1006, d’ar 17 a viz Gwengolo 2024.

  • Prenañ an niverenn-mañ e stumm PDF (2€) : amañ
  • Koumanantiñ : amañ

Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez