Keleier e brezhoneg abaoe 2005

A zouad da strollad

Div e oant o kanañ asambles, Perynn Bleunven hag Elise Desbordes. Aet int pelloc’h ha savet ganto ur strollad, « Emezi » a zo o vont da embann o fladenn gentañ.

Abaoe pell en em anavezont. Asambles e oant dija er « Perynn Quintet ». Eus ar memes bro emaint, pe dost. Aet e lise Diwan an div. Savet e bed al lazoù-kanañ, Laz-kanañ Penn ar Bed evit Elise, Allah’s kanañ evit Perynn. Met un tamm disheñvel int, memestra. Gant bed ar sonerezh jazz eo bet levezonet Elise, kanerez ha sonerez piano, ezel eus ar strollad « Lunch Noazh ». Levezonet gant doareoù modern – hip-hop, RnB, sonerezh mod kêr – eo Perynn, plijet ma vez gant Krismenn pe c’hoazh Beyoncé.«Fellout a rae deomp kaout un anv e brezhoneg rak ul lodenn a-bouez deus hon personelezhioù eo met hep mont war sonerezh ar festoù-noz » eme Elise. Ha Perynn da ouzhpennañ : «Re alies e stager ouzh ar brezhoneg mennozh ur sonerezh da zañsal. Klask a raemp un anv aes da zistagañ, o lakaat war wel, anat, ar gour benel. Merc’hed omp ha c’hoant hon eus lakaat war wel plas ar merc’hed. ». 6 ton o deus savet, 3 savet gant Elise, 3 all gant Perynn. Ganet eo ar raktres e miz Meurzh diwezhañ, pa oa bac’het an div. Chom a ra c’hoazh traoù da echuiñ met gwelet a reont fin an hent e miz Meurzh 2021 gant embann ur bladenn, anvet « Tentadur ». «Merzet hon eus e oa niverus an dud a fell dezho derc’hel gant an aergelc’h goude un abadenn, kaout un dra bennak da gas d’ar gêr. » emezo.

Gwellaennoù

Avañset-mat eo ar raktres met chom a ra c’hoazh labour d’ober. Ouzhpennañ taboulinoù elektro – boazet eo an div da implij an urzhiater evit peuraozañ o zonioù. Reiñ plas d’an dud pedet da gemer perzh en o album. Digoret o deus ur c’houlzad arc’hantaouiñ war Kisskissbankbank evit kaout 7 000€ da ouestlañ d’o raktres. Dindan 3 devezh o deus tizhet dija an hanter eus ar sammad c’hoantaet « Pelloc’h eget ur bladenn e fell deomp krouiñ un aergelc’h » emezo. Evit-se o deus goulennet digant Majan Pochard krouiñ dilhad a-ratozh. Ul livadenn a fell dezho lakaat war golo o fladenn, evit ma vefe pep tra eus ar c’hentañ.

https://www.kisskissbankbank.com/fr/projects/premier-album-emezi-perynn-elise

Ur pennad embannet en niverenn 806 (koumanantiñ : amañ)

Da lenn

Da lenn ivez