Rakwelout liv an amzer

E-pad pell ne oa bet nemet Météo France. Met gant an teknikoù nevez ez eus bet krouet embregerezhioù bihan. Betek-henn e oa anavezet Météo Bretagne. Roet ez eus bet lañs d’ur stal nevez e 2026, Temps Breton.

Abaoe m’eo bihan eo sot Steven Tual gant ar meteo. © Temps Breton

2,2 viliard a euroioù e oa marc’had an diougan amzer er bed a-bezh e 2022. E Frañs ez eus peder stal vras. Météo France eo an hini bouezusañ c’hoazh. 15 milion a weladennerien a yafe d’he lec’hienn bep miz. Goude emañ ar stroll Figaro gant un eizh milion bennak a weladennerien, Weather Group, ur stal amerikan, gant ur 7 milion bennak ha Wetter Online ur stal alaman gant un 3 milion bennak a weladennerien. Nevez zo ez eus bet krouet stalioù bihanoc’h avat. E Breizh eo anavezet unan anezho, Météo Bretagne, abalamour d’ar chadennoù skinwel lec’hel dreist-holl.


Météo Bretagne
E 2009 e oa bet krouet Météo Bretagne. Ur gevredigezh 1901 hep pal arc’hantus eo. Meur a bal a oa dezhi : krouiñ ur gumuniezh en-dro d’ar veteorologiezh ha d’an hinadouriezh, diorren ur rouedad da evezhiañ an amzer ha kehentiñ diwar-benn cheñchamantoù an hin. Pelloc’h ez eas an hini en devoa roet lañs d’ar raktres, Jerome Dreano, rak e 2015 e krouas ur stal brevez anvet Météo Concept e liamm gant Météo Bretagne. Ar re a zo boas da sellet ouzh an teleoù lec’hel evel Tébéo pe TV Rennes o devez digarez da welet implijidi Météo Bretagne o kemenn an amzer.


Krouet Temps Breton e miz Ebrel 2026
E-pad tost dek vloaz en devoa labouret Steven Tual evit Météo Concept met c’hoant en deus bet da grouiñ e stal dezhañ e-unan. Yaouank-tre e oa bet dedennet gant an amzer rak da bevarzek vloaz e krouas e lec’hienn internet kentañ diwar-benn ar meteo. Ur wech tapet gantañ e vachelouriezh en em stummas war an douaroniezh hag ar veteorologiezh e Roazhon. E labour e Météo Concept a lakaas anezhañ da gemenn an amzer war TV Rennes, Tébéo, TébéSud ha France Bleu Armorique. « Kendrec’het on bet ez eus ezhomm eus rakweladoù meteorologel e pep tiriad evit merañ ar riskloù, kemer divizoù en a-raok ha displegañ, hag evit bezañ kreñvoc’h dirak ar cheñchamant hin », emezañ. Evel Météo Concept e kinnig e stal binvioù evit ar c’humunioù pe an embregerezhioù.

Y.Y. ar Gov


Ur pennad embannet en niverenn 1098, d’ar 14 a viz Gouere 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez