Rhiannon, penaos oc’h deuet da c’houzout brezhoneg ?
Desket em eus gant ma mamm, Janig Stephens Bodiou, ha ma zad, Dafydd Stephens, o deus choazet sevel ac’hanomp, me ha ma c’hoar ha ma breur, er yezh brezhonek. Ganet ha savet oamp e Breizh-Veur ha ne anveomp ket kalz a dud all a gomze brezhoneg eno. Pa oamp e Breizh, e-pad an hañv, e oamp barrek da gomz gant hor mamm-gozh ha tud all deus ar familh. Bremañ, e komzan brezhoneg gant ma merc’h, e New-York.
Perak oc’h ken dedennet gant Afrika ?
Studiet ‘m oa an tammig istor Afrika el lise ha neuze ‘m eus tremenet 8 miz e Eswatini (Swaziland) e kreistez Afrika a-raok mont d’ar skol-veur. Bet em boa ur plas e SOAS, ur rann e skol-veur Londrez, da zeskiñ Istor. Goude ma vefe tremenet ma amzer e Eswatini – ha deskiñ diwar ar vro hag ar yezh – em eus choazet ober ul lisañs war istor Afrika hag ur yezh Kiswahili. Tremenet am boa 6 miz e Tanzania evit kaout al lisañs ha plijet e oa kalz din. Sonjet ‘m oa delc’hel gant ma studioù ha kemeret e oan e skol-veur Northwestern en Illinois, Stadoù-Unanet, evit an doktorelezh. Afrika a zo un douar-bras gant tremen 2000 yezh disheñvel ha da heul pep yezh zo ur sevenadur hag un istor disheñvel. Plijus eo deskiñ diwar an traoù-se ha kompren gwelloc’h doare lies an holl dud.
Ha perak an Ouganda e Afrika?
Desket ‘moa kiswahili, a zo ur yezh komzet gant 100 milion a dud e tu sav-heol Afrika ha tremenet em boa amzer e Tanzania. C’hoant ‘moa da zeskiñ muioc’h diwar broioù all eus tu sav-heol Afrika ha bet am boa ur chañs da dremen 3 miz e Kenya hag e Ouganda gant ar British Institute in Eastern Africa, lec’h ma vez graet enklaskoù war an istor hag an hendraouriezh. Dedennus da vat e oa ober enklaskoù war an istor e tu kuzh-heol Ouganda ha gant hendraourourion e kreisteiz ar vro. Goude em eus divizet delc’hel gant ma studioù war istor Ouganda ha war istor ar merc’hed dreist-holl.
Penaos e c’hell ar gerioù lâret traoù deomp war an Istor ?
Ar c’hevredigezhoù e Ouganda a laboure dre gomz betek an 19vet kantved. Evel-se momp ‘nebeud teulioù skrivet evit kompren an istor ‘raok amzer an trevadennoù. Met bezañ zo stummoù all da adkavout an istor, evel an hengounioù, an hendraouriezh ha dre ar gerioù komzet. Kemer a reer gerioù da zezrevell ar bed tro-dro dimp, ma ‘z eo danvezel ar bed pe speredel pe veizel. Ar memes tra oa gwir evit an dud a oa bev 500 pe 1000 pe 2000 bloaz zo.
Pa vez adsavet yezh an dud a oa bev en amzer dremenet, dre al « linguistique diachronique », eo posupl adsevel tammoù deus ar bed lec’h ma oant o chom. Ur wech e oa krog tud Ouganda da zastum greun, 2500 bloaz zo. Forchet o deus bet gerioù evit ar greun hag evit ar binvioù kemeret da labourat an douar ha da eostiñ ar greun. Da heul zo bet cheñchamantoù er yezh. Dre ar c’hantvedoù eo posupl kompren ar cheñchammantoù danvezel, speredel ha meizel.
Penaos e vez aozet ho amzer etre Frañs, Afrika, Satdoù-Unanet… ?
Bevañ a ran e New York er Stadoù-Unanet, lec’h ma labouran e skol-veur Columbia en departamant Istor. Kelenn a ran da studieren al lisañs hag ivez da studieren an doktorelezh. Mont a ran da Afrika bep bloaz pe bep daou vloaz evit ober enklaskoù hag en em gavout gant krenvreudeur. E-pad an ugent vloaz tremenet em eus beajet muoic’h e Ouganda evit e lec’h all en Afrika, met warlene ‘oan aet da Zanzibar, en Tanzania, da gomañs em lakaat prest evit ma c’hentañ raktres.
Mont a reomp da Vreizh bep hañv, met evit bloaz ne oamp ket barrek da veajiñ peogwir e vez amañ ar C’HOVID en-dro deomp… ha keuz ‘m eus.
Petra a gont al levr « Poverty and Wealth in Eastern Uganda : A Conceptual History » ha petra a vo goude ?
« Poverty and Wealth in Eastern Ouganda » a zispleg ar stummoù disheñvel implijet gant tud e sav-heol Ouganda da gompren petra eo bezañ paour pe binvidik. Ne oa ket arc’hant evel bremañ a-raok an 19vet kanved met bezañ ‘oa meur a stumm da vezañ pinvidik — dre bezañ perc’henn war saout ha givri, pe dre kaout an tiegezh bras. Evit darn an dud e oa bezañ pinvidik un dra enorus, hêrezel, met evit darn all e oa dre skarzhañ tud deus o flas pe eus o douaroù. Evit an dud paour, ne oa ket heñvel. Meur a stumm a oa dezho. Gant an amzer eo bet komprenet e oa bezañ paour evel un dra natural. Komzet vez 14 yezh disheñvel e sav-heol Ouganda, rannet etre ar yezhoù Bantou hag ar yezhoù Nilotik hag a zo ken disheñvel an eil deus eben ‘vel ma c’hell bezañ Brezhoneg ha Japaneg. Dastumet em eus danvez evit pep yezh, ha deus kalz muoic’h a yezhoù all c’hoazh, evit kompren petra ‘vije soñjet deus an dud baour ha deus an dud binvidik hag penaos eo bet cheñchet ar soñjoù-se a-hed an amzer. Ma c’hentañ raktres a vo diwar istor aodoù tu sav- heol Afrika e lec’h ma vez komzet Kiswahili. C’hoant ‘m eus da gompren istor ar merc’hed hag ar baotred, da heul cheñchamant an temz-amzer ha, da heul, cheñchamant politik etre ar 6vet hag ar 15vet kantved. Mont a rin da genlabourat gant hendraourourien ha skiantoureinn an temz-amzer, d’ober an enklask. Barrek omp da c’houzout ma oa tommoc’h pe yenoc’h ar mor en amzer tremenet dre studiañ ar « recif de corail ». Ma oa tommoc’h an dour evit ur pennad, e vije cheñchamant er pesked hag er boued mor dastumet gant an dud. Posupl eo kompren dre ar hendraouriezh penaos e veze stummet ar gevredegiezh dre an traoù aozet gant an dud, ar plant a veze eostet, al loened a veze savet pe chaseet, hag ar boued mor bet pesketaet. Hag ivez gant an traoù a oa emporzhet deus al lec’h all. War an aodoù e vez kavet tammoù listri priach degaset mil bloaz zo bennak pe muioc’h, deus Bro-Sina, Iran ha gourenez Arab, e-touesk tammoù aozet gant an dud, e bro Swahili.
Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?
Plijout a ran din livioù luc’hus evel melen, glas, gwer, roz ha ruz peogwir e tegasont soñj din deus bleunioù an nevez amzer hag an hañv, evel ar bleunioù-kaouled.
Peseurt lec’h ho pije c’hoant reiñ da anavezout d’ar re all ?
E tu sav-heol Ouganda, er Menez Elgon, zo lammoù dour er gêriadenn anvet Sipi. Kouezhañ a ran an dour deus uhel ha kaer eo ar gweldva war-dro. Ur plas kaer ha sioul eo, uhel, a-us ar bed. War Menez Elgon vez lakaet a bep seurt plant da boulzañ : bananez, kafe, mell, maiz, bambou ha legumaj. Glas eo ar vro ha leun a evned meur-livet.
Ha peseurt arzour·ez ?
Plijout a ra din kalz arzourien, evel Georgia O’Keefe ha Chris Ofili, met unan all n’eo ket anavezet mat e Breizh, Wangechi Mutu deus Kenya. Wangechi Mutu a gemer awen deus meur a blas, deus ar vuhez e Kenya hag er Stadoù-Unanet, deus an istor hag ar mitologiezh, hag implijout a ra traoù kavet evel-se, e-kichen danvez nevez.
Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat p’emaoc’h ho-unan ?
Plijout a ran din selaou Nolwenn Korbell, the Cranberries deus Iwerzhon ha Janelle Monae deus ar Stadoù-Unanet.
Peseurt bro ‘pije c’hoant gweladenniñ ?
C’hoant ‘mije gweladenniñ kalz a vroioù, memes ma ‘z eo diaes bremañ soñjal beajiñ adarre. C’hoant ‘mije mont da Ghana ha Mali peogwir n’em eus ket bet ar chañs da vont da guzh-heol Afrika ha gouzout a ran eo disheñvel mat deus ar sav-heol ha deus kreisteiz Afrika.
C’hoant ‘mije da vont, un deiz, da Aljeri peogwir he devoa tremenet ma mamm 3 bloaz eno pa oa plac’h yaouank. Ha c’hoant ‘m eus gweladenniñ broioù disheñvel ‘vel Japan ha Gambodj, hag ivez Costa Rica ha Bolivia.
Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?
Ar c’haliteoù a blij din ar muiañ en un den ? Ar garantez hag an druez evit tud all. Dreist-holl bremañ pa ‘z eo diaes ar vuhez evit kement a dud eo pouezus kement-mañ, da sikour ac’hanomp da drec’hiñ war an amzer-mañ.
Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Plijout a ra din lenn lennegezh, ober stamm, mont da vale war ar maez ha tremen amzer gant ma merc’h ha ma gwaz. Bloaz zo ‘m eus kroget ober yoga ha « pilates » ha sikour a reont kalz da cheñch soñjoù goude ur frapad labour tenn.
Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont « Ya! » ?
Echu eo kleñved ar C’hovid-19 ?
Un atersadenn embannet en niverenn 795, d’ar 4 a viz Gwengolo 2020.
Koumanantiñ : amañ