Deuet eo da wir raktres ur gevredigezh a Sant-Segal : lidet eo bet digoradur ofisiel krommlec’h an delwennoù e Menez Bos, un tammig heñvel ouzh hini Traoñienn ar Sent e Kloar-Karnoed.
« Eurüs on peogwir hon eus roet lañs d’ar raktres pell zo. Dont a ra da benn bremañ. Mat-tre eo », eme Youenn Rosmorduc, unan eus ar re a ren ar raktres. Krouet e oa bet ar gevredigezh e 2007, met e 2001 dija e oa bet soñjet digeriñ ul lec’h evel-se. Deuet e oa ar mennozh betek divskouarn un nebeud sonerien e-kerzh Nevez-Amzer ar C’hastell-Nevez. « Arzourien omp ha deomp-ni eo da dreuzkas ar sevenadur bet legadet deomp », a lavare en deiz-se Loeiz Guedes, unan eus ar sonerien.
N’eo ket ar sent a vo enoret e Sant-Segal avat. An delwennoù a ziskouezo arzourien, skrivagnerien pe tud brudet all aet da Anaon. Holl o deus stourmet e doare pe zoare da dreuzkas ha da saveteiñ hor sevenadur. An teir delwenn gentañ bet kizellet a zo en enor da Anjela Duval, Pêr Gwilhoù ha Jud ar Paboul. N’eo ket bet aes kavout ul lec’h koulskoude. Soñjet a oa bet e Lokorn, Sant-Segal, Kastell-Nevez, Speied. A-benn ar fin eo Sant-Segal a zo bet dibabet gant izili Krommlec’h. Ul lec’h hag a glote gant ar pezh a glaskent a oa eno, en un draoñienn vihan, nepell diouzh ur c’hoad. Ur mirdi ardivinkoù labour-douar ha traktorioù kozh zo eno ivez ha tost d’an hent-tizh emañ, un tammig uheloc’h eget Kastellin.
Delwennoù modern
Pell diouzh stumm gwir an dud enoret eo an delwennoù kentañ. Diaes eo anaout Anjela Duval. Pep kizeller zo mestr war e oberenn. Un tammig domaj eo, a soñjo lod eus ar weladennerien moarvat. Kalz splannoc’h eo hini ar c’haner Pêr Gwilhoù, bet kizellet e maen Kersanton gant Bruno Pallas. « Pêr Gwilhoù en deus daou benn rak soner binioù ha soner bombard e oa », en deus displeget Yann-Glaod Taleg, prezidant Krommlec’h.
War-dro 100 ezel he deus ar gevredigezh Krommlec’h. E-touez an delwennoù kentañ a vo lakaet ouzhpenn e vo ar c’hoarezed Gwadeg, Loeiz Roparz ha Glenmor. Bep daou vloaz e tlefe bezañ staliet ur statu nevez. Daoust ma‘z int aet holl da Anaon e lavar koulskoude Yann-Glaod Taleg : « Ni n’hon eus ket c’hoant d’ober ur vered, met ul lec’h bev. »
Y. Y. ar Gov
Ur pennad embannet en niverenn 943, d’ar 4 viz Even 2023.
Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg