Un eurokannadez eus an tu-dehoù pellañ e Plian

He levr nevez e teuio an eurokannadez eus an tu-dehoù pellañ Sarah Knafo da ginnig ha da sinañ e Plian (Aodoù-an-Arvor) d’ar Sadorn 31 a viz Here. Ur vanifestadeg a vo aozet a-enep he donedigezh.

Sarah Knafo e-kichen he gwaz Eric Zemmour da-geñver e brezegenn en Trocadéro d’ar 27 a viz Meurzh 2022. © Anh de France

Ezel eo Sarah Knafo eus ar strollad eus an tu-dehoù pellañ Reconquête. Dont a raio da sinañ he levr nevez « Le casse du siècle » er vreserezh Kerfave e Plian.
Kelaouet he doa e teufe ivez da Vreizh da-geñver an droiad emañ oc’h ober e Frañs er mare-mañ met chomet e oa kuzh al lec’h betek-henn.
N’eo ket souezhus e teufe nepell diouzh Sant-Brieg rak trawalc’h a dud o doa votet evit al listenn eus an tu-dehoù pellañ evit kaout ur sez e kuzul-kêr kêr-benn Aodoù-an-Arvor.
N’eo ket souezhus kennebeut e vefe aozet an darvoud er vreserezh Kerfave a zo kenrenet gant Erik Tegnér, rener ar gelaouenn eus an tu-dehoù pellañ Frontières ha kroniker e CNews.


Ur vanifestadeg a-enep
Er rouedadoù sokial en deus kelaouet Erik Tegnér e teufe Sarah Knafo adalek 4 eur d’an 31 a viz Here daoust m’en doa lavaret « ne vo ket politikel an traoù amañ » a-raok ma oa bet roet lañs d’e vreserezh.
Meur a strollad enep faskour o deus galvet da vanifestiñ e Plian adalek 3 eur goude-merenn d’ar Sadorn 31 a viz Here, en o zouez ar C’homite evezhiañs enepfaskour 22 (Comité de vigilance antifasciste 22).
E miz Mae er bloaz-mañ e oa bet aozet ur vanifestadeg dija da-geñver lid-digeriñ ar vreserezh. 400 a dud o doa dibunet e Plian.

N. Gourvenneg


Ur pennad embannet en niverenn 1109, d’an 20 a viz Here 2026.

Prenañ an niverenn-se e stumm PDF (2€) : amañ

Koumanantiñ : amañ


Skoazell adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg

Da lenn

Da lenn ivez